Mont d’an endalc’had

Winaj'h

Eus Wikipedia

Winaj'h a oa ur strollad sonerezh da lakaat an dud da zañsal er festoù-noz. Divodet eo bet e miz Genver 2011.

5 soner a oa er strollad Winaj'h. Iltud Le Doré a sone fleüt a-dreuz, zarb ha cajon ha Tomaz Lotout a rae gant ar vombard. Daou venveg gant kerdin a oa ur gitar akoustek sonet gant Fred Thomas hag ur gitar-boud sonet gant Jacky Beaucé pe a-wechoù zoken gant Stéphane De Vito. Un akordeoñs diatonek a veze ivez gant Daniel Lawson. Gwelet e vezent muioc'h-mui er festoù-noz betek dont da vezañ unan eus strolladoù brudetañ e-touez dañserien Breizh, kement a startijenn a veze atav gante.

Krouet e oa bet ar strollad-mañ e 2002, gant Thomas Lotout, Youen Bodros hag Edwin Bodros, heuliet gant Franck Fagon. Divodet eo bet e penn kentañ 2011. Anv ar strollad ne dalveze mann resis ebet. Savet e oa bet diwar ur verb saoznek to winch mui un dibenn damvrezhonek.

Savet ez eus bet ur bladenn gante, anvet Winaj'h ha mat pell 'zo. 11 ton a zo warnezhi kement a Vreizh hag a Iwerzhon. Setu-int:

  • 1. Full Circle
  • 2. Hep Bal !
  • 3. Enez Marv
  • 4. Coffee drop
  • 5. Valse à Ricco
  • 6. Ar Rogn
  • 7. Ben Ar Menez
  • 8. Ifern yen
  • 9. Alfa 175 double carbu
  • 10. Chez Zaza
  • 11. Kreiz-Breizh Parano

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • lechienn : [1]
  • my space : [2]