Sonerezh keltiek

Eus Wikipedia
sonerezh keltiek
music by ethnic group, seurt sonerezh
Iskevrennad eusmusic of Europe Kemmañ

Ar sonerezh keltiek eo an anv a roer dre vras da sonerezh ar broioù keltiek.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nevezadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Alan Stivell eo bet ijinet meizad ar Sonerezh keltiek ha skignet e-touez an holl. Met strizh eo ar ster a vez roet d’ar ger-se gant an dud, daoust m’en deus talvoudegezhioù lies. An termen "Sonerezh keltiek" a blij kalz da Alan Stivell, met n’eo ket a-walc’h evit termeniñ holl arvezioù e sonerezh. Alan Stivell zo ivez unan eus mistri ar pezh a vez anvet "Cross-over" ; rak bet eo, ha bez’ eo c’hoazh, unan eus difennerien veur ar meskañ sevenadurioù. Ouzhpenn brudañ ar Sonerezh breizhek ha keltiek modern en deus graet Alan Stivell, pa’z eo bet unan eus ar re o deus krouet meur a seurt sonerezh er bed : Folk-rock, pop, jazz pe Ambient, ha dreist-holl World music en deus dispaket an deorienn anezhañ kerkent ha war e bladenn Reflets e 1970.