Gojira
![]() | |
![]() | |
Alias | Godzilla |
---|---|
Bro orin | Bayonne, Bro-C'hall |
Doare(où) | Death metal Thrash metal Progressive metal Groove metal |
Bloavezhioù oberiant | Abaoe 1996 |
Label(ioù) | Prosthetic (Etrevroadel) Listenable (Bro-C'hall) |
Lec'hienn ofisiel | www.gojira-music.com |
Izili | Joe Duplantier Mario Duplantier Christian Andreu Jean-Michel Labadie |
kemmañ ![]() |
Gojira zo ur strollad sonerien death metal euskarat savet e 1996 e Baiona. Godzilla e oa anv ar strollad betek 2001.
Ar strollad zo ennañ Joe Duplantier kaner ha gitarour, e vreur Mario Duplantier tabouliner, Christian Andreu gitarour ha Jean-Michel Labadie gitarour-boud.
Abaoe m'eo bet savet, Gojira n'en deus morse cheñchet (ar pezh a zo ral evit ur strollad underground), hag en deus embannet pevar albom studio, un albom live, ur single hag un DVD. Ar strollad zo anavezet evit e gomzoù liammet ouzh an endro.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Penn-kentañ ha Terra Incognita (1996−2002)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gojira a oa bet savet e 1996 e Ondres, e Bro-C'hall, ur gêriadenn e-kichen Baiona, gant ar vreudeur Duplantier (Joe ha Mario) a son ar gitar hag ar batri, ar gitarour Christian Andreu hag ar soner gitar-boud Jean-Michel Labadie. Ar strollad en deus kroget d'ober sonadegoù ha da enrollañ dindan an anv Godzilla ha embannet o deus o demo kentañ : Possessed e 1998.[1] Goude bezañ bet graet sonadegoù gant strolladoù evel Cannibal Corpse, Edge of Sanity, Impaled Nazarene ha Immortal e miz Gwengolo 1999[2], kudennoù lezennel eon deus rediet Godzilla da cheñch e anv. Choazet o deus Gojira, an doare da skrivañ an euzhvil Godzilla e rōmaji.[3] Dindan an anv nevez e voe embannet o albom kentañ, Terra Incognita, e 2001.
The Link ha From Mars to Sirius (2003−2007)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar strollad en deus embannet e eil albom studio e 2003, The Link (adembannet e 2007 gant ur son adkempennet hag ul levrig nevez).[4] Goude berzh an daou albom kentañ hag o barregezh war al leurenn, graet o deus un DVD e Bourdel, produet gant Gabriel Editions. Abaoe an 19 a viz Mae 2004, The Link Alive zo bet gwerzet e Bro-C'hall.[2] E 2005, Gojira a divizas sinañ gant Listenable Records evit o sikour da vezañ brudetoc'h e diavaez o bro gant an albom From Mars to Sirius.[1]
Gojira en deus kemeret perzh e sonadegoù Children of Bodom en SUA e 2006, gant Amon Amarth ha Sanctity el lodennoù kentañ.[5] Ouzhpenn da se, Gojira en deus heuliet Trivium er Rouantelezh-Unanet en o sonadegoù europat e 2007 gant Sanctity hag Annihilator.[6] Diwezhatoc'h o deus heuliet Lamb of God en o droiad amerikan gant Trivium ha Machine Head.[7] E fin 2007, kemeret o deus perzh er Radio Rebellion Tour, gant Behemoth ha Job for a Cowboy, hag ivez Beneath the Massacre.[8]
Cavalera Conspiracy ha The Way of All Flesh (2008−Bremañ)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Joe Duplantier zo bet pedet gant saverien ar strollad brazilian Sepultura, ar vreudeur Max hag Igor Cavalera, da zont ganto evit o strollad nevez, Cavalera Conspiracy evel soner gitar boud. An albom Inflikted zo bet embannet e miz Meurzh 2008 hag sonadegoù o deus graet e kreizh 2008.[9]
Albom diwezhañ Gojira, The Way of All Flesh zo bet embannet d'ar 14 a viz Here 2008 e Norzhamerika gant Prosthetic Records.[10] D'ar 25 a viz Even 2008, ar strollad en deus disklêriet listenn ar gannaouennoù ha skeudenn ar CD.[11]
Randy Blythe eus ar strollad amerikan Lamb of God en deus kemeret perzh evel kaner war ar ganaouenn Adoration for None.[12]
Pevar mizvezh zo bet rekis evit skrivañ hag enrollañ an albom, ha tri miz evit sonveskañ[13].
D'ar 17 a viz Meurzh 2009 evoe disklêriet sonadegoù kentañ ar strollad e-unan en Amerika.
Disklêriet o deus d'ar 27 a viz Here 2010 int aet e studio evit kregiñ da enrollañ pevar zitl nevez evit sikour Sea Shepherd.
Doare sonerezh ha temoù ar c'homzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diaes eo termeniñ sonerezh Gojira en un doare resis[2] dre ma veskont doareoù disheñvel.[14] En doareoù Death metal (technical death metal dreist-holl)[15] thrash metal, progressive metal ha groove metal e vez renket Gojira peurliesañ. Alies e vezont keñveriet gant strolladoù evel Meshuggah, Mastodon, Sepultura, Neurosis ha Morbid Angel.[16],[17] Gojira zo bet awenet gant arzourien Heavy metal evel Death, Morbid Angel, Meshuggah, Metallica, Tool, ha Neurosis.[17][18]
Doare kanañ Joe zo etre hardcore punk ha growl death. Alies, growloù death metal ha kan sklaer a vez mesket evit krouiñ un disoc'h tagus met heson.[14][17]
E Baiona e voe desavet izili ar strollad. An endro bras hag an tornaodoù en deus awenet Gojira evit skrivañ komzoù diar-benn an natur hag an Douar. Implij a ra Gojira evit embann e ali diwar-benn ar blanedenn hag an endro.[1]
Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Da vare an Hellfest 2013
Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Studio albums[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Demos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Pladennoù Live[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- "Gojira stalks city", Worcester Telegram & Gazette (November 15, 2007). Retrieved on 2008-07-07.
- Ross, Curtis (30 March 2007). "Gojira Makes A Whale Of A Sound", Tampa Tribune (Tampa, FL). Retrieved on 2008-07-07. Archived from the original on 2013-01-01.
- Biography at Allmusic
- Gojira profiled on the White Noise Metal Video Podcast
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 Lucy Williams. Buhezskrid Gojira. Lerchienn ofisiel Gojira. Kavet : 04/05/08.
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 Buhezskrid Gojira. Metal Storm. Kavet : 2008-05-04.
- ↑ Buhezskrid Gojira. The Gauntlet. Kavet : 2008-05-04.
- ↑ Chad Bowar. The Link review. About.com. Kavet : 2008-04-22.
- ↑ CHILDREN OF BODOM, AMON AMARTH: More North American Tour Dates Announced. Blabbermouth. Kavet : 2008-04-05.
- ↑ GOJIRA And SANCTITY Added To TRIVIUM's European Tour. Blabbermouth. Kavet : 2008-04-05.
- ↑ LAMB OF GOD, MACHINE HEAD, TRIVIUM, GOJIRA: North American Tour Dates Announced. Blabbermouth. Kavet : 2008-04-05.
- ↑ GOJIRA: New Performance Footage Posted Online. Blabbermouth. Kavet : 2008-04-05.
- ↑ Cavalera Conspiracy Biography. Roadrunner Records. Kavet : 2008-05-04.
- ↑ GOJIRA: New Album Title, Release Date Announced. Blabbermouth. Kavet : 2008-06-06.
- ↑ GOJIRA: 'The Way Of All Flesh' Artwork, Track Listing Revealed. Blabbermouth. Kavet : 2008-07-25.
- ↑ LAMB OF GOD Frontman To Guest On New GOJIRA Album - July 10, 2008. Blabbermouth.net. Kavet : 2008-07-20.
- ↑ Minton, James (2008) "Studio Report - Flesh and Blood", Terrorizer, issue #176, November 2008
- ↑ 14,0 ha14,1 Simon Milburn. From Mars to Sirius review. The Metal Forge. Kavet : 2008-04-20.
- ↑ Raziqa Rauf, "Gojira: joint heaviest matter in the UK", Drowned in Sound [1] Access date: December 4, 2008.
- ↑ Pyromusic.net From Mars to Sirius review
- ↑ 17,0 17,1 ha17,2 Chad Bowar. From Mars to Sirius review. About.com. Kavet : 2008-03-14.
- ↑ Gojira entry. MySpace. Kavet : 2008-03-14. “Morbid Angel, Metallica, Tool, Meshuggah, Neurosis, Death”