Minared

Eus Wikipedia
Minared moskeenn Noor-al-Islam en Enez ar Reunion.

Ur minared (diwar an turkeg minare) zo un tour stag ouzh ur voskeenn. Hervez ar mareoù hag al lec'hioù e vez kavet doare minaredoù disheñvel.

Diwar ar minared e vez galvet an dud da bediñ pemp gwech an deiz gant ar muezzin. Hiziv an deiz eo uhelgomzerioù a vez staliet an aliesañ e penn ar minaredoù.