Jakob
Aller à la navigation
Aller à la recherche

An emgann etre Jakob hag an ael, hervez Rembrandt
Jakob pe Yakov pe Yaakov e troidigezh an Tour-Tan, (יעקב - ya`aqov en hebreeg; يعقوب - ya`qūb en arabeg) e oa eil mab Is'hak| ha Rivka, ha mab-bihan da Abraham e levr ar C'heneliezh. Breur e oa da Esau.
Pried e oa da Rahel ha tad da Jozeb. Anvet e voe Israel war-lerc'h un emgann gant un ael.
A-zivout an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jakob ha Rachel, hervez Palma il Vecchio
- Diwar an anv Jakob eo e teu an anv Jakez.
- Jakob zo un anv-badez e meur a yezh kenkoulz hag un anv-tiegezh brezhonek : gwelout Jakob (anv-tud). E-pad ar brezel e voe ret da dud anvet Jakob klask prouiñ d'ar pennadurezhioù, gall pe nazi, ne oant ket yuzevien(Daveoù a vank).