Gweltaz ar Fur

Eus Wikipedia

Gweltaz ar Fur, ganet d'ar 25 a viz Ebrel 1950 en Henbont, a zo ur c'haner breizhat a gan e brezhoneg koulz hag e galleg, deuet da vezañ marc'hadour levrioù ha pladennoù e Kemper. Bez' eo unan eus ar ganerien hag an arzourien o deus heuliet labour Glenmor hag Alan Stivell.

Kanet en deus ivez kanaouenn Frañsez Laorañs diwar-benn ur Breizhad na c'hellas ket en em zifenn peogwir e oe nac'het ur jubennour dezhañ hag a voe fuzuilhet e-pad ar Brezel Bed Kentañ.

Gantañ e oa bet skrivet ar ganaouenn vrezhonek kanet gant Dan ar Braz e Kenstrivadeg Kanaouennoù an Eurovision.

Prezidant Diwan eo bet e-pad ur pennadig.

Roet e oa bet Kolier an Erminig dezhañ e 2008.

Albomoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]