Georges Lombard
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv ganedigezh | Georges Julien Auguste Lombard |
| Anv-bihan | Georges |
| Anv-familh | Lombard |
| Deiziad ganedigezh | 14 Meu 1925 |
| Lec'h ganedigezh | 11th arrondissement of Paris |
| Deiziad ar marv | 13 Gwe 2010 |
| Lec'h ar marv | Brest |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | politiker, alvokad |
| Lec'h labour | Pariz, Kemper, Brest |
| Strollad politikel | National Centre of Independents and Peasants |
| Diellaouet gant | dielloù-departamant Penn-ar-Bed |
| Prizioù resevet | ofiser al Lejion a Enor, priz Pêr Mokaer |
Ganet eo bet Georges Lombard e Pariz e miz Meurzh 1925. E dad a zalc'he ul leti e Brest.
Studiañ a reas ar Gwir hag e tibabas en em staliañ evel alvokad e Brest e 1949. Buan e voe dedennet gant ar politikerezh.
Bet kannad Penn-ar-Bed (tu kreiz) eus 1958 da 1962 hag eus 1967 da 1968, dilennet e voe da senedour e 1971. Senedour e voe betek 1989.
Kuzulier departamant ha kuzulier rannvro eo bet ivez. Anavezet eo dreist-holl evit bezañ bet maer Brest (eus 1959 betek 1974) ha prezidant Kumuniezh Kêrel Brest (1974-1977 ha 1983-1989).
Unan eus difennerien vrasañ ar raktres evit hentoù Breizh eo bet. Kemeret en deus perzh e buhez ar CELIB ha deuet eo da vezañ prezidant war-lerc'h René Pleven. Evit enoriñ René Pleven e teuas dezhañ ar mennozh da adsevel Urzh an Erminig bet krouet gwechall gant an Dug Yann IV.
Kentañ prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh (stumm kentañ) e voe eus 1981 betek 1986.
Ofisour urzh Lejion a enor Frañs e oa ha marc'heg urzh ar "Palmes académiques".
Resev a reas Kolier an Erminig e 1991.
Aet eo da Anaon d'an 13 a viz Gwengolo 2010 e Brest. Douaret eo bet e Bered Sant-Varzhin.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran embanner, 2013.