Mont d’an endalc’had

Skol-Uhel ar Vro

Eus Wikipedia

Skol-Uhel ar vro (berraet e SUAV, e galleg Institut Culturel de Bretagne) a zo ur gevredigezh krouet e 1982 diwar Karta Sevenadur Breizh, diazezet e Gwened hiziv hon deiz. Kenurzhiañ, harpañ ha kas a ra war-raok sevenadur ar vro e Breizh a-bezh. Reiñ a ra bep bloaz Kolier an Erminig d'un toullad tud o deus graet un dra bennak evit Breizh en o buhez.

Ar senadour Georges Lombard a oa he frezidant kentañ, ha Yvonig Gicquel eus 1998 da 2008. Bernez an Nail ha Bernez Jestin a zo bet e rener. Hiriv eo Patrick Malrieu he frezidant.


Prezidanted Deroù o frezidantelezh Dibenn o frezidantelezh
Georges Lombard 1982 1986
Pierre Le Treut 1986 1998
Yvonig Gicquel 1998 2008
Bernard Delhaye 2009 2011
Patrick Malrieu 2011 2019
Jacky Flippot 2019 2025
Catherine Latour 2025
Renerien Deroù o c'harg Dibenn o c'harg
Bernez an Nail 1983 2000
Bernez Jestin 2000 2006
Mathieu Guihard 2010 2011


Izili : Thérèse Desbordes, Gérard Gautier, Pierre Loquet, Martial Ménard, Annaig Renault, Jean Kerhervé, Angèle Jacq, Lena Louarn, René Vautier hag all. Un 600 bennak a izili zo e-barzh SUAV.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]