Stéphane De Vito

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Stéphane De Vito a zo ur boudgitarour, ganet e Belfort e 1968.

Prantad c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ma voe divodet ar Re Yaouank, strollad 'lec'h ma teuas da vezañ brudet mat, e c'hoarias 'vit ar Guichen Quartet gant Dominique Molard ouzh an taboulinoù etre 1998-2001 hag evit strollad Pat O'May, ha ganto ec'h enrollas ar bladenn Breizh-Amerika e 1999 (gant Jean-Christophe Boccou ouzh an taboulinoù, ez-Glaz).

Kemer a reas perzh e raktres Jacques Pellen, Celtic Procession 'lec'h ma'c'h enrollas A Celtic Procession Live gant Dan ar Braz, Jacky Molard, Dominique Molard, Kristen Nogues, ar Vreudeur Bocle, ar Vreudeur Guichen, Erik Marchand, Jean-Michel Veillon, Ronan ar Barzh...

Kenlabourat a raio da c'houde gant ar strollad Lokarn e-pad daou vloaz. Ur bladenn a deuas 'maez ivez, Soleil Brun,enrollet ha mikset gant Stéphane Kraemer (Gojira Loudblast, Black Bomb A), Yann Tiersen) 'lec'h ma 'n em gavas o c'hoariñ gant Mickael Guerrand, Ludovic Mesnil (Gwendal, Dan ar Braz, Ian Proerer (Red Cardell, Mevil), David Rusaoen (Denez Prigent, Gwendal...).

E 2003 e voe degemeret er strollad David Pasquet Group e-pad tri bloaz (2003-2006). D'ar memes koulz er rakstres fuzion-hip-hop : E.M.PULSE..

Gwelet a vez ivez o c'hoari gwech ha gwech all er strollad Winaj'h ha Carré Manchot.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]