Mont d’an endalc’had

Breudeur Guichen

Eus Wikipedia
Breudeur Guichen
Frédéric ha Jean-Charles Guichen gant Red Cardell

Bro orin Breizh
Doare(où) Sonerezh keltiek, Sonerezh Breizh, Sonerezh a-vremañ
Bloavezhioù oberiant 1990
Lec'hienn ofisiel www.freresguichen.com

Ar Vreudeur Guichen, Fred ha Jean-Charles, zo daou soner brudet e Breizh hag a laka an dud da zañsal er festoù-noz. Jean-Charles Guichen a zo ur gitarour hag e vreur ur soner akordeoñs. 9 albom o deus graet abaoe 20 vloaz.

Ganet eo Frederic Guichen e Breizh e 1972.

Bet en deus Jean-Charles Guichen e c'hitar kentañ d'an oad a 6 vloaz ha kroget eo diouzhtu gant ar solfadurezh hag ar gitar klasel. Bounted gant berzh bominabl ar strollad Ar Re Yaouank, gwir tsunami en egor sonerezhel breizhek ar bloavezhioù 1990, evel m'eo degouezhet gant Alan Stivell pe Dan Ar Braz bloavezhioù a-raok, Fred ha Jean-Charles, o tont euz bed ar festoù-noz, a ginnig deomp hiriv oberennoù arnevez gwriziennet don.

O buhez arzour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1986, e klevas Jean-Charles sonerezh Breizh evit ar wech kentañ. Kregiñ a reas da c'hoari er festoù-noz asambles gant e vreur Frederic Guichen ha lesanvet int « Ar Re Yaouank ». E 1987-1988 e kavjont David Pasquet gant e vombard hag Gaël Nicol gant ar Binioù kozh. Kroget int da c'hoari asambles ha krouet o deus un albom anvet « Sidwel » deuet er-maez e 1989. Goude e teuas Stéphane De vito gant ar gitar-bout da gemer perzh er strollad e-pad ur pennadig. E 1990, e teuas Jean-Charles Guichen da vezañ ur muziker a-vicher. E 1992, e krouas Jean Charles Guichen ur strollad, gant e vreur Frederic Guichen ha Christophe Le Helley, anvet Bran. Ur pennadig goude ez eas kuit Christophe eus ar strollad evit mont gant Tri Yann. Jean-Charles ha Frederic Guichen a zo paouezet gant ar srollad Bran hag adkroget int gant « Ar Re Yaouank ». E 1996, e krouas Jean-Charles Guichen an triad PSG (Pellen,Sibéril,Guichen) gant Soïg Siberil ha Jaques Pellen. C'hoari a reont gitar o-zri. E 1998, ez eo paouezet strollad « Ar Re Yaouank » da c’hoari, ha neuze, en deus divizet Jean-Charles krouiñ ur bladenn e-unan anvet « Jean-Charles Guichen » Hag e vreur Frederic a savas ivez un albom e-unan anvet « La Lune Noire ». Jean-Charles Guichen a yeas goude gant Jacques Pellen er « Celtic Procession ». Ur pennadig goude Jean-Charles a grouas an Trio Guichen gant e vreur. E 2000, e voe pedet an daou vreudeur Guichen da c'hoari en albom « Back to Breizh » gant Alan Stivell. Krouet eo bet ar « Projet X » gant Frederic ha Jean-Charles Guichen, hag un tammig diwezhatoc'h, e 2001, e kejas ar vreudeur Guichen gant Etienne Callac ha David Hopkins. Evel-se ez eo bet krouet « Guichen Quartet ». Ur bloaz goude e teuas er-maez kentañ albom ar strollad anvet « Mémoire Vive ». E 2002, e c'hoarias Jean-Charles Guichen gant David Pasquet ha Sylvain Barou (Barou-Pasquet-Guichen) E 2004, ec’h embannas ar strollad Guichen Quartet ur bladenn-arc’hant nevez anvet « Frère » asambles gant Etienne Callac ha Antonin Volson.

Betek pelec'h int bet o c'hoari ? E Polonia, Spagn, Italia, Belgia, Alamagn, Karachi, Lahore, Islamabad e Pakistan, Jakarta, Singapour, Phnom Phen hag Angkor e Kambodia, Moncton e Kanada, Taipei e Taïwan, Tahiti e Polinezia ha Tokyo e Japan.

Kenlabouret o deus gant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1992 : Pat O’May
  • 2000 : Gwenc'hlan
  • 2000 : Jacques Pellen
  • 2000 : Alan Stivell
  • 2008 : Gwennyn
  • 2008-2009 : Red Cardel
  • 1995 : Guitares celtiques
  • 2000 : Taÿfa
  • 2003 : Dominique Babilotte

O fladennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1989: Sidwel
  • 1992: Bran
  • 1992: Fest-Noz Still Alive
  • 1992: Pat O'May - Bob up
  • 1995: Guitares celtiques
  • 1995: Breizh Positive
  • 1997: Ar Re yaouank
  • 1998: La Lune Noire
  • 1998: Jean-Charles Guichen
  • 2000: Gwenc'hlan – un peu d'air
  • 2000: Tayfa – Awal
  • 2000: Jaques Pellen – Celtic Procession
  • 2000: Alan Stivell – Back to Breizh
  • 2002: PSG
  • 2002: Mémoire vive
  • 2003: Patchoworld
  • 2004: Frère
  • 2007: Dreams of Brittany
  • 2008: Le banquet de cristal

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]