Ar Re Yaouank
Ar Re Yaouank a zo ur strollad festoù-noz savet e 1986 gant an daou vreur Guichen, Fredéric, (c'hoarier akordeoñs) ha Jean-Charles, (paotr e c'hitar). Tamm-ha-tamm e teuas sonerien all da vrasaat ar strollad, David Pasquet hag e vombard ha Gaël Nicol gant e viniou-kozh. E 1990 e teuas ur pempved den er strollad, Stéphane De Vito an hini eo, paotr ar gitar-boud. Deuet int a benn da sachañ trezeg ar festoù-noz ur bochad dañserien nevez, Yaouankoc'h !
Istor Ar Strollad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sonet o deus Ar re Yaouank tonioù hengounel pe savet ganto betek 1998, ar bloavezh ma 'n em zispartias an pemp komper. Diouzhtu pa vije kaoz eus Ar Re Yaouank en ur fest-noz bennak, e oa trawalc'h lakaat o anv evit ma vije leun chouk ar sal. A bep seurt tud a zeue da selaou ar strollad, ouzhpenn evit an dañserien festoù-noz, estreget e Breizh o deus c'hoariet, er Francofolies int bet gwelet ivez, hag all...
Merket o devo da viken ar festoù-noz a-drugarez d'an nevezadurioù o deus degaset er sonerezh hengounel e Breizh. Gallout a reer lavarout zoken ez int bet e penn ar strolladoù hag o deus degaset brud d'ar festoù-noz er bloavezhioù 1990, o tisach hag o tedenn arvesterien yaouank, ha n'a oa ket bet ganet en un aergelc'h vreizhat. En ur mod, e c'heller gwelet un 'a-raok' hag ur 'goude' Ar Re Yaouank. O sonerezh a zo merket gant ur son "rock" (a-drugarez da c'hitar Stef de Vito ha da amplaadur ar son), un energiezh dibar (zoken int a gomze eus ur sonerezh un tamm tort) ha tonioù kempennet en un doare dreist en ur doujañ da luskoù ar sonerezh hengounel. Ar Re Yaouank an hini eo o deus sonaozet tonioù brudet mat evel "Breizh Positive", an dro "M-A-L" pe c'hoazh ar plinn "Ha Dall Ha Dall Doaned !".
Iskisat tra, ez eo e 1998, bloavezh o freuzadur, e voe skignet ar muiañ Ar Re Yaouank a-drugarez d'ar strollad rap-keltiek Manau hag a zivizas cheñch an ton "Breizh Positive" e "Panique Celtique".
Goude Ar Re Yaouank
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alies-mat, e-kerzh ar festoù-noz e vez gwelet sonerien, bet er strollad, pe get..., o dediañ un ton d'Ar Re Yaouank, ar pezh a ziskouez ar roud o deus leusket war ar bed breizhek.
N'eus paouezet hini ebet eus ar pemp soner da c'hoari goude freuzadur ar strollad, ar vreudeur Gichen o deus krouet o strollad (teir fladenn embannet dija, hag ur pevare a vo enrollet e 2011). Seniñ a reont tonioù leun a startijenn, tonioù eus Iwerzhon hag a blij kalz da Frédéric Guichen, tonioù da zañsal pe tonioù evit huñvreal evel an ton 'Dreams of Brittany' war ar bladenn gant ar memes anv.
David Pasquet, diouzh e du, en deus heuliet unan mouezhioù bravañ Breizh, Denez Prijant a-raok krouiñ e strollad, an David Pasquet Group.
Gaël Nicol en deus kemeret perzh e-barzh meur a strollad, evel Bleizi Ruz, Angel I.K, Diwall pe Felix Virgo.
Ar pempved, Stéphane De Vito en deus c'hoariet en e-leizh a strolladoù, evel ar Guichen Quartet gant e zaou vignon, pe e-barzh strollad Pat O'May.
An advodañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un taol-kaer a zo bet graet gant an Erer Kozh! Evit an 20vet gouel int deuet a-benn da advodañ ar strollad milvrudet, 13 vloaz goude ma oa bet divodet, war leurenn Glenmor, d'ar 14 a viz Gouere 2011. «Fier ha laouen omp da vat o tegemer Ar Re Yaouank ar bloaz-mañ. Pa oa deuet an daou vreur Guichen da stokiñ ouzh hon dor ne ouiemp ket petra 'oa o raktres, met setu, advodet eo ar pemp komper evit ur wech nemetken!» en deus lâret unan deus kenaozerien Festival brasañ Stad-C'hall.
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1989 : Sidwel
- 1992 : Fest-Noz Still Alive - (CD)
- 1995 : Breizh Positive - (CD)
- 1995 : Kleg Live - (CD)
- 1997 : 3ème acte - (CD)
- 1998 : Best Of - (CD)
- 2013 : L'Intégrale - (4 CD)