Mont d’an endalc’had

Yoran Delacour

Eus Wikipedia

Yoran Delacour, Philippe Delacour hervez ar marilhoù, zo un embanner brezhon hag un emsaver, ganet d’ar 25 a viz Gwengolo 1951 e Saint-Quentin. E-pad ugent vloaz e renas an ti-embann Yoran Embanner, hag e lakaas anezhañ da ostilh evit Breizh koulz hag evit ar pobloù bihan hag ar yezhoù minoraelet.

Levrdierien e oa e dud e Sant-Nazer[1]. Meret en doa an ti-embann gant harp e wreg, Dominig, ha hini e daou vab.

E fin an XXvet kantved e voe tutaet gant Coop Breizh evit diorren an embannadurioù levrioù. Goude ma voe skarzhet kuit diouzh e bost, e 2002, e savas e di-embann, Yoran Embanner, dindan stumm ar gevredigezh dre gevrannoù asambles gant e zaou vab, Gwendal ha Ronan Delacourt, ha staliet en e di, e Fouenant e 2003. Embann a reas kalz a levrioù diwar-benn Breizh hag ar broioù bihan, en o zouez istorioù savet diwar savboent o annezidi, geriadurioù-godell ha ne oa ket bet anezho betek neuze. Evitañ da vezañ desket brezhoneg ne gredas ket ober kevezerezh d’an embannerien gevarzhel a blede gant an dachenn-se.

E 2013 ec'h eas war e leve[2], met derc'hel an ti-embann a reas betek ma lakaas Alan Le Cloarec er penn e 2022. Dilec’hiet e voe ar sez eus Fouenant da Gledenn-Poc’hêr e miz C’hwevrer 2023 pa voe treuzkaset ar gevredigezh da Alan Le Cloarec[3].

Engouestladurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Engouestlet eo Yoran Delacour evit an Emsav hag evit ar stourmoù liammet outañ. E 2014 e tisklêrias : « Ma fal eo lakaat muioc'h war-wel ar minorelezhioù rannvroel ha broadel a zo diverket peurvuiañ. Embann a ran bezañ broadelour hag etrebroadelour. Mont a ran da vanifestiñ c'hoazh ha dudiet on gant ar re a zo e saviadoù a c'haller keñveriañ gant hini Breizh, ha neket hepken en Europa. »[4].

D'an 8 a viz Meurzh 2014 e voe harzet Yoran Delacour gant ar polis e-kichen ti Jean-Marc Ayrault e Naoned, ha hennezh kentañ-ministr Bro-C'hall c'hoazh. Deuet e oa da gentañ evit manifestadeg ar Bonedoù ruz ha goude dirak an ti evit un ober arouezel en ur stlepel bleud ha vioù ouzh an nor. Tamallet e oa bet dezhañ e oa ur gontell gantañ, met displegañ a reas e veze unan ordinal gantañ evit bezañ prest da droc'hañ kordennoù ar pakadoù levrioù resevet en e di-embann. Barnet e voe da gaout ur c'hastiz da baeañ.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Didier Gourin, Des livres pour faire grandir les minorités, e-barzh Ouest-France, 15 a viz Eost 2022.
  2. Yoran Delacour, éditeur et agitateur d'idées. E-barzh Ouest-France, 25 a viz Mezheven 2019.
  3. Bulletin officiel des annonces civiles et commerciales, niv. 20230074, Kemennadenn 470, 14 a viz Ebrel 2023.
  4. Yoran Delacour : le parcours militant d'un éditeur engagé. E-barzh Ouest-France, 27 a viz Mezheven 2014. Brassellet d'ar 14 a viz Meurzh 2023.