Dan ar Braz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Dan Ar Braz)
Dan ar Braz
280
Dan ar Braz war al leurenn en Oriant

Anv Daniel Le Bras
Ganet 15 a viz Genver 1949
Kemper
Micher(ioù) Saver pozioù
Soner
Kaner
Sonaozour
Doare(où) Sonerezh keltiek
Benveg(où) Gitar
Bloavezhioù oberiant abaoe ar bloavezhioù 1960
Label(ioù) Sony
Lec'hienn ofisiel danarbraz.com

Endro Alan Stivell, Gabriel Yacoub, Gilles Servat, Alan Simon, Carlos Núñez

Dan ar Braz, Daniel Le Bras evit marilh ar boblañs, zo bet ganet e Kemper d’ar 15 a viz Genver 1949. Aozer-sonaozer-kaner breizhat eo. Kroget en deus da vont war al leurenn asambles gant Alan Stivell pa oa yaouank ha goude-se en deus kendalc'het gant Hêrezh ar Gelted, un arvest zo bet bodet meur a arzour ennañ. Evit tud zo (ar gelaouenn vreizhveuriat Melody Marker) ez eo unan eus gitarourien wellañ ar bed.

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levezonoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa o vont war e 14 vloaz (e 1963) e tizoloas Dan ar Braz ar gitar. Sot e oa gant ar rock ha neuze e selaoue arzourien ha strolladoù evel Cliff Richard, The Shadows, Bob Dylan ha diwezhatoc’hik, Jimi Hendrix, ar Rolling Stones. Desket en deus seniñ ouzh ar gitar war al leurenn dreist-holl, er balioù hag en tavarnioù. Daou vloaz war-lerc'h en doa krouet e strollad rock kentañ, « Mor » e anv.

Ar bloavezhioù gant Alan Stivell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont a rae Dan ar Braz da c'hoari er balioù a veze aozet en e gorn-bro. Tonioù gant Donovan, Van Morisson, Rory Gallagher a veze sonet gantañ dreist-holl. Teurel a rae evezh ouzh stiloù Hank Marvin ha Pretty Things.

E 1967 en doa graet anaoudegezh gant Alan Stivell, tra ma oa o labourat evel mevel en un ostaleri e Benoded. Ha setu Dan krog da heuliañ Alan. Padet en doa meur a vloavezh. Deuet ez eus sonerien all da seniñ gant Alan Stivell evel Gabriel Yacoub, savet diwezhatoc'h gantañ ar strollad Malicorne.

E sac'h an tonioù a sone gant Alan hag e sonerien e oa tonioù eus Breizh, Iwerzhon ha Skos, a veze kemmesket gant ar sonerezh rock. Renet e oa ar sonerezh-se gant Alan Stivell memestra. Ne oa ket troet Dan ar Braz war-du ar sonerezh hengounel d'ar mare-se ha mont a rae da zizoleiñ ur bed sonerezh all ha kompren a rae darempredoù a oa gant sonennoù ar sonerien rock ha folk. Skiant en doa prenet ar strollad war leurennoù Breizh ha d’ar mare-se eo ivez e oa deuet emskiantek ouzh e wriziennoù breizhat (kemmet en doa Alan e anv e Dan Ar Bras) ha ma krouas e zoare seniñ ouzh ar gitar. Mel a oa bet graet dezhañ gant ar gelaouenn Melody Maker. Goude m’o doa sonet kalz war leurennoù ha pabelloù Breizh ha Bro-C'hall e oant bet oc’h ober troiadoù en Europa, e Norzhamerika hag en Aostralia. Brudet e oa deuet da vezañ ar sonerezh keltiek pep lec'h a-drugarez da labour Alan hag ampartiz ar sonerien evel Dan.

Ouzhpenn mont war al leurenn o doa enrollet tonioù asambles gant Alan Stivell pa oa o sevel e seizh pladenn etre 1972 ha 1977. E-touez ar pladennoù e c’haller menegiñ un nebeud pladennoù arouezel-tre : « Renaissance de harpe celtique » (1971), «À l'Olympia » (1972), « Chemins de terre (1973), « E Dulenn » (1975), « Trema 'n Inis » (1976), « Raok dilestra » (1977) (gwelet roll pladennoù Stivell amañ dindan).

Morse ne guzho Dan ar Braz pegen pouezus eo bet levezon Alan Stivell war e zoare seniñ hag e emdroadur dezhañ e-unan.

Pladennoù solo Dan ar Braz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1973, pa oa o labourat gant Stivell, en doa krouet Dan ar Braz ar strollad Mor met ne badas ket pell. « Stations » zo ar bladenn nemeti zo bet savet gant ar strollad. Merzout a reer mat e oa bet levezonet gant Stephen Stills.

E 1976 e sonas asambles gant ar strollad folk-rock breizhveuriat Fairport Convention e-pad un droiad e Breizh-Veur hag er Stadoù-Unanet. Sonet en doa gant ar strollad-se en-dro e 1983 pa oa bet enrollet ar bladenn « AT2 - The Réunion Concert »).

E 1977, goude m’en doa bet graet berzh Alan Stivell en e droiad aozet en Aostralia pe goude m'en doa sonet ivez gant Jacques Higelin e-pad un droiad, en doa lakaet e bladenn solo gentañ « Douar Nevez ». Bloaz war-lerc'h ec'h enrollas « Allez dire à la ville », ur bladenn savet gant testennoù ar barzh Xavier Grall ha bet tennet eus ar barzhaz « La Sône des pluies et des tombes ».

E 1979 en doa enrollet ar bladenn « The Earth Lament ».

Anzav a ra Dan ar Braz e oa bet diaes ar bloavezhioù 1980 dre ma ne oa ket mui ken dedennet an dud gant ar sonerezh keltiek evel a-raok. Neuze e oa bet oc’h ober troiadoù en Italia, en Alamagn pe e Norzhamerika. Enrollañ a reas peder fladenn e-pad ar prantad-se « Acoustic », « Musique pour les silences à venir »,« Septembre bleu », « Songs ».

E 1992 e oa bet kalz a oberiantiz. Kenderc'hel a reas al labour a oa boulc'het gantañ e 1979 p’en doa enrollet testennoù Xavier Grall eilet gant sonerezh. « Rêves de Siam » eo anv ar bladenn en doa enrollet, gant Martin Allcook, John Kirkpatrick ha Ronan ar Barzh, evit ar film a zo « Rêves de Siam » ha bet sevenet gant Olivier Bourbeillon. « Les Îles de la mémoire » eo anv an trede albom » bet enrollet gantañ er bloavezh-se.

Hêrezh ar Gelted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1991 e oa deuet er-maez ar bladenn « Border of Salt », zo anv ur ganaouenn hag a oa deuet da vezañ arouezel tri bloaz war-lerc’h da vare « Hêrezh ar Gelted » (Héritage des Celtes). Da-geñver 70vet deiz-ha-bloaz Gouelioù-Meur Kerne, bet dalc'het e Kemper e 1993, en doa graet ur sonadeg gant 75 soner, en o zouez Alan Stivell eñ-e-unan, Donal Lunny Shotts Pipe Band Glasgow ha Bagad Kemper. Krouet e oa bet meizad Hêrezh ar Gelted ha pa oa bet roet lañs d’an abadenn da vat e oa bet plijet kalz an dud gant ar sonerezh keltiek, un tammig war-lerc'h berzh ar strollad Ar Re Yaouank er festoù-noz ha berzh Alan Stivell gant e bladenn « Hêrezh ar Gelted ».

E 1994 e oa deuet er-maez ar bladenn « Borders of Salt » bet enrollet gant Brian Masterson er studio Windmill Lane Recording Studio]] e Dublin. E touez an dud pedet e oa ar strollad U2. 100 000 skouerenn eus ar bladenn a oa bet gwerzhet. C’hoant en doa Dan ar Braz, gant an arzourien bodet gantañ tro-dro d’ar meizad-se, diskouez pegen pinvidik ha liesseurt eo ar sonerezh keltiek. Ouzhpenn ar sonerien bet meneget amañ a-us e oa Elaine Morgan, Nollaig Casey, Karen Matheson (kanerez ar strollad Capercaille, Yann-Fañch Kemener, Didier Squiban, Donald Shaw, Gilles Servat ha kalz a dud all... Ar pal a oa lakaat an dud da sammañ ar sevenadur bet legadet gant ar Gelted dre ar sonerezh, hag adkavout a reer, evel-just, ar broioù a lavar ez eus broioù keltiek anezho : Breizh, Iwerzhon, Skos, Kernev-veur, Manav, kerkoulz hag Asturiez ha Galiza.

E 1995 e oa deuet er-maez ar bladenn « En concert » (videoioù zo) gant tonioù nevez. Daou vloaz war-lerc’h e teuas ur bladenn studio nevez « Finisterres », gant daou « r » hag el liester en titl). E 1998 e voe embannet ar bladenn zoubl Zénith hag e 1999 e oa bet Bretagnes à Bercy gant Armens, Gilles Servat, Alan Stivell, Tri Yann. E miz Eost 2000 e oa bet bodet ar strollad Hêrezh ar Gelted gant Emvod meur ar Gelted. En abadenn-se en doa lakaet Dan ar Braz da c’houzout e oa echu gant an avantur-se. Gwall ziaes e oa bet bodañ an arzourien niverus o doa kemeret perzh en Hêrezh ar Geltded war al leurenn dre ma oa pep hini anezho o ren e vicher diouzh e du ha dre ma oa disheñvel o implij-amzer. Padout a ra hiroc'h, koulskoude, eil oadvezh ar sonerezh keltiek. Berzh a ra, da skouer, ar gouel Sant-Padrig er bed a-bezh hag ezporzhiet eo meizad Emvod ar Gelted.

E 1996 en doa kemeret perzh e kentrivadeg Eurovision ar c’hanaouennoù evit Frañs gant ar ganaouenn « Diwanit Bugale », bet skrivet asambles gant Gweltaz ar Fur. Adenrollet e oa bet ar ganaouenn-se, ma komzer eus ar skolioù Diwan, diwezhatoc’h gant Elaine Morgan, Karen Matheson ha Gilles Servat evit ar bladenn « Finisterres ».

E 1999 (hag e 2001]] en doa kemeret perzh en abadennoù aozet gant an Enfoirés evit dastum ac’hant evit Pretioù ar galon.

E 2000 en doa kemeret perzh en enrolladur ar bladenn Excalibur, mojenn ar Gelted, bet krouet gant Alan Simon, asambles gant arzourien a-seurt gant ar strollad Tri Yann, Roger Hodgsonch Gildas Arzel, Fairport Convention, Gabriel Yacoub ha Didier Lockwood.


Lakaet en doa Dan ar Braz div bladenn da zont er-maez goude : « La mémoire des volets blancs (sonerezh) – un oberenn bersonel-tre - e 2001 ha « A toi et ceux » e 2003.

E 2002 e oa bet dalc’het an Nozvezh Keltiek (un DVD zo deut er-maez) dirak 90000 arvester da-geñver div sonadeg dalc’het evit lidañ ar gouel Sant Padrig e Stad Frañs. Ouzhepenn 600 arzour a oa bet bodet, en o zouez Dan ar Bras gant an darn vrasañ eus skipailh Hêrezh ar Gelted evel Carlos Núñez, Denez Prigent, Didier Squiban, Gilles Le Bigot, Ronan Le Bars, Bagad Kemper… Ar bagadoù hag ar strolladoù strolladoù biniawoù a oa niverus. En eil lodenn eus an arvestoù-se o doa graet berzh-kaer arzourien Hêrezh ar Gelted Gilles Servat, Elaine Morgan ha Dan ar Braz dirak an dud da-geñver ur sonadeg arouezel. Diskouezet e oa bet e c'haller aozañ arvestoù bras-meurbet gouestlet d’ar sonerezh breizhek ha d’ar sonerezh keltiek e Pariz.

E miz Meurzh 2006 e oa deuet ur skrin CD & DVD, zo anvet « Frontières de sel ». Ul lodenn eo eus un dastumad nevez eo  : « Horizons celtiques ». Gant an DVD e c’haller gwelet tammoù eus sonadeg diwezhañ an droiad 2004-2005, kerkoulz ha tammoù eus ar sonadeg gant Dan ar Braz hag Hêrezh ar Gelted e sal Zenith e Pariz e 1998 hag ur pennad-kaoz gant an arzour. War ar bladenn arc’hant e kinniger 5 ton enrollet dirak an dud ha 5 ton enrolllet er studio, bet tennet eus an div bladenn ziwezhañ.

E 2007 e sal Bercy, da-geñver ar gouel Sant Padrig, e oa bet war al leurenn asambles gant Karen Matheson, eus ar strollad Capercaillie.

D’ar 26 a viz Meurzh 2007 e oa deuet er-maez ur bladenn nevez, zo anvet « Les Perches du Nil ». E Brusel e oa bet enrollet. En ur pennad-kaoz, bet embannet gant Ouest-France e kazetenn niv. 19011 ar 24 hag ar 25 a viz Meurzh 2007, e tisplege Dan ar Braz e oa bet awenet gant an teulfim Le Cauchemar de Darwin gant Hubert Sauper.

Goproù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech eo bet gopret gant Victoires de la musique :

  • e 1996, pladenn sonerezh hengounel ar bloaz, evit ’Héritage des Celtes en Concert
  • en 1998, pladenn sonerezh hengounel pe sonerezh ar bed ar bloaz, evit Finisterres

E 2001 e oa bet roet Kolier an Erminig da zDan Ar Braz gant Skol-Uhel ar Vro e Landerne.

A-hend-all eo paeron ar gevredigezh « Céline et Stéphane », ur gevredigezh a stourm a-enep al leukemiezh.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar strollad Mor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gantañ e-unan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1977 : Douar Nevez
  • 1978 : Allez dire à la ville (testennoù gant Xavier Grall : barzhaz La Sône des pluies et des tombes)
  • 1979 : The earth's lament
  • 1981 : Acoustic
  • 1983 : Anne de Bretagne (EP)
  • 1985 : Musique pour les silences à venir
  • 1988 : Septembre bleu
  • 1990 : Songs
  • 1991 : Borders of salt
  • 1992 : Xavier Grall chanté par Dan Ar Braz
  • 1992 : Rêves de Siam
  • 1992 : Les îles de la mémoire
  • 1994 : Theme for the green lands
  • 2001 : La mémoire des volets blancs
  • 2003 : A toi et ceux
  • 2006 : Fontières de sel (skrin DVD & CD klevet)
  • 2007 : Les Perches du Nil
  • 2009 : Comptines celtiques et d'ailleurs
  • 2012 : Celebration

evel gitarour gant Alan Stivell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1972 : Renaissance de la harpe celtique
  • 1972 : Olympia
  • 1973 : Bobino
  • 1973 : Chemins de terre
  • 1974 : E Langonned
  • 1975 : E Dulenn - A Dublin
  • 1976 : Treman Inis
  • 1977 : Before landing
  • 1993 : Again

Gant Hêrezh ar Gelted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kenlabour gant tud all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

DVDoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Frontières de sel : tammoù sonadegoù, pennad-kaoz, kelaouadenn, mui ur c'hendastumad war CD.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[Rummad:Tud eus Kemper]]