Jimi Hendrix

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
JimiHendrix2.jpg

James Marshall Hendrix (bet ganet dindan anv Johnny Allen Hendrix d'ar 27 Du 1942 ha marvet d'an 18 Gwengolo 1970) a oa ur gitarour, kaner ha sonaozer amerikan. Desellet eo gant ul lod vras a 'r sonerion, ar vurutellerion hag e bed ar sonerezh dre vras, evel ar gwellañ gitarour en istor ar rock, hag evel unan eus pouezusañ ha levezonusañ sonerion ag e amzer a-hed un toullad doareoù. Goude ar berzh kentañ en Europa, e tiraezas ar brud e 1967 goude e abadenn er Monterey Pop Festival. Diwezhatoc'h, Hendrix a sennas er mojennek Festival Woodstock a 1969 er Festival Enezenn Wight a 1970. A-fet son, Hendrix a arvere an overdrive war e amplaerioù d'an aliesañ, en ur senniñ kreñv ha skiltr. Skoazellañ a reas da ziorroiñ kalvezerezh ar feedback er sonerezh.

Liammoù diavaez[kemmañ]

Foundation Jimi Hendrix