Mont d’an endalc’had

Yoran Embanner

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yoran embanner)

Un ti-embann brezhonek ha gallek eo Yoran Embanner savet e 2001 gant Yoran Delacour e Fouenant pa'z eas kuit eus Coop Breizh. Alan Le Cloarec a gemeras e blas e 2022 goude ma'z eas war e leve hag e voe treuzkaset an embregerezh dezhañ e C'hwevrer 2023. Reteradur an embann a ya war zu broudañ ar pobloù bihan hag ar yezhoù minoraelet da vezañ muioc’h anavezet dre embann geriadurioù-godell ha levrioù istorel o sav-boentoù divoas.

Renerezh Yoran Delacour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe skarzhet Yoran Delacour (lesanv Philippe Dalacour dibabet gantañ), eus renerezh an embann e Coop Breizh e 2002[1] e tivizas kenderc'hel gant en embannerezh war an temoù a blije dezhañ, Breizh hag ar broioù minoraelet. Staliañ a reas sez ar gevredigezh dre gevrannoù, Yoran Embanner, en e di, e Fouenant hag e lakaas e wreg hag e zaou vab, Gwendal ha Ronan, da harpañ anezhañ evit al labour melestradurel. Hag eñ ganet e Pikardi ha desavet e Sant-Nazer, en doa desket brezhoneg.
E-pad 20 vloaz e lakaas an ti-embann da vezañ unan a embanne un toullad levrioù, darn anezho geriadurioù ha den n’en doa soñjet o embann hag un darn all, levrioù istorel merket warno e voent bet savet diouzh savboent ar bobl annezer. Ne gredas ket mont war dachenn al lennegezh vrezhonek evit chom hep ober kevezerezh d’an embannerien vrezhonek all.

Renerezh Alan Le Cloarec

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2022 ec’h embannas Yoran Delacour e tileze al labour emban evit treuzkas an ti-embann da Alan Le Cloarec, un den yaouank anevezet evit e engouestladur evit an Emsav. Enrollet e voe an treuzkas e C’hwevrer 2024[2]

Golo ur geriadur walloneg-galleg / galeg-walloneg

Kregiñ a reas Yoran Embanner gant embann geriadurioùigoù godell (divyezhek ha pep yezh troet en div lodenn) ar yezhoù nebeut anavezet ha n'eus ket kalz a vez embannet erfin. Ur hanterkantad a zo bet embannet. "Chakod" zo ur ger all evit "godell".

Daou seurt geriadurig a vez kinniget.

  • Ar geriadurioùigoù-chakod (pe : geriadurioùigoù) : enderc'hel a reont 8 000-9 500 ger war 480 pajenn ha 4,6 cm x 6,4 cm eo o ment.
  • Ar geriadurioùigoù (en ur godell e c'hellont mont memestra) : enderc'hel a reont 8 000-9 500 ger war 260 pajenn hag 8,5 cm x 12 cm eo o ment.
Evit ar brezhoneg
Evit ar yezhoù minoraelet all (listenn diglok)

Levrioù politikel hag istorel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur reteradur politikel zo bet roet d'ar politikerezh-embann gant Yoran Delacour, hag gwelout a reer e dech da bourvez anaoudegezhioù hag arguzennoù da zifennerien ar pobloù minoraelet. Ur savboent dibar ha n'eo ket hini mistri ar Stad ma 'z int endalc'het zo gant pennoù ar pobloù hep Stad. Meur a levr a zo e ditl Le point de vue de... (Savboent + anv ar bobl).

Levrioù politikel rik a zo ivez diwar-benn ar stourmoù e Breizh (FLB, UDB, ekologourien, geriadur buhezskridoù tud an Emsav...) ha, n'eus ket pell, levrioù diwar-benn damkanioù politikel evit skoriñ an Emsav vrezhon (levrioù Alan Le Cloarec).

Levrioù brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù gallek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Lionel Henry ; Lagadec, Annick. FLB-ARB : l'histoire 1966-2005.
  • Étienne Gasche, Alain Barbetorte. 2006
  • Hendrik Conscience, Le Lion des Flandres.ISBN:978-2-914855-44-3 - Romant
  • Christophe Carichon, Scouts et guides en Bretagne
  • Philippe Bonnet, Deux siècles de bière en Bretagne (Daou gantved a vreserezh e Breizh). 2007.ISBN: [2-916579-08-5–25]
  • Roger Faligot, Les mystères d'Irlande (Kevrinoù Iwerzhon). 2007
  • Jean-Jacques Monnier, Résistance et conscience bretonne 1940-1945, l'hermine contre la croix gammée (Harzherezh hag emskiant brezhon : an erminig a-enep ar groas gamm). 2007
  • Yves Mervin, Arthur et David : Bretons et Juifs sous l'Occupation, Fouenant, Yoran Embanner, 2011.
  • Philippe Jouët, Dictionnaire de Mythologie et de religion celtique, Embannadur adwelet ha kresket.
  • Yvon Ollivier, Chroniques d'un peuple oublié, 2021
  • Louis Mélennec, Anne de Bretagne : invasion et annexion, 2024.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dor ar stal
  • Chomlec'h : Kerbail, 29270 Kledenn-Poc'hêr.
  • Pellgomz : 06 83 48 11 96 - 02 98 27 67 47
  • Postel : yoran.embanner@protonmail.com

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Yoran Delacour, éditeur et agitateur d'idées, Ouest-France, 25 Mezheven 2019.
  2. Bulletin officiel des annonces civiles et commerciales, niv. 20230074, Kemennadenn 470, 14 Ebrel 2023.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.