Kemener (anv-tiegezh)
Neuz
Kemener hag ar C'hemener zo anvioù-tiegezh brezhonek a zeu eus ur vicher : ar c'hemener. E marilh ar boblañs gallek e vez skrivet Quémener, Quemener, Quénémer, Quémeneur, Quemeneur, Quéméneur pe c'hoazh Le Quémener, Le Quéméner, Le Quémeneur.
Anvioù-tiegezh kar e yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pierre Quéméneur (1877-1923), den a afer ha politikour dianket, ar pezh a grogo an afer Seznec
- J. S. Quémeneur, anv-pluenn Jean Seignard (1922-2016), saver romantoù-polis
- Frañsez ar C'hemener (1924-2009), beleg, rener hag alunezer Ti ar Vretoned e Pariz
- Yann-Bêr Kemener (1950-), bet kelenner war an alamaneg hag ar brezhoneg, saver levrioù brezhonek : hentennoù, yaouankiz ha romantoù
- Yann-Fañch Kemener (1957-2019), kaner kan-ha-diskan ha dastumer sonioù-pobl
- Nicolas Quemener (g. e 1964), soner
- Perrig Quéméneur (g. e 1984), marc'hhouarner
- Ronan Quemener (g. e 1988), diwaller hoke war skorn
- Hervé Quéméner, kazetenner ha skrivagner
Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- « La Complainte de Jean Quémeneur », ur c'han martolod gallek.