Mont d’an endalc’had

Anv-tiegezh brezhonek

Eus Wikipedia

An anvioù-tiegezh brezhonek, evel er yezhoù all, a c'hall bezañ savet diwar anvioù boutin pe divoutin, anvioù tud pe loened, anvioù-lec'hioù pe micherioù.

Anvioù divyezhek ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Unan eus perzhioù dibar an anvioù brezhonek eo e vezont divyezhek alies, rak kalz anezhe a vez lakaet ar ger-mell gallek dirake en o stumm ofisiel: Le Coz, Le Bihan
  • A-wechoù e vez peget ar ger-mell gallek ouzh an anv brezhonek: Labasq, Laot, Lastennet, Lautrou, Leostig, Limpalaer, Lintañv, Lhostis.
  • Pa grogont gant ur vogalenn e c'haller kavout stummoù gant ar ger-mell gallek dirak an anv hag ar ger-mell brezhonek peg ouzh an anv: Le Nabat, Le Naour, Le Négaret, Le Nénan, Le Noan, Le Nozac'h, .
  • Kontrol d'ar pezh a zo c'hoarvezet e meur a vro all (Galiza, Euskadi, Kembre, Iwerzhon, ha re all), n'eus ket bet klasket peurvrezhonekaat an anvioù-tiegezh brezhonek gwech ebet.

Anvioù-badez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz a anvioù-tud a zeu eus anvioù-badez kozh.

Anvioù brezhonek-kozh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • en anvioù leonek: Abalan, Abherve, Abiven (Ab + Even), Abgrall, Abolier, Abgwilherm, Ap(h)erri, Apriwall, hep ankouaat Abegile.

Anvioù micherioù pe kargoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • kargoù: an Abad, an Aotrou, ar Barzh (ha Barzhig), Beleg (ha Belegig), ar Beskont, Boutouilher (boutailher), Kloareg, ar C'hont, an Dug, an Eskob, ar Floc'h, an Impalaer, ar Marc'heg, ar Manac'h, ar Pab (ha Pabig), ar Person (ha Personig), Priol, ar Provost, ar Roue, ar Sant, ar Senechal, an Tailhanter
  • liammoù tiegezh: an Deuñv, Kenderv, ar Mab, ar Mab-Bihan, an Ozhac'h (hag an Ozhac'hig, an Ozhac'h-Meur)
  • gwaz, ha diwarnañ Gwazmat, Gwazdoue
  • diwar "den": an Den-Mat,
  • micherioù:
    • an Aotrou (a ya da Lautrou e galleg), an Arc'her ( a ra irc'hier),
    • ar Barazher (a ra barazhoù ha barrikennoù), ar Boser,
    • an Eostour
    • ar Falc'her, ar Foricher
    • ar Gonideg, ar Gov, ar Gwareger, ar Gwiader,
    • Kalvez (anv-tiegezh), Karrer, Keginer, Kemener, Kere, Kiger, Kreurer,
    • ar Mager, ar Marc'hadour, ar Minter, an Ostiz,
    • ar Panerer, ar Pilhaouaer, ar Pober, ar Poder,
    • ar Sidaner,
    • an Teñzorer, an Tieg, an Toer, an Tro(u)c'her
  • ral eo kavout stummoù benel: Magerez, Perc'hennez (aet da Pérennes)
    • kavet e vez ivez (plijadur an divyezhegezh) ar stummoù Le Maguéresse ha Le Vaguéresse.

En anvioù ar Gall, ar Saoz, Spagnol, Pikard, Flamank,

Paot eo an anvioù-tiegezh a deu eus neuz an dud: o ment, o sioù, pe perzhioù all.

Anvioù-gwan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

hag ivez:

  • ar Bailh, ar Balc'h, ar Beulz, ar Borgn, ar Boulc'h, ar Brizh,
  • ar C'hwerv (skrivet Huerou e galleg), an Dereat
  • an Diaskorn, an Diberder (dibreder), Duedal
  • ar Gag,
  • ar Gwennig,
  • an Habask, an Hegarat,
  • ar C'haer, ar C'hoant, ar C'horr, ar C'hrenn, ar C'hromm, ar C'hudenneg, ar C'hwitouz,
  • ar C'hamm, ha Gargamm, Pavgamm, ha Beg-kamm
  • Kalloc'h, Kreff (kreñv)
  • Ledan, Lirzhin
  • ar Meur, ar Minouz, ar Moal, ar Mogn,
  • ar Rouz, ar Rouzig, hag ar Ruz,
  • ar Sec'h, Sioc'han, ar Skañv,
  • an Tort, an Touz, an Treut
  • gant derez uhelañ an anv-gwan : an Henañ (Henaff), ar Gwellañ (Guellaff),
  • savet diwar ar c'horf:
    • gant anvioù-kadarn : Chouk, Lagatu (lagad-du), Penn, Penn-du, Tal-dir, Korf-dir, Korf-mat
    • gant anvioù-gwan Begeg, Bleveg, Boc'heg, Bougenneg, Bozeg, Bronneg, Frieg, Gareg, Gouzougeg (ha Gougeg), Ivineg, Kaloneg, Keineg, Kelleg, Kofeg, Korfeg, Korneg, Lagadeg (ha Lagadig), Losteg, Morzhedeg (Morzhadeg), Palmeg, Paveg (ha Pavig), Penneg, Peñseg, Skouarneg, Skouezeg, Taleg, Troadeg,
  • traoù all: Bechenneg, Kabelleg, Kelenneg, Glaourenneg, ar Gloan ha Gloaneg, Gorreg, Posteg, an Takon (hag an Takonoù)
  • Berr-e-C'houg, Berr-e-C'har, Du-e-Dal, Gwenn-e-Dal
  • anvioù-gwan-verb : an Alaouret, an Astennet, ar Badezet, Bervet, Dimezet, Douget, Doujet, Drouklazhet, Drou(k)maget, an Enoret, Karget, Maget, an Nezet, Skornet,
  • Sec'hedig, Pinvidig.

Gant anvioù-kadarn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • ar Goapaer, Koroller, Lonker, Mouzer

Anvioù-lec'hioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stank eo an anvioù-lec'hioù en anvioù-tiegezh:

Anvioù divoutin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvioù savet diwar an douaroniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • An Aot, an Arvor,
  • Brelivet, Breneol (Bre(n)-heol),
  • Gwern, ar Wern, Gwernig
  • Kenec'hdu, al Lae(z),
  • ar C'hoad (hag ar C'hoadig), gwelout pelloc'h ar gerioù savet diwar anvioù gwez
  • Leur-an-Gêr
  • Lost-an-Lenn
  • Menez, Menezgwenn
  • Milin
  • an Ne(a)c'h, ha Koad-an-Ne(a)c'h, Penn-an-Ne(a)c'h,
  • ar Park, ar Prad (ha Pradig)
  • ar Porzh, ar Porzhoù, Porzh-an-Park
  • Ragenez
  • Roc'h-Kongar
  • Rozkonval, Rozpab,
  • Tal(-ar-)C'hoed,
  • Ti-maen, Tinevez
  • Toull-al-Lann

Anvioù savet diwar ar ger Penn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Penngili, Penngwern, Penn-kêr, Penn(-ar-)C'hoad, Penn-Krec'h, Penn-an-Ne(a)c'h, Penn-ar-Run, Penn-an-Stêr, Penn(-ar-)Wern
  • Met an anvioù gant penn n'int ket holl anvioù-lec'hioù: Penndelioù, Penndu, Penn-Kole, Pennsivi....

Anvioù savet diwar ar ger Ker

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar re-se zo anvioù atantoù pe tier savet :

  • diwar un anv-den evel Keraodren, Kerbaol, Kerdavid, Kergadiou, Kergonan, Kerherve, Kermengi, Kersimon, Keryann (pe Kerjean hervez ar stumm "divyezhek"),
  • diwar an douaroniezh pe al lec'h evel Kerbrad, Kerdraoñ, Kerforn (ha Kerfourn), Kergastell, Kergoad, Kergreiz, Kerniliz, Kerlann, Kerloc'h,
  • diwar ur wezenn pe plant evel Kernalegenn, Kergelenn, Kernivinenn, Kerskavenn, Kerspern,
  • gant un anv-loen, evel Kervran (ha Kerarvran), Kerloegwenn, Kerlogod
  • gant ul lesanv evel Ker(an)gall, Kersaoz, Ker(an)rouz,
  • diwar anv ur vicher pe ur garg evel Kerangwiader, Kermanac'h, Kermarc'heg, Kerambeleg (ha Kerbeleg), Keranflec'h (diwar Floc'h), Kernoa (ker-an-ozhac'h),
  • gant un anv-gwan evel Kergozh, Kerledan, Kerlirzhin, Keruhel (ha Kerihuel),
  • evel Gorre-kêr, Gou(e)led-kêr, Penn-kêr, ha Kozhkêr.

E Bro-Leon e kaver anvioù distummet (Ker skrivet Her) evel Herledan, Herjean

Anvioù loened

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

-laboused:

Gwez, frouezh ha legumaj

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Beuzid pe ar Veuzid
  • ar Vez(v)ouet
  • an Derff (Derv), ha Derouet
  • ar Faou, Favenneg
  • Kern(h)alegenn), an Halegouet,
  • Pennkerc'h, Pennsivi, Pennognon
  • Garzhspern, Kerspern

Kavout a reer ivez: