Mont d’an endalc’had

Alan Le Cloarec

Eus Wikipedia
Alan Le Cloarec
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanAlan Kemmañ
Deiziad ganedigezh1992 Kemmañ
Micherpolitiker, publisher Kemmañ

Un embanner hag ur politiker eo Alan Le Cloarec (anv marilhet ez-ofisiel), ganet e 1992 e Rannvro Pariz[1]. Skrivañ a ra diwar-benn istor an Emsav e Breizh hag oberiant eo er vuhez politikel e Breizh.

Buhez

Pa oa ur poupig ez eas e dud da Vreizh en-dro da chom e Bro-Gwened. E klas diwezhañ lise Kerichen e Brest e krogas gant prederiadennoù politikel diwar-benn Breizh ken ec'h engouestlas evit dizalc'hiezh Breizh.

Da Roazhon ez eas d'ober studioù politikerezh hag e krogas gant ur raktres tezenn war istor politikel an Emsav ha ne c'hellas ket kas anezhi da benn evit bezañ doktor ar Skol-Veur.

E 2014 ez eas da chom kostez Karaez-Plougêr ha toer e teuas da vezañ, a-raok mont da vezañ embanner e Fouen e 2022. Pelloc'h e voe dilennet evel prezidant Brudañ ha Skignañ.

Engouestladur politikel

E 2015 ez eas war ar renk evit dilennadegoù Rannvro Breizh hag eñ e penn al listenn savet gant Breizhistance, Bretagne en lutte, kinniget d'ar Vorbihaniz, met dipitet e voe gant e samm mouezhioù (0,62%).

Skrivañ a reas pennadoù er Peuple breton. Goude bezañ bet ezel ar strollad Dispac'h e krouas, e penn-kentañ 2020, ur strollad dizalc'hour, Douar ha Frankiz e anv, gant Timotée Rogues ha David Merrien.

Aterset gant ar c'helaouenn Bretons e embann groñs :

« E-tal ur Stad hag a chomo enteuzelour da viken ne c'heller ket tremen hep an dizalc'houriezh. M'emañ Breizh en arvar da vont da get, n'eus ket tu d'ober un dibab all. N'eo ket ur mad nag ur gwir, un ostilh nemetken evit sevel ur raktres kevredigezh nevez... Sevel ur vro nevez dezhañ reolennoù ha lezennoù nevez ha reishañ hag a vo reteraet war-zu an ekologouriezh, ar venevelouriezh ha ar gengevreadouriezh...[2]

Awenet eo gant mennozhioù Murray Bookchin, ur prederour stadunanat a skrivas war an demokratelezh war-eeun, ar venelouriezh hag an ekologiezh.

D'an 19 a viz Du 2022 e voe pedet evel politiste (arbennigour war ar politikerezh) da brezegenniñ er gendael Pour une Bretagne autonome (Evit ma vo emren Breizh), dalc'het e Karaez. Termeniñ an emrenerezh ha diskouez ma n'eo ket heñvel ouzh dizalc'hiezh e voe temoù e brezegenn[3].

Penn an ti-embann Yoran embanner

E 2022 ez eas da gemer plas rener an ti-embann, Yoran embanner, a voe krouet gant Philippe Delacour (lesanvet Yoran), e Fouenant. E-barzh un atersadenn gant Ya! e tisklêr ma ne vo cheñchet, nag anv an ti-emban, nag e bennaennoù : lezel an embann brezhonek da dud "a ra mat-tre al labour" ha kendalc'h gant embann "un tamm bihan eus pep tra e-keñver broioù zo, Breizh da gentañ, evel just, met broioù all evel Elzas, Flandrez, pe Korsika diwar-benn an istor, ar politikerezh, ar sevenadur, ar yezh, (ar) mojennoù, ar glad, romantoù ha traoù all[4]"

Oberennoù

  • "Communauté de destin", Éditions Yoran embanner, 2023.
  • L'Histoire du nationalisme breton : des origines à 1945, Éditions Yoran embanner, 2021, 406 p., (ISBN 978-2-36785-052-8). Savet diwar e enklaskoù evit un dezenn nann-soutenet.
  • Pour l'Emsav, Éditions Yoran = Yoran embanner, 2022
  • Bretagne colonie, Éditions Yoran = Yoran embanner, 2021
  • Aux origines des mouvements bretons, Coop Breizh, 2016, (ISBN 978-2-84346-805-6)

Notennoù ha daveennoù

  1. (fr) Emginnigadenn e lec'hienn an ti-embann Yoran embanner. Kavet : 15 a viz Meurzh 2023.
  2. Face à un État assimilationniste et qui ne cessera jamais de l'être, l'indépendance apparaît inéluctable. Il n'y a pas d'autre choix, au risque de voir la Bretagne de nouveau menaçée de disparition. Ce n'est pas une faveur, ni un droit, simplement un outil pour construire un nouveau projet de société… Construire un nouveau pays avec de nouvelles règles et de nouvelles lois plus justes, tournées vers l'écologisme, le féminisme et le confédéralisme…. Régis Delanoé, Alan Le Cloarec : la possibilité d'une indépendance, Bretons, niv. 171, Genver 2022.
  3. Titl ar brezegenn : Une évidente nécessité d’autonomie » : approche historique de la notion d’autonomie.
  4. Alan ar C'hloareg, atersadenn e-barzh Ya!, niv 933, 25 Ebrel 2023.