Islamabad
| Deiziad krouiñ | 1960 |
|---|---|
| Anv ofisiel | اسلام آباد |
| Anv er yezh orin | اسلام آباد |
| Vocalized name | اِسْلام آباد |
| Anvet diwar | Islam, -abad |
| Anv annezidi | Islamabadi, Islamabadano, Islamabadienne, Islamabadien |
| Stad | Pakistan |
| Kêr-benn eus | Pakistan |
| E tiriad | Islamabad Capital Territory |
| Gwerzhid-eur | UTC+05:00, UTC+06:00, Pakistan Standard Time |
| Daveennoù douaroniel | 33°41′56″N 73°2′13″E |
| Penn an aotrouniezh | Sheikh Ansar Aziz |
| A zo stok ouzh | Khyber Pakhtunkhwa |
| Kod-post | 44000 |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.islamabad.gov.pk/ |
| Deskrivet dre | Minnie Gomery Fonds |
| Douaroniezh an danvez | geography of Islamabad |
| Istor | history of Islamabad |
| Ekonomiezh an danvez | economy of Islamabad |
| Poblañsouriezh an danvez | demographics of Islamabad |
| Kod pellgomz an takad | 051 |
| Category for the view of the item | Category:Views of Islamabad |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Islamabad |

Islamabad (ourdoueg:اسلام آباد) eo kêr-benn Pakistan. An dekvet kêr pobletañ eo er vro gant ouzhpenn da 1,1 milion a annezidi. Meret eo en un doare kevredadel gant Gouarnamant Pakistan evel lodenn eus tiriad kêr-benn Islamabad — ha gant 2,3 milion a annezidi en tolead kêr. Savet evel steuñv kêr er bloavezhioù 1960 hag diazezet e 1967 a-hed torgennoù Margalla, Islamabad a oa bet o kemer lec'h Karachi evel kêr-benn eus Pakistan.[1] Lec'hiet eo e norzh kêr Rawalpindi, ar gêr vrasañ eus norzh Punjab, hag asambles e savont takad kêrel Islamabad–Rawalpindi gant ouzhpenn 5,7 milion a annezidi.
An tisaver gresian Constantinos Apostolou Doxiadis eo en doa diorroet steuñv hollek kêr Islamabad, ha rannet en devoa ar gêr en eizh lodenn. Evel-se e vez kavet ul lodenn melestradurezhel, an enklozadur diplomatek, ul lodenn lojeiz, unan deskadurezh hag industrielezh, lodennoù kenwerzhel, met ivez lodennoù war ar maez ha lodennoù naturel meret gant Embregerezh kêrel Islamabad harpet gant Pennadurezh diorren ar gêrbenn.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Rawalpindi, lec'hiet e-kichen Islamabad, a oa bet kêr-benn de facto ar vro eus 1959 betek 1967 e-pad ma oa Islamabad o vezañ savet.