Yann-Fañch Kemener

Eus Wikipedia
Yann-Fañch Kemener
Yann-Fañch Kemener
Yann-Fañch kemener
Ganet 7 a viz Ebrel 1957
Sant-Trifin
Marvet 16 a viz Meurzh 2019
Lec'hienn http://www.kemener.com/

Yann-Fañch Kemener, ganet 7 a viz Ebrel 1957 ha marvet d'ar 16 a viz Meurzh 2019[1], a oa unan eus gwellañ kanerien hengounel Breizh.
Kemeret en doa perzh e nevezadur ar c'han ha diskan er bloavezhioù 1970 ha 1980, gant e gomper Erik Marchand dreist-holl. Harpet en deus ar c'han hengounel hag ar brezhoneg da chom bev dre e obererezh kaner hag o tastum hag o vrudañ hengoun dre gomz ar vro ma oa bet ganet.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa bet Yann-Fañch Kemener e Gwezh an div roz, e Sant-Trifin, e kalon ar Vro Plin d'ar 7 a viz Ebrel 1957 en un tiegezh kanerien ha dañserien vat[2]. Jean-François Quéméner e oa e anv e galleg. Brezhoneger a-vihan e oa.

Pa oa bugel e plije dezhañ kenañ ar festoù-noz aozet gant an amicale laïque, evel an abadennoù sinema hag a veze ral eno. En em gavout a rae eno gant e gamaladed skol ha gant izili eus e familh, deuet eus pell. Alberzh Bolloré e oa anv an den a gase an traoù en-dro d'ar c'houlz-se. Reiñ a reas da Yann-Fañch Kemener an dro da ganañ war al leurenn evit ar wezh kentañ.

Da drizek vloaz, atizet gant levezon Mae 1968 hag brud nevez ar festoù-noz e klaskas Yann-Fañch Kemener kanañ dirak an dud. Kelennet e voe gant Alberzh Bolloré ha gant e vamm. Kregiñ a reas da ganañ kan-ha-diskan gant Rémi Olivier, mab Aogust Olivier, unan eus krouerien ar strollad Tro Blavez. Hemañ a roas ar c'hentelioù kentañ hag a zeskas dezhe kanaouennoù ha tonioù[3].

Buan e klaskas Yann-Fañch Kemener anavezout muioc'h a ganaouennoù. Alberzh Bolloré e alias da vont da welet kanerien gozh evel Yann Poder ha Yann-Vari Youdec eus Plounevez-Kintin. An hini kentañ a blijas dezhañ kalz ar c'han a-boz hag an tonioù a implije, bev-kenañ c'hoazh en tolead. Lakaat a reas kalon Yann-Fañch yaouank da dommañ ouzh ar sonerezh-se, setu e krogas da zastum ar pezh a gleve. Levezonet e voe gant kanerien brudet eus Bro-Fañch evel Marie-Josèphe Bertrand ha Marsel Gwilhouz.

Anaoudegezh a reas gant Eric Marchand, a zeuas da vezañ e gomper e-pad meur a vloaz. E galabousenn gantañ war e benn e oa deuet da Vreizh evit dastum kanaouennoù ha tonioù. Eujen Grenel, ur c'henderv da Yann-Fañch Kemener, a lavaras dezhañ e oa gouest Yann-Fañch d'e skoazellañ war an dachenn-se. Disklêriañ a reas Yann-Fañch Kemener : « lakat a reas ac'hanon da zizoleiñ ar c'han e oan o klask »[4]. En e gerz emañ enrolladennoù kozh eus an Itron Bertrand, eus Kanuhel, hag a zeue eus dastumadenn Claudine Mazéas. Pourchaset e oant bet dezhañ gant Pêr Guilleux, a zaremprede ar c'helc'hioù keltiek ha keveredigezhioù breizhek Pariz d'ar c'houlz-se. Dre hanterouriezh Eric Marchand e reas anaoudegezh gant ar gevredigezh Dastum a oa paouez bezañ krouet.

Kemer a reas perzh Yann-Fañch Kemener e Kan ar Bobl e 1975, ar pezh a roas tu dezhañ gant ar son Ar miliner da vrudañ ar seurt kanaouennoù a-boz-se. Berzh a reas diouzhtu, hag eñ yaouank-flamm (ne oa ket ugent vloaz c'hoazh). Bras eo ar c'hemm etre ar seurt kanaouennoù hag Ar vatezh vihan pe Kousk Breizh Izel, kanaouennoù nevesoc'h ha goularoc'h. Kregiñ a reas muioc'h a dud kozh da ganañ ar pezh a ouient a-drugarez d'ar berzh-se. Kalz aesoc'h e oa dastum sonioù a-drugarez d'an dra-se.

Evel kalz kanerien ha sonerien eus ar rummad-se e kemeras perzh e bleuñvadeg sevenadurel ar bloavezhioù 1970. Kemer a reas perzh a-hed ar bloavezhioù-se e galaioù niverus evit tiegezhioù ar brizonidi bolitikel, evit kevredigezhioù enep an energiezh nukleel, kengorioù harz-labour ha dreist-holl evit Diwan.

Kanet en deus e strolladoù niverus : gant ar strollad Barzaz, gant Dan Ar Braz, Didier Squiban, Alain Genty, Aldo Ripoche, Anne Auffret, ha reoù all c'hoazh.

En e vloavezhioù diwezhañ en em ouestlas Yann-Fañch Kemener d'ar sonadegoù kan ha d'ar pladennoù, hag ur ral e oa e glevout o kanañ er festoù-noz.

D'ar 26 a viz Gwengolo 2009 e resevas Yann-Fañch Kemener Urzh an Erminig.[5]

Skoet gant ar c'hleñved e varvas d'ar 16 a viz Meurzh 2019 gant ar c'hrign-bev[6], en e di, e Bro-Gemperle. 1500 den a oa bet evit e obidoù lidet evit an darn vrasañ e brezhoneg (oferenn, kanoù...)[7].

Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bèrtran Obrée, kamalad dezhañ e-pad 30 bloaz a oa bet e koublad gantañ. Embann a ra eo bet sikouret kalz an dud heñvelreizh gant Yann-Fañch Kemener dre ma oa brudet ha dre ma n'en doa ket aon rak diskouez e duadur reizhel. Hervez ar pezh a zisplege en un atersadenn gant ar gelaouenn Gai pied e oa stag evitañ e emgann evit sevenadur Breizh hag ar stourm evit ar gwirioù LGBT[8][9]. E 1981, oadet a 24 vloaz, e oa bet difennet groñs ouzh Yann-Fañch tremen en Emvod ar Gelted en Oriant dre ma oa heñvelrevad. Padet e oa 7 vloaz an difenn-se[10].

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kanoù kalon-Vreizh, Chants Profonds de Bretagne I, Kan ha Diskan ha gwerzioù, Arion, 1977, ARN34386.
  • Kanoù kalon-Vreizh, Chants Profonds de Bretagne II, gwerz ha Kan ha Diskan, Arion, 1978.
  • Kanoù kalon-Vreizh, Chants Profonds de Bretagne III, gwerz ha Kan ha Diskan, Arion, 1982.
  • Kan ha Diskan, gant Marcel Guilloux, Arion, 1982.
  • Kanoù kalon-Vreizh, Chants Profonds de Bretagne IV, gwerzioù gant Anne Auffret, Arion, 1983.
  • Gwerzioù ha Sonioù, kan a cappela, Iguane Productions, Coop Breizh, 1988, YFK01.
  • Ec'honder, gant ar strollad Barzaz, Excalibur, Coop Breizh, 1989, CD828.
  • Kanoù kalon-Vreizh, Chants Profonds de Bretagne I, Arion, 1977, ARN64167.
  • An Den Kozh Dall, Gant ar strollad Barzaz, Keltia Musique, 1992, KMCD29.
  • Roue Gralon Ni Ho Salud, gwerzioù gant Anne Auffret, Keltia Music, 1993, KMCD42
  • Enez Eusa, gant Didier Squiban, L'Oz Productions, Coop Breizh, 1995, L'Oz02.
  • Île-Exil, gant Didier Squiban, L'Oz Productions, Coop Breizh, 1995, L'Oz11.
  • Karnag / Pierre Lumière, gant Didier Squiban, Kristen Noguès, Jean-Louis Le Vallégant, François Daniel, Jean Chevalier, Excalibur, Coop Breizh, 1996, CD867.
  • Carnets de Route, Dastumadeg, YFK, Coop Breizh, 1996, CBCD002-003.
  • Kan Ha Diskan, gant Valentine Colleter, Erik Marchand, Marcel Guilloux, Annie Ebrel, Claudine Floc'hig, Patrick Marie, Ifig Troadeg, Siam Productionss, Coop Breizh, 1997, CD445.
  • Kimiad, gant Didier Squiban, L'Oz Productions, Coop Breizh, 1998, CD4013885.
  • Dibedibedañchaou, Rimadelloù evit ar vugale, Dastum, D-137, 1999
  • An Eur Glaz, gant Aldo Ripoche, Kemener-Ripoche, YFK/AR/1, 2000
  • An Dorn, gant Aldo Ripoche, Buda Musique - Universal, 301697.1, 2004
  • Dialogues gant Aldo Ripoche ha Florence Pavie, Universal, 2006
  • Si je savais voler, chants de Bretagne et d'Occitanie, gant Laurent Audemard, François Fava ha Renat Sette, Buda Musique, 2010
  • Vive la liberté, gant Eric Menneteau, Buda Musique, 2011
  • Gouañv bepred/Toujours l'hiver, gant Damien Cotty, Aldo Ripoche ha Hervé Merlin, Buda Musique, 2012
  • YFK~2016, gant ba.fnu, 2016
  • Dañs, gant Yann-Fañch Kemener Trio (Y.-F. K., Erwann Tobie ha Heikki Bourgault), 2017
  • Ar Baradoz : Chants Sacrés de Basse-Bretagne, gant Aldo Ripoche ha Florence Rousseau, 2017
  • Roudennoù / Traces, 2019

C'hoariva[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • L'Ombelle du trépassé, Jean Lambert-wild ha Yann-Fañch Kemener, 2011 Maison de la Poésie

Testeni dre gomz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Yann-Fañch Kemener : Chant de vision. Trêgad : Éditions Vivre tout simplement, 2012 (ISBN 978-2-9535226-8-6) – 120 pajennad e yezh flour ha saourus Yann-Fañch Kemener.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kanaouennoù kalon Vreizh, Carnets de route de Yann-Fañch Kemener, Skol Vreizh, Montroulez, 1996
  • Chant de vision, Yann-Fanch Kemener, Vivre tout simplement, 2012, ISBN 978-2-9535226-8-6

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. https://www.francebleu.fr/infos/culture-loisirs/le-chanteur-breton-yann-fanch-kemener-est-decede-1552730129
  2. Kanaouennoù kalon Vreizh, Carnets de route de Yann-Fañch Kemener, p. 9
  3. Kanaouennoù kalon Vreizh, Carnets de route de Yann-Fañch Kemener, p. 15
  4. Kanaouennoù kalon Vreizh, Carnets de route de Yann-Fañch Kemener, p. 16
  5. Ouest France an 12-13 a viz Gwengolo 2009, lodenn Bretagne, pajenn 7.
  6. https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/finistere/quimper/yann-fanch-kemener-voix-gwerz-du-kan-ha-diskan-est-decede-1636552.html
  7. https://abp.bzh/1500-personnes-rendent-un-dernier-hommage-a-yann-fanch-kemener-47096
  8. En 1981, alors qu'il était un jeune espoir du chant breton, il avait accordé une interview à Gai Pied où il mêlait son combat pour la culture bretonne au combat homosexuel. https://www.komitid.fr/2019/03/22/oui-lartiste-et-militant-breton-yann-fanch-kemener-etait-homosexuel-et-cest-important-de-le-rappeler/
  9. Tétu, Youen Tanguy, "Mort de Yann-Fañch Kemener, figure du chant breton : On ne doit pas avoir honte d’être soi-même", 13/03/2019
  10. Ouest-France, "Hommage émouvant à Yann-Fañch Kemener à Rennes", embannet d'ar 25/052019


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.