Torah

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Star of David.svg   Menorah7a.png
Tanac'h (Torah / Nevi'im / Ketouvim)
Talmoud · Halac'ha · Targoum
613 Mitzvot · Minhag · Midrach · Kabala
Achkenazed · Sefaraded · Mizrac'hed · Samaritaned · Djouhouried
Istor ar yuzevien en henamzer · Harlu Babilon ·, Brezelioù yuzev-roman
Templ Jeruzalem
Diaspora · Istor ar yuzevien er grennamzer
Israel · Breizh · Frañs · Spagn
Alamagn · Polonia · Rusia
Stadoù-Unanet · Broioù muzulman
Ortodoksiezh yuzev · Yuzevegezh virour · Yuzevegezh adreizhet
Adgroueouriezh yuzev · Yuzevegezh frankizour · Karaegezh
Samaritanegezh
Yuzevegezh kentidik · Yuzevegezh an Eil Templ;
Fariseed · Sadukeed · Zeloted · Esened · Kristeniezh kentidik;
Lid
Listenn pedennoù ha bennozhioù yuzev;
Hebraeg · Yidicheg · Ladinoeg · Djidieg · Yuzev-tateg
Bouc'horeg · Grouzineg
Zionouriezh
Istor ar zionouriezh · Bund (strollad) · Kibbutzim
Aliyah · Istor stad Israel
Brezelioù israelek-arabek · Trevadennoù yuzevek e Palestina
Hasmoneed · Sanhedrin
Haskalah · C'hasidegezh · Dishualidigezh ar yuzevien
Enep-yuzevouriezh · Shoah


An Torah (hebraeg: תורה "Deskadurezh", "Kelenn", "Lezenn") en deus meur dalvoudegezh, da gentañ "Pemp Levr Moizez" diwar 24 levr an Tanac'h (Bibl ar Yuzevien), a anavezer ivez dindan an anv Torah dre skrid. Gant lod e talvez ivez an istor kontet er 24 levr betek fin an Tanac'h ha gallout a ra talvezet ivez holl gelennadurezh yuzev, eus an testennoù betek al lennegezh rabinek, ar pezh a anver Torah dre gomz. E-kreiz an holl dalvoudegezhioù-se emañ ar mennozh ez eus en Torah orin ar bobl yuzev, penaos int bet krouet gant Doue, o diaezamantoù hag o emglev gant Doue, a zo un doare-bevañ a bled gant redioù moral hag etik e stumm ul lezenn relijiel ha keodedel (halac'ha).

Pa vez moullet e stumm ur c'hodeks e vez lakaet gantañ disklêriadennoù ar rabined. Evit al lid avat e implijer stumm dre rolloù (sefer Torah) n'eus enno Pemp Levr Moizez nemetken.

El lennegezh rabinek e reer gant Torah anv eus daou dra, ar Pemp levr (hebraeg : תורה שבכתב "Torah a zo skrivet") hag an Torah dre gomz (תורה שבעל פה, "Torah a zo lavaret"), ennañ astennadennoù ha disklêriadennoù berniet a-hed ar c'hantvedoù gant ar rabined diwar un hengoun dre gomz ha skrivet bremañ en Talmud hag er Midrach. Hervez an hengoun e oa bet diskuliet da Voizez gant Doue war ar Menez Sinai (hag e lec'hioù all) holl gelennadurezh an daou dTorah hag e oa bet bizskrivet an Torah dre skrid gant Moizez. Hervez ar Midrach e voe skrivet an Torah a-raok krouidigezh ar bed hag en doa servijet da raktres ar grouidigezh. Hervez an arbennigourien avat e voe skrivet, pe da nebeutañ dastumet hag adaozet, da vare Harlu Babilon er VIvet kantved a-raok hon mare, diwar mammennoù dre skrid ha dre gomz koshoc'h, a-raok peuzechuiñ al labour kenaozañ e-pad ar mare Post-harluad (Vvet kantved a-raok hon mare).

Kustum eur da fiziañ labour skrivañ gerioù an Torah en ur sofer, ur skrib. Skrivet e vezont en hebraeg, yezh hengounel ha relijiel ar Yuzevien. Un darn eus an Torah a vez lennet en un doare foran bep tri devezh ha lenn an Torah, e-unan pe asambles gant tud all, zo unan eus diazezoù ar vuhez yuzev.

Torah a vez graet da gentañ eus pemp levr Moizez:

  • Berechit (hebraeg: בְּרֵאשִׁית), Genesis (gresianeg-latin) pe Geneliezh (brezhoneg)
  • Chemot (שְׁמוֹת), Exodus (latin) pe Ermaeziadeg
  • Wa-yikra (וַיִּקְרָ), Leviticus (latin) pe Leviegezh
  • Be-midbar (בְּמִדְבַּר), Numeri (latin) pe Niveroù
  • Ha-devarim (הַדְּבָרִים), Deuteronomion (gresianeg-latin) pe Adlezenn

Sellet e vez ouzh an Torah evel ul levr santel e meur a relijion: er yuzevegezh ez eo lodenn bennañ an Tanac'h, er Gristeniezh ez eo un darn eus an Testamant Kozh, hag er samaritanegezh e vez sellet outañ evel al levr santel nemetañ.