Hirder kensonennel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen hirder kensonennel (saoz.: consonant length) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ar fed ma c'hell ur gensonenn bezañ distaget berr pe hir, da skouer e saozneg orange juice [ˈɒɾɪndʒ dʒuːs] ("chug orañjez") ha katalaneg Gal·la ("Galianez") kv. gala ("gouel"/"lid").

An darn vrasañ eus yezhoù ar bed, en o zouez ar brezhoneg, ne ra diforc'h fonologel ebet etre vogalennoù hir ha kensonennoù, da lâret eo daoust ha ma c'hell bezañ hiraet ur gensonenn dindan levezon elfennoù fonetikel all ne dalvez ket an diforc'h etre kensonennoù berr ha kensonennoù hir da diforc'hañ etre gerioù peuzheñvel a-hendall. Gant yezhoù all, avat, e talvez an hirder kensonennel da berzh fonemek evit lakaat ar c'hemm etre gerioù disheñvel o ster, evel da skouer en italianeg, japaneg, arabeg, finneg ha gandaeg.

Dre vras e vez diforc'het daou derez nemetken, da lârete eo kensonennoù berr enebiet ouzh kensonennoù hir. E yezhoù all avat, evel an estoneg, e vez graet an diforc'h etre tri derez hirder (berr/plaen, hir/damhir hag hir-tre/hiroc'h) daoust ha ma ranker anzav e teu an trede derez diwar ar fed meo bet kollet merkoù yezhoniel a-hed an amzer, da skouer: hir/damhir linna (< *linnan) "eus ar gêr" kv. hir-tre linna (< *linnahan) "d'ar gêr".

Alies a-walc'h e vez liammet en un doare alofonennek hirder ar c'hensonennoù ouzh hirder ar vogalennoù evel da skouer e svedeg pe en italianeg ma rank ur gensonenn bezañ distaget hir da heul ur vogalenn verr hag ur gensonenn a rank bezañ distaget berr goude ur vogalenn hir evit ma vefe kempouez ar pouez silabennek atav, da skouer en italianeg: penne [ˈpen.ne] ("pluñv"/"un doare toazennoù") kv. pene [ˈpɛːne] ("kalc'h").

E yezhoù all avat, ar finneg hag ar japaneg en o zouez, n'eus liamm ebet etre hirder ar vogalennoù hag hirder ar c'hensonennoù, da skouer e finnek m'eo fonemek koulz hirder ar vogalennoù hag hini ar c'hensonennoù:

taka ("kein")
takka ("oaled")
taakka ("samm")

Peurliesañ e tenn an hirder kensonennel d'ur rummad kensonennoù resis ha ral a wezh e c'hoarvez e penn-kentañ ur ger, daoust ha ma kaver kensonennoù berr enebiet ouzh kensonennoù hir e deroù ar gerioù e tchoukeg, un nebud yezhoù romanek, da skouer ar sikilieg hag an napolezeg hag e meur a yezh alemanek uhel hag ivez e meur a yezh komzet en Afrika evel ar tswaneg hag ar gandaeg ha talvez ar hirder kensonennl da verkañ arc'hwelioù yezhadurel.


Gwelit ivez:[kemmañ]

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.