Tswaneg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Unan eus 11 yezh ofisiel Suafrika eo an tswaneg (tswaneg setswana). Ur yezh vantouek eo, komzet gant tro-dro da 4 milion a dud en holl. Yezh vroadel Botswana an hini eo ivez e lec'h ma ra an darn vrasañ eus ar boblañs ganti, daoust ha m'emañ an darn vrasañ eus ar gomzerion o chom e Suafrika. Kavet e vez tud a gomz tswaneg ivez e Zimbabwe ha Namibia.

A-raok ma voe lakaet fin d'an apartheid e talveze an tswaneg da yezh ofisiel bantoustan Bophuthatswana e Suafrika.

Liammet-strizh emañ ouzh sothoeg an norzh ha sothoeg ar Su.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]