Mont d’an endalc’had

Listenn pedennoù ha bennozhioù yuzev

Eus Wikipedia

Bez' e kaver amañ pedennoù ha bennozhioù yuzev en hebraeg, perzh eus lidoù pemdeziek ar Yuzevien. Ar brasañ niver anezho a c'heller lenn er Siddour, pe levr-pediñ. Er pennad-mañ e kaver bennozhioù lid a gomañs peurvuiañ gant :

בָּרוּךְ אַתָּה ה' אֱ-לֹהֵינוּ, מֶלֶך הָעוֹלָם…

Treuzlizherennadur : Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam...

Troet : "Ra vezi benniget, Aotrou hon Doue, Roue an hollved..."

Pedennoù pemdez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Modeh Ani מודה אני Modeh Ani zo ur bedenn verr dibunet da gentañ kerkent ha dihunet d'ar mintin.
Elohai Neshamah אלהי נשמה Trugarekaat Doue da vezañ restaolet an ene d'ar mintin. Lavaret goude bezañ gwalc'het an daouarn ha goude bezañ lavaret bennozhioù Asher Yatzar.
Bennozhioù war an Torah ברכות התורה Trugarekaat Doue da vezañ roet an Torah hag ur bennozh war an Torah a vezo desket e-pad an deiz. Da heul e lavarer tammoù berr diwar an Torah hag ar Mishnah.
Bennozhioù ar mintin ברכות השחר Bennozhioù da drugarekaat Doue evit traoù diazez hon buhez (gweled, dilhad, fiñval hag all...).
Seder Korbanot סדר הקרבנות Kaout koun eus urzh an devezh e servij an Templ. Ennañ e reer koun eus aberzhiñ pemdez Levr an Niveroù ha pennad 5 Zevac'him, ennañ kement doare aberzhiñ a veze graet.
13 midot Rabi Yishmael ברייתא דרבי ישמעאל Un darn eus traoù desket diwar al Lezenn dre gomz. Ul listenn eus an 13 pennaenn implijet gant Rabi Yishmael evit disklêriañ an Torah.

Pesukei d'zimra

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lodennoù da heul ar pedennoù a c'hoari evel digoradur ar pedennoù-mintin.

Mizmor Shir מזמור שיר Salm 30. Dibunet o komañs gant Pesukei Dezimra.
Baruch Sheamar ברוך שאמר Bennozh kentañ Pesukei Dezimra
Kanoù trugarekaat Un heuliad rannbennadoù e Pesukei Dezimra. Enni ar Salm 100
Yehi kevod יהי כבוד A series of verses recited during Pesukei Dezimra
Ashrei אשרי Dibunet teir gwezh an deiz : e-pad Pesukei Dezimra, da c'houde Uva Letzion, hag e deroù Mincha (Ne'ila da Yom Kippour)
Hallel (pesukei dezimra) הלל Ennañ Ashrei ha Salmoù 146, 147, 148, 149, ha 150
Baruch Hashem L'Olam ברוך ה לעולם Dibunet evel goude bezañ echuet Hallel
Vayivarech David ויברך דוד Diwar Danevelloù Levrenn I, Pennad 29, gwerzioù 10–13
Ata Hu Hashem L'Vadecha אתה-הוא יהוה לבדך Diwar Levr Nehemia, Pennad 9, gwerzioù 6–11
Az Yashir אז ישיר Diwar Levr an Ermaeziadeg 15:1–18
Yishtabach ישתבח Bennozh klozañ Pesukei Dezimra

Ar Chema hag e vennozhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dibunañ a reer pedennoù ar Chema bemdez e Chac'harit ha Maariv. Atav e reer daou vennozh a-raok ar Chema, met goude ar Chema ne vez lavaret nemet unan diouzh deiz, ha daou diouzh noz (pe tri zoken, evit kumuniezhioù zo er-maez eus Israel).

Yotzer ohr יוצר אור Bennozh kentañ dibunet a-raok ar Chema e-pad Chac'harit
Maariv Aravim מעריב ערבים Bennozh kentañ dibunet a-raok ar Chema e-pad Maariv.
Ahava Rabbah אהבה רבה Eil bennozh dibunet a-raok ar Chema e-pad Chac'harit.
Ahavat Olam אהבת עולם Eil bennozh dibunet a-raok ar Chema e-pad Maariv.
Chema Yisrael שמע ישראל E-kreiz al lidoù yuzev hag oc'h embann kredenn ha fiziañs en Doue Unan eo aozet ar Chema gant tri rann tennet diwar an Torah.
Emet Veyatziv אמת ויציב Ar bennozh nemetañ dibunet goude ar Chema e-pad Chac'harit.
Emet V'Emunah אמת ואמונה Ar bennozh kentañ dibunet goude ar Chema e-pad Maariv.
Hashkiveinu השכיבנו An eil bennozh dibunet goude ar Chema e-pad Maariv.
Baruch Adonai L'Olam ברוך לה' לעולם An trede bennozh dibunet goude ar Chema e-pad Maariv. Ne lavarer ar bennozh-se nemet gant kumuniezhioù zo er-maez eus Israel. Ne lavarer ket anezhañ tamm ebet en Israel, ne lavarer ket anezhañ da Chabat pe d'ur Yoù Tov.

Ar "bedenn war-sav", anavezet ivez evel Chemoneh Esreh ("An Triwec'h"), a zo enni 19 pennad e-pad ar sizhun, seiz da Chabat ha 9 da Roch ha-Chanah. Un elfenn a-bouez el lid yuzev hag al lid nemetañ a zo graet anezhañ "pedenn" gant an Talmud an hini eo. Lavaret a reer anezhi teir gwezh an deiz (peder gwezh da Chabat ha d'an deizioù gouel, pemp gwezh da Yom Kippour).

Rannet eo ar bedenn e teir lodenn, bennozhioù ha meuleudioù da Zoue, goulennoù diwar-benn hon ezhommoù (pe kanañ santelezh an deiz da Chabbat pe d'ur Yom Tov), hag evit echuiñ, bennozhioù pe trugarezioù.

Avot אבות Bennozh kentañ Amidah a zeskriv an doare m'eo bet choazet ar batriarched gant Doue penaos int bet gwarezet Gantañ. Forzhig eus ar c'humuniezhioù nann-reizhkredour a laka ar vatriarched er bennozh-mañ.
Gevurot גבורות Eil bennozh Amidah a zeskriv galloud Doue ha mestroni Doue war ar bed naturel.
Kedushat Hashem קדושת ה' Trede bennozh Amidah a embann santelezh Doue. Pa vez adlavaret an Amidah e lakaer ar C'heduchah ouzhpenn.

Krennvennozhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-hed ur sizhun reoliek ez eus 13 bennozh a c'houlenn digant Doue seveniñ ezhommoù an nen. Un nebeudig rabined a lavar n'eus nemet 12 anezho. D'an deizioù-yuniñ, da vare an Talmud, e oa un niver a vennozhioù ouzhpenn. Hiziv, e kumuniezhioù zo, e lavarer ur 14vet bennozh ouzhpenn da adlavaret ar C'hazzan.

Daat דעת Goulenn evit bezañ fur ha kompren ar re all.
Teshuva תשובה Goulenn gant Doue sikour ac'hanomp da zistreiñ da ren ur vuhez diouzh an Torah.
Selicha סליחה Goulenn digarez gant Doue.
Geula גאולה Goulenn gant Doue sikour ar bobl yuzev gant he labourioù. D'an deizioù-yuniñ e lavarer Aneinu amañ pa vez adlavaret an Amidah.
Refua רפואה Goulenn bezañ yac'h ha dibistik.
Birkat Hashanim ברכת השנים Goulenn ur bennozh evit produiñ an douar. Goulenn a reer ivez ar glav a vez ezhomm evit harpañ ar vuhez. Dre vras e c'houlenner evit kaout ur gopr. Pa vez sec'hor e c'heller lavaret ur bedenn ispisial evit ar glav amañ.
Kibutz Galuyot קבוץ גלויות Goulenn gant Doue degas ar Yuzevien da Israel en-dro diwar o Harlu.
Mishpat משפט Goulenn gant Doue barnañ an nen en un doare reizh hag adlakaat barnerien en Israel.
Minim מינים Goulenn ra vo distrujet ar sektoù heretik. Lakaet e voe ouzhpenn d'an Amidah diwezhat hag an 19 bennozh eo.
Tzadikim צדיקים Goulenn gant Doue sikour hag harpañ an dud reizh.
Boneh Yerushalayim בונה ירושלים Goulenn ra vo adsavet Jeruzalem ha distreiñ d'he gloar bet. Da Ticha B'av e lavarer pedenn Nac'hem amañ.
Malchut ben David מלכות בית דוד Goulenn ra vo adsavet an unpenniezh ha ra vo rouaned eus diskennidi David. En hengounioù palestinian e oa bet kemmesket ar bennozh-se gant ar bennozh a-raok evit derc'hel 18 bennozh.
Shome'a tefilla שומע תפליה Goulenn gant Doue ma vo respontet d'ar pedennoù. Gallout a reer lakaat kement goulenn a fell d'an nen ouzhpenn gant ar bennozh-se. D'an deizioù-yuniñ e lavarer Aneinu amañ e-pad ar bedenn-vut.

Da Chabat ha Yom Tov n'eus nemet ur bennozh.

Kedushat hayom קדושת היום Taolenniñ santelezh an deiz ispisial-se. Er Mussaf e taolenner ivez an aberzhoù a veze graet en Templ d'an deiz-se.

E-pad Mussaf Roch HaChana ez eus 3 bennozh e kreiz, pep hini savet tro-dro da 10 gwerzenn an Tanac'h hag ur sujed bennak.

Malchuyot מלכויות Taolenniñ penaos e oa bet graet Doue roue ar bed d'an deiz-se.
Zichronot זכרונות Menegiñ an holl wezhioù en doa prometet Doue en dije koun eus pobl Israel.
Shofarot שופרות Taolenniñ mareoù ha degouezhioù ma vez c'hwezhet er Chofar.
Avoda עבודה Trugarekaat Doue evit lidoù an Templ hag evit degemer pedennoù an nen.
Modim מודים Trugarez hollek. Pa lavar hag adlavar ar C'hazan ar bedenn-se e lenn didrouz an dud bodet ur rannbennad trugarekaat.
Chalom שלום Trugarekaat Doue evit degas peoc'h d'ar bed. Pa vez lavaret bennozh ar veleien e vez lavaret amañ.

Traoù a c'heller lavaret ouzhpenn pa vez adlavaret an heuliad pedennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Keduchah קדושה Embann santelezh Doue. Lavaret pa vez adlavaret an Amidah.
Modim drabanan מודים דרבמן Trugarekaat Doue ouzhpenn, lavaret pa vez dibunet ar Modim gant ar C'hazan en ur adlavaret an Amidah.
Birkat Kohanim ברכת כהנים Bennozh ar veleien, dibunet gant ar C'hohanim bemdez en Israel asambles gant bennozh ar peoc'h. Er-maez eus Israel e c'hell bezañ dibunet bep Chabat ha Yom Tov hervez hengounioù zo pa vez dibunet da Yom Tov hepken gant lod all.

Pedennoù dibenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tac'hanoun תחנון Ur bedenn evit azpediñ a lavaret da Chac'harit ha Minc'ha. Ne vez lavaret da Chabat pe d'ur Yom Tov.
Hallel הלל Slamoù 113-118, dibunnet e-giz ur bedenn da veulmeudiñ ha da drukarekaat Doue d'an deizioù-gouel. Hallel a vez lavaret dindan unan eus an daou stumm-se : Hallel klok pe Damm-Hallel.
Chir Chel yom שיר של יום Salm pemdeziek. Bemdez ez eus ur pennad disheñvel da lavaret. Bez' ez eus ivez pennadoù ispisial da lavaret da zeizioù ispisial.
Ein Keloheinu אין כאלהינו Ur bedenn lirek dibunnet e fin al lid, o veuleudiñ pegen dibar eo Doue. Lod ne lavaront anezhi da Chabat pe d'ar gouelioù nemetken, lod all a lavar anezhi bemdez.
Aleinu עלינו An Aleinu a veuleudi Doue evit aotren ar bobl yuzev da servijet Anezhañ ha ezteuler a ra o spi e vo anavezet Doue gant ar bed a-bezh hag e vo dilezet an idolatriaj.

Ur bedenn arameek da zreist-taolenniñ ha santelaat anv Doue. Pemp stumm a zo d'ar c'haddich evit ober traoù disheñvel.

Hanter gaddich חצי קדיש Ur stumm berr evit merkañ dibenn un aridennad pedennoù.
Kaddich klok קדיש שלם U stumm hiroc'h evit merkañ dibenn unan eus ar pedennoù meur, lavaret ivez goude an amidah.
Kaddish yatom קדיש יתום Ur stumm lavared gant an dud en o c'hañvoù e-pad an 11 miz goude marv ur gerent.
Kaddish d'rabanan קדיש דרבנן Lavaret goude studi al Lezenn dre gomz.
Kaddish ha'gadol קדיש הגדול Lavaret d'ar siyum evit bezañ desket ur pennad eus an Talmud, pe lavaret da obidoù ur gerent.

Barzhoniezh a vez implijet alies evel pedennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An'im Zemirot אנעים זמירות Anavezet evel "Kan ar Gloaz", ar ganenn-mañ a vez kanet e fin pedennoù mintin da Chabat. Dibunet e vez goude Maariv da Yom Kippour.
Ma Tovu מה טובו Ur bedenn a zoujañs d'ar sinagogenn, dibunet d'ar mintin en ur vont e-barzh.
Adon Olam אדון עולם Ur varzhoneg a ziviz diwar-benn ren Doue war ar bed.
Yigdal יגדל Ur stumm varzhoniel eus 13 pennaenn ar feiz savet gant Maimonidez.

Pedennoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kol Nidre כל‑נדרי Ur pedenn a vez dibunet er sinagogenn pa gomañs servij Yom Kippour (יום כיפור), Deiz an Damantiñ. Un diskleriadenn digareziñ d'al leoù bet kemeret, evit dieubiñ an dud eus al leoù nann-sevenet o dije graet e-pad ar bloaz tremenet hag ar bloaz o tont.
Kabalat Chabat קבלת שבת Un heuliad salmoù a vez dibunet a-raok Maariv da Chabat da zegemer rouanez ar Chabat.
Lec'ha Dodi לכה דודי Barzhoniezh a vez kanet alies evel un darn eus kabbalat Chabat.
Hoshanot הושענות Pedenn a vez dibunet da Soukot oc'h ober tro ar bimah. Ur stumm astennet a vez dibunet da Hochana Raba

Bennozhioù war ar mitzvot

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Talvezet a ra ivez ar bennozhioù-se evit ar gouelioù, gant kemmoù dister er gerioù.

Bennozh Hebraeg Treuzlizherennadur Brezhoneg
Oc'h enaouiñ ar goulaouennoù-koar בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, אֲשֶׁר קִדְּשָׁנוּ בְּמִצְוֹתָיו, וְצִוָּנוּ לְהַדְלִיק נֵר שֶׁל שַׁבָּת. Barukh ata Adonai Eloheinu, Melekh ha'olam, asher kid'shanu b'mitzvotav v'tzivanu l'hadlik ner shel Shabbat. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, en doa santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù hag e c'hourc'hemenn deomp da enaouiñ gouloù goulaouenn(où)-goar Chabat.
Kiddouch (Achkenaz) בָּרוּךְ אַתָּה ה' אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, אֲשֶׁר קִדְּשָׁנוּ בְּמִצְוֹתָיו וְרַָצָה בָנוּ, וְשַׁבָּת קָדְשׁוֹ בְּאַהֲבָה וּבְרָצוֹן הִנְחִילָנוּ, זִכָּרוֹן לְמַעֲשֵׂה בְרֵאשִׁית. כִּי הוּא יוֹם תְּחִלָּה לְמִקְרָאֵי קֹדֶשׁ, זֵכֶר לִיצִיאַת מִצְרָיִם. כִּי בָנוּ בָחַרְתָּ וְאוֹתָנוּ קִדַּשְׁתָּ מִכָּל הָעַמִּים, וְשַׁבָּת קָדְשְׁךָ בְּאַהֲבָה וּבְרָצוֹן הִנְחַלְתָּנוּ.

בָּרוּךְ אַתָּה ה' מְקַדֵּשׁ הַשַׁבָּת.

Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, asher kideshanu be'mitzvotav ve'ratza banu, ve'shabbat kodsho be'ahava u've'ratzon hinchilanu, zikaron le'ma'ase vereshit. Ki hu yom techila le'mik'raei kodesh, zecher li'yziat mitzrayim. Ki vanu vacharta ve'otanu kidashta mi'kol ha'amim, ve'shabbat kodshecha be'ahava u've'ratzon hinchaltanu. Barukh ata Adonai mekadesh ha'shabbat. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, en doa santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù, hag en doa bet spi evidomp ha, gant karantez hag evezh en doa fiziet ennomp e Chabat hael, e koun ar Grouadeg. Hennezh eo an hini kentañ e-touez gouelioù, e koun an ermaeziadeg eus Ejipt. Kar choazet Az peus ac'hanomp, ha santelaet ac'hanomp, diwar an holl vroadoù, ha gant karantez hag evezh Az peus fiziet ennomp Da Chabat hael. Ra vezi benniget, AOTROU, santelaer ar Chabat.
Bennozh pennañ an Havdalah (Achkenaz) בָּרוּךְ אַתָּה ה' אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, הַמַּבְדִּיל בֵּין קֹדֶשׁ לְחוֹל, בֵּין אוֹר לְחשֶׁךְ, בֵּין יִשְׂרָאֵל לָעַמִּים, בֵּין יוֹם הַשְּׁבִיעִי לְשֵׁשֶׁת יְמֵי הַמַּעֲשֶׂה: בָּרוּךְ אַתָּה ה', הַמַבְדִּיל בֵּין קֹדֶשׁ לְחוֹל: Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, ha'mavdil bein kodesh l'hol, bein or l'hoshekh, bein yisra'el la'amim, bein yom ha'sh'vi'i l'sheshet y'mei ha'ma'a'se. Barukh ata Adonai, ha'mavdil bein kodesh l'hol. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, a ra kemm etre ar pezh a zo hael hag ar pezh a zo lik, etre ar sklêrijenn hag an deñvalijenn, etre Israel hag ar broadoù, etre ar seizhvet deiz hag ar c'hwec'h devezh-labour. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved,a ra kemm etre ar pezh a zo hael hag ar pezh a zo lik.

Bennozhioù ar Gouelioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa vez dibunet n'eus forzh pehini eus ar bennozhioù da heul evit ar wezh kentañ er bloavezh e tibuner she'he'cheyanu.

Gouel Bennozh Hebraeg Treuzlizherennadur Brezhoneg
Roch ha-Chanah Da c'hwezhañ er chofar בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, אֲשֶׁר קִדְּשָׁנוּ בְּמִצְוֹתָיו, וְצִוָּנוּ לִשְׁמֹעַ קוֹל שׁוֹפָר. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, asher kid'shanu b'mitzvotav v'tzivanu li'shmoa kol shofar. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, en deus santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù hag en deus gourc'hemennet deomp klevet son ar chofar.
Soukot Da azezañ er sukka da zebriñ בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, אֲשֶׁר קִדְּשָׁנוּ בְּמִצְוֹתָיו, וְצִוָּנוּ לֵישֵׁב בַּסֻּכָּה. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, asher kid'shanu b'mitzvotav v'tzivanu leishev ba'succa. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, en deus santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù hag en deus gourc'hemennet deomp azezañ er sukka.
Pesac'h Da zebriñ ar matzah d'ar seder בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, אֲשֶׁר קִדְּשָׁנוּ בְּמִצְוֹתָיו, וְצִוָּנוּ עַל אֲכִילַת מַצָּה. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, asher kid'shanu b'mitzvotav v'tzivanu al achilat matzah. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, en deus santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù hag en deus gourc'hemennet deomp da zebriñ matzah.
Pesac'h Da zebriñ ar maror d'ar seder בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, אֲשֶׁר קִדְּשָׁנוּ בְּמִצְוֹתָיו, וְצִוָּנוּ עַל אֲכִילַת מָרוֹר. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, asher kid'shanu b'mitzvotav v'tzivanu al achilat maror. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, en deus santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù hag en deus gourc'hemennet deomp da zebriñ maror.
Soukot Da gemer al lulav בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, אֲשֶׁר קִדְּשָׁנוּ בְּמִצְוֹתָיו, וְצִוָּנוּ עַל נְטִילַת לוּלָב. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, asher kid'shanu b'mitzvotav v'tzivanu al netilat lulav. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, en deus santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù hag en deus gourc'hemennet deomp da gemer al lulav.
Pourim Da lenn ar megillah בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, אֲשֶׁר קִדְּשָׁנוּ בְּמִצְוֹתָיו, וְצִוָּנוּ עַל מִקְרָא מְגִלָּה. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, asher kid'shanu b'mitzvotav v'tzivanu al mikra megilla. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, en deus santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù hag en deus gourc'hemennet deomp da lenn ar megillah.
Hanouka Da lakaat ar goualaouennoù-koar war elum בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, אֲשֶׁר קִדְּשָׁנוּ בְּמִצְוֹתָיו, וְצִוָּנוּ לְהַדְלִיק נֵר שֶׁל חֲנֻכָּה. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, asher kid'shanu b'mitzvotav v'tzivanu l'hadlik ner shel Hanukkah. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, en deus santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù hag en deus gourc'hemennet deomp da enaouiñ gouloù/gouleier Hanouka.
Hanouka, Pourim Da zerc'hel soñj eus mirakl an deiz (lavaret goude ar bennozh a-zere bet meneget uheloc'h) בָּרוּךְ אַתָּה ה' אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, שֶׁעָשָׂה נִסִּים לַאֲבוֹתֵֽינוּ בַּיָּמִים הָהֵם בַּזְּמַן הַזֶּה. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, she'asa nisim la'avoteinu ba'yamim ha'heim ba'z'man ha'ze. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, en deus graet mirakloù evit hon hendadoù d'an deizioù-mañ d'ar mare-se...

Mitzvot n'int ket liammet ouzh ur gouel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Degouezh Hebraeg Treuzlizherennadur Brezhoneg
Lakaat tzitzit בָּרוּךְ אַתָּה ה' אֱ-לֹהֵינוּ, מֶלֶךְ הָעוֹלָם. אֲשֶר קִדְּשָנוּ בְּמִצְוֹתָיו וִצִוָּנוּ לְהִתְעַטֵף בַּצִיצִת. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha`olam, asher kid'shanu b'mitzvotav, v'tzivanu l’hitateif batzitzit. Ra vezi benniget, AOTROU Hon Doue, Roue an hollved, en deus santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù hag en deus gourc'hemennet deomp gourc'hemenn ar pempilhennoù.
Gwiskañ an tallit (chal-pediñ) בָּרוּךְ אַתָּה ה' אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, אֲשֶר קִדְּשָׁנוּ בְּמִצְוֹתָיו וְצִוָּנוּ לְהִתְעַטֵּף בַּצִיצִית Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, asher kid'shanu b'mitzvotav v'tzivanu l'hit'atef ba'tzitzit Ra vezi benniget, AOTROU Hon Doue, Roue an hollved, en deus santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù hag en deus gourc'hemennet deomp da wiskañ pempilhennoù.
Lakaat tefillin בָּרוּךְ אַתָּה ה' אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, אֲשֶׁר קִדְּשָׁנוּ בְּמִצְוֹתָיו וְצִוָּנוּ לְהָנִיחַ תְּפִלִּין. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha`olam, asher kid'shanu b'mitzvotav v'tzivanu l'hani'aḥ t'filin[1]. Ra vezi benniget, AOTROU Hon Doue, Roue an hollved, en deus santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù hag en deus gourc'hemennet deomp da lakaat tefillin.
Lakaat teffilin ar penn (Ashkenazim hepken) בָּרוּךְ אַתָּה ה' אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, אֲשֶׁר קִדְּשָׁנוּ בְּמִצְוֹתָיו וְצִוָּנוּ עַל מִצְוַת תְּפִלִּין.
בָּרוּךְ שֵׁם כְּבוֹד מַלְכוּתוֹ לְעוֹלָם וָעֶד.
Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, asher kid'shanu b'mitzvotav v'tzivanu al mitzvat t'filin
Barukh shem k'vod malkhuto l'olam va'ed
Ra vezi benniget, AOTROU Hon Doue, Roue an hollved, en deus santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù hag en deus gourc'hemennet deomp diwar-benn gourc'hemenn an teffilin.
Ra vezo benniget Anv E rouantelezh glorius da viken.
O lakaat ur mezouzah ouzh an nor בָּרוּךְ אַתָּה ה' אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, אֲשֶׁר קִדְּשָׁנוּ בְּמִצְוֹתָיו וְצִוָּנוּ לִקְבּוֹעַ מְזוּזָה. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, asher kid'shanu b'mitzvotav v'tzivanu likvo'a m'zuza. Ra vezi benniget, AOTROU Hon Doue, Roue an hollved, en deus santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù hag en deus gourc'hemennet deomp da lakaat ar mezouzah.
En ur vont e-barzh ur mikvah, pe evit an treiñ pe evit niddah. בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, אֲשֶׁר קִדְּשָׁנוּ בְּמִצְוֹתָיו, וְצִוָּנוּ עַל הַטְּבִילָה. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, asher kid'shanu b'mitzvotav v'tzivanu al ha't'vila. Ra vezi benniget, AOTROU Hon Doue, Roue an hollved, en deus santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù hag en deus gourc'hemennet deomp diwar-benn mont en dour.
En ur vont e-barzh ur mikvah. בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, אֲשֶׁר קִדְּשָׁנוּ בְּמִצְוֹתָיו, וְצִוָּנוּ עַל הַטְּבִילַת כֵּלִים. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, asher kid'shanu b'mitzvotav v'tzivanu al t'vilat kelim. Ra vezi benniget, AOTROU Hon Doue, Roue an hollved, en deus santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù hag en deus gourc'hemennet deomp splujañ en dour.

Bennozhioù war ar plijadurioù, ar pezh a weler hag a glever

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bennozhioù war ar boued

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'tilat Yadayim (Gwalc'hiñ lidek e zaouarn)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwalc'het e vez an daouarn en un doare lidek a-raok ober traoù zo er vuhez.

En hengoun achkenaz kenkoulz hag e kumuniezhioù sefarad zo e reer a-raok debriñ bara. E lidoù sefarad zo hag er gumuniezh alaman a zeu eus Frankfurt e vez graet a-raok evañ gwin ha/pe debriñ bara, e-unan pe asambles gant gwin (evel ma vez graet a-raok Chabat pe ur pred-fest), diwar neuze e vez lavaret goude bezañ gwalc'het an daouarn met a-raok o sec'hañ :

Hebraeg Treuzhlizerennadur Brezhoneg
בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, אֲשֶׁר קִדְּשָׁנוּ בּמִצְוֹתָיו, וצִוָּנוּ עַל נְטִילַת יָדָיִם. Barukh ata Adonai Elohenu, melekh ha`olam, asher kid'shanu b'mitzvotav v'tzivanu `al netilat yadayim. Ra vezi benniget, AOTROU, hon Doue, Roue an hollved, en doa santelaet ac'hanomp gant E c'hourc'hemennoù hag a c'hourc'hemenn deomp diwar-benn kemer (sec'hiñ) hon daouarn.

Bennozh a-raok debriñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bennozh Evit Hebraeg Treuzlizherennadur Brezhoneg
Hamotzi Bara graet gant gwinizh, heiz, segal, kerc'h pe yell. בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, הַמּוֹצִיא לֶחֶם מִן הָאָרֶץ. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, hamotzi lehem min ha'aretz. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, a zegas bara d'an douar.
M'zonot Produioù diwar gwinizh, heiz, segal, kerc'h, yell (ha riz, hervez forzhig alioù) ha n'int ket bara (gwastilli). בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, בּוֹרֵא מִינֵי מְזוֹנוֹת. Barukh ata Adonai Eloheinu, Melekh ha'olam, bo're minei m'zonot. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, a grou doareoù liesseurt da vezañ maget.
HaGafen Gwin graet gant rezin, pe jug rezin. Ne vez ket lavaret evit evajoù all pe evit produioù all diwar rezin. בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, בּוֹרֵא פְּרִי הַגֶּפֶן. Barukh ata Adonai Eloheinu, Melekh ha'olam, bo're p'ri hagefen. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, a grou frouezh ar winieg.
HaEtz Forzh peseurt frouezh diwar ur wezenn. בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, בּוֹרֵא פְּרִי הָעֵץ. Barukh ata Adonai Eloheinu, Melekh ha'olam, bo're p'ri ha'etz. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, a grou frouezh ar wezenn.
HaAdama Ar pezh a vez gounezet diwar an douar. בָּרוּךְ אַתָּה ה' אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם בּוֹרֵא פְּרִי הָאֲדָמָה. Barukh ata Adonai Eloheinu, Melekh ha`olam, bo're p'ri ha'adama. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, a grou frouezh an douar.
SheHaKol Kement boued pe evaj n'emañ ket er pemp rummad kentañ. בָּרוּךְ אַתָּה ה' אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם שֶׁהַכֹּל נִהְיָה בִּדְבָרוֹ. Barukh ata Adonai Eloheinu, Melekh ha'olam, shehakol nih'ye bidvaro. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, a zeu dre E c'her kement tra a vev.

Goude ar pred

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bennozh Birkat ha-Mazon ne vez lavaret nemet goude bezañ debret ur pred ennañ bara (matzah a gont) graet gant unan pe holl c'hreun da heul : gwinizh, heiz, segal, kerc'h ha yell.

Goude Birkat ha-Mazon e tibun forzhig Sefaraded a lid spagnol ha portugal Ya Cominos, pe e kanont Bendigamos, pedennoù heñvel ouzh ar Birkat ha-Mazon.

Bennozhioù evit ar c'hwezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lavaret evit Hebraeg Treuzlizherennadur Brezhoneg
Gwez ha bod a c'hwezh vat בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, בּוֹרֵא עֲצֵי בְשָׂמִים. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, bo're atzei b'samim Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, a grou ar gwez a c'hwezh vat.
Geot ha bleunioù a c'hwezh vat בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, בּוֹרֵא עִשְּׂבֵי בְשָׂמִים. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, bo're issvei b'samim Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, a grou ar geot a c'hwezh vat.
Frouezh a c'hwezh vat בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, הַנוֹתֵן רֵיחַ טוֹב בַּפֵּרוֹת. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, ha'noten re'ah tov ba'peirot Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, a ro c'hwezh vat d'ar frouezh.
Eoul a c'hwezh vat בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, בּוֹרֵא שֶׁמֶן עָרֵב. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, bo're shemen arev Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, a grou frond vat.
Holl c'hwezhioù all בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, בּוֹרֵא מִינֵי בְשָׂמִים. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, bo're min'ei be'samim Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, a grou spisoù a bep seurt.

Bennozhioù war traoù gwelet pe klevet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lavaret o Hebraeg Treuzlizherennadur Saozneg
Sellet ouzh marzhioù an natur, ouzh luc'hed בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, עוֹשֶׂה מַעֲשֵׂה בְרֵאשִׁית. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, o'seh ma'ase be'reshit Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, a ra kement tra krouet.
Klevet kurun בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, שֶׁכֹּחוֹ וּגְבוּרָתוֹ מָלַא עוֹלָם. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, she'koho u'gevurato maleh olam Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, leun ar bed gant E c'halloud hag E nerzh.
Sellet ur ganevedenn בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, זוֹכֵר הַבְּרִית וְנֶאֱמָן בִּבְרִיתוֹ וְקַיָם בְּמַאֲמָרוֹ. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, zocher ha'brit ve'ne'eman bi'vrito ve'kayam b'ma'amaro Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, en deus koun eus an emglev hag e c'heller kaout fiziañ ennañ en e emglevioù hag a seven E c'her.
Sellet ar mor pe ul lec'h bras gant dour evit ar wezh kentañ e 30 devezh בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, שֶׁעָשָׂה אֶת הַיָם הַגָּדוֹל. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, she'asa et ha'yam ha'gadol Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, en deus graet al lec'hioù bras leun a zour.
Sellet gwez o vleuniñ evit ar wezh kentañ en nevez-amzer. בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, שֶׁלֹּא חִסַּר בְּעוֹלָמוֹ כְּלוּם וּבָרָא בוֹ בְּרִיוֹת טוֹבוֹת וְאִילָנוֹת טוֹבִים לְהַנּוֹת בָּהֶם בְּנֵי אָדָם. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, she'lo chisar b'olamo klum u'vara vo beri'ot tovot ve'ilanot tovim le'hanot bahem benei adam Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, ne leuskas netra er-maez en E ved hag en deus krouet krouadennoù plijus ha gwez mat a c'hell an dud kaout traoù diwarno.

Bennozhioù evit degouezhioù ispisial

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv Hebraeg Treuzlizherennadur Brezhoneg Degouezh
Cheheheyanou בָּרוּךְ אַתָּה ה' אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הַעוֹלָם, שֶׁהֶחֱיָנוּ וְקִיְּמָנוּ וְהִגִּיעָנוּ לַזְּמַן הַזֶּה׃ Baruch atah Adonai Elohenu, melekh ha'olam, shehecheyanu vekiymanu vehigi'anu lazman hazeh. Ra vezi benniget, AOTROU hon Doue, Roue an hollved, en deus roet buhez deomp, maget ac'hanomp ha leusket da dizhet an degouezh-mañ. Evit traoù bevet pozitivel, da skouer pa vez sevenet ur mitzvah evit ar wezh kentañ, pa vez dilhad nevez, pe pa zeu ur frouezh evit ar wezh kentañ e-pad ar bloaz.
Ha'tov ve'hametiv בָּרוּךְ אַתָּה ה' אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הַעוֹלָם, הַטוֹב וְהַמֵטִיב׃ Baruch atah Adonai Elohenu, melekh ha'olam, ha'tov ve'ha'metiv. Ra vezi benniget, AOTROU Hon Doue, Roue an hollved, a zo mat hag a ra vad. Evit degouezhioù nevez ha pozitivel.
Dayan ha'emet בָּרוּךְ אַתָּה ה' אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הַעוֹלָם, דָיַן הַאֱמֶת׃ Baruch atah Adonai Elohenu, melekh ha'olam, dayan ha'emet. Ra vezi benniget, AOTROU Hon Doue, Roue an hollved,, barner reizh. Evit keloù fall ha degouezhioù fall. Lavaret e vez ivez d'an obidoù a-raok diregiñ an dilhad.
Hagomel בָּרוּךְ אַתָּה ה', אֱ-לֹהֵינוּ מֶלֶךְ הָעוֹלָם, הַגּוֹמֵל לַחַיָּבִים טוֹבוֹת שֶׁגְּמָלַנִי כָּל טוֹב. Barukh ata Adonai Eloheinu, melekh ha'olam, hagomel lahayavim tovot, sheg'molani kol tov. Ra vezi benniget, AOTROU Hon Doue, Roue an hollved, a gas traoù mat d'an hini ne verit ket hag en deus kaset din kement traoù mat a zo. Evit bezañ chomet bev goude degouezhioù a c'heller mervel abalamour dezhi, evel pa veze klañv pe pa c'haner bugale.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. An "l" e t'filin zo hir.