Mont d’an endalc’had

Pedenn

Eus Wikipedia
Pedenn
An Ankoriad. Franz Ejsmond, 1881 (National Museum in Warsaw)
Meizad
Iskevrennad eus Bennozh
Studiet gant Doueoniezh

Ur bedenn zo un ober da glask seveniñ un darempred ouzh ur boud bennak a azeuler. En e ster kentañ eo ur goulenn ouzh Doue, un doueelezh, pe un hendad doueelaet, met pediñ a c'heller ober ivez evit trugarekaat ha meuliñ, pe goulenn ma vo benniget un objed bennak. E relijionoù keñveriet e c'hell pediñ bezañ lakaet a-gevret gant prederiañ pe kas ur sorc'henn bennak e relijionoù all.

Meur a stumm zo d'ar pedennoù, e-barzh pe e-maez ul lid resis, d'ober a-gevret gant ur strollad pe e-unan, e stumm ur ganenn, ur goulenn pe c'hoazh un embannadenn a feiz. Testeniekaet eo an ober-se abaoe 5000 bloaz zo.

Skouerioù pedennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]