Yann-Bêr Kemener
Yann-Bêr Kemener, Jean-Pierre Quéméner er marilhoù-kêr, ganet d'an 23 a viz Mae 1950 e Douarnenez, zo ur skrivagner brezhonek ha gallek, bet kelenner war an alamaneg hag ar brezhoneg. Unan eus pennoù EOST eo, ur c’hevarzhe a bled gant istor Terrug ha Gourenez Kraozon.
Lec’hanvadurezh vrezhonek
Pa oa bet hegaset gant dibaboù graet gant kumun Terrug da geñver anvadurioù roet d’ar straedoù, hag int divrezhonek ha divlaz peurvuiañ, e voulc'has Y.-B. Kemener ur seurt emsavadeg lec’hel en ur genaozañ ur vanifestadeg war Traezh Beleg, en aod Terrug d’ar 14 a viz Gwengolo 2019. Hervez kont[1] e vije deuet 600 den goude galv meur a aozadur. Pelloc’h e lakaas embann ul levr diwar-benn al lec'hanvioù brezhonek.
Oberennoù
E brezhoneg en deus savet an darn vuiañ eus e oberennoù, nemet un enklask war ar bilhaouerien, un levr diwar-benn al lec'hanvadurezh vrezhonek, ul levr diwar-benn an avaloù hag ar sistr, daou levr all diwar-benn ar bier, ha daou romant ivez, hep kontañ un dek levr all c'hoazh.
Levrioù yaouankiz
Savet en deus 10 albom yaouankiz evit an dastumad divyezhek brezhoneg-galleg Moutig
Deskadurezh brezhonek
- Brezhoneg prim ha dillo, Je parle breton, e div levrenn (Levrenn gentañ, hentenn evit ar gaoz, live A, Skol Vreizh, emb. 2002, 2005, 2016 ; Levrenn 2, hentenn evit ar gaoz, live B, Skol Vreizh, emb. 2011)
Romantoù
Diwar an enklaskoù en deus graet diwar-benn pilhaouerien an Are en deus tennet danvez e romantoù kevrin eus Saga Arvorika.
- e brezhoneg
- Saga Arvorika :
- Levrenn 1 - Penaos eo marvet Yann Pilhaouer ?, Skol Vreizh, 2018
- Levrenn 2 - Kevrin al Lagad Du, Skol Vreizh, Skol Vreizh, 2019
- Levrenn 3 - Voulouz ruz ha satin gwenn, Skol Vreizh, 2020
- Levrenn 4 - Enez ar spierezed, Skol Vreizh, 2021
- Levrenn 5 - Fleurig an dour… ma dousig flour, Skol Vreizh, 2023
- Levrenn 6 - Na Doue na Mestr… Dishual ha digabestr, Skol Vreizh, 2023
- Levrenn 7 - Blaz ar frankiz e kalon Euskariz, Skol Vreizh, 2024
- Mikis Theodorakis – Siñfonienn ar frankiz, Skol Vreizh, 2025. (ISBN 9782367581828). Romant.
- e galleg
- Saga Arvorika :
- Levrenn 1 - Comment est mort Yann Pilhaouer ?, Skol Vreizh, 2024
- Mikis Theodorakis – La symphonie de la liberté, Skol Vreizh, 2025. Romant.
Teullevrioù
- Pilhaouers et Pillotou : Chiffonniers de Bretagne, Skol Vreizh, 1988, Niv. 8, 84 p. (ISBN 978-2-903313-53-1)
- Bières et brasseurs de Bretagne – Tradition et renouveau, Skol Vreizh, 1995, Nn 34, 84 p. (ISBN 2-911447-11-5)
- Promenade littorale, EOST, 2000
- Toutes les bières de Bretagne – Brune, blonde, blanche…, Skol Vreizh, 2001, Niv. 48, 84 p. (ISBN 2-911447-54-9)
- Pommes et cidres de Bretagne, Skol Vreizh, 2005, Niv. 57, 84 p. (ISBN 2-915623-12-0)
- Balades entre terre et mer : Goueled Terrug, EOST, 2006
- Telgruciens au coeur de la Grande guerre, EOST, 2008
- En bon Espoir - Chronique d'un bourg breton, skrivet a-gevret gant Claude Alix, EOST, 2012
- La vie sous l'Occupation, EOST, 2013
- Tragique méprise - 3 septembre 1944, Libération et bombardement, EOST, 2014
- Destins croisés 1939-1945, EOST, 2015
- La reconstruction, 1945-1960, EOST, 2016
- War an Duchenn : histoire du lycée Jean Moulin de Châteaulin, les premières années, War an Duchenn, 2020
- Guide des noms de lieux bretons, Skol Vreizh, 2022, 158 p. (ISBN 978-2-36758-140-8)
- Péripéties telgruciennes, EOST, 2024