Fouenant

Eus Wikipedia
Fouenant
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Fouesnant
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Fouenant (pennlec'h)
Kod kumun 29058
Kod post 29170
Maer
Amzer gefridi
Roger Le Goff
2001-2020
Etrekumuniezh KK Bro Fouenant
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 10 060 ann. (2020)[1]
Stankter 307 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 53′ 39″ Norzh
4° 00′ 36″ Kornôg
/ 47.894167, -4.01
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 71 m
Gorread 32,76 km²
Lec'hiañ ar gêr
Fouenant

Fouenant a zo ur gumun eus Kerne e departamant Penn-ar-Bed e mervent Breizh.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Bernard Tanguy ː Fuinant, 1022-1058; Fuenant, XIvet.; Plebs Fuenant, 1084-1107; Foynant, 1294; Foenant, 1324, war dro 1330, 1368; Fouesnant, 1382.
  • Erwan Vallerie : Fuinant, 1022, Foenant , 1038, Fuenant, XIvet, Fuenant , 1084; Foynant 1294; Foenant 1368; Fouesnant, 1382; Foenant ,1408; Foesnant, 1448; Foesnant 1457; Foesnant ,1462; Foenant ,1479; Foenant , 1457; Foesnant , 1533; Foenant ,1536; Fouesnant ,1555; Formant, Foesnan 1630.
  • Hervé Abalain : "Fuenant , XIvet; Foenant ,1368
  • Daniel Delattre : "Fuenant , XIvet; Foenant , XIVvet

Gerdarzh

  • Martezeadennoù nemetken ː Foen, ha Nant = traonienn.

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En sabel e erez daoubennek dispak en argant, krabanet ha pigoset en gul.[2]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh tri den eus Fouenant, Corvel, Jean Le Porzou ha Jean Le Moradovo (Le Moradour, moarvat), goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[3] .

Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 141 gwaz eus ar gumun, d.le. 5,31% eus he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[5].

Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù ha kartenn-bost[7],[8]. Ur bodad-labour a reas war-dro e 1920. Dioueliet e voe d’an 2 a viz Du 1922[9].

Bezioù ar C'hommonwealth e bered Fouenant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezioù ar C'hommonwealth, Eil Brezel Bed, e bered ar gumun
Bro Niver a soudarded
Rouantelezh-Unanet 4 (Aerlu)
Rouantelezh-Unanet Bro-C'hall 1
Hollad 5

Karrnijourion eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet a varvas e-pad an Eil Brezel Bed, unan anezhe d'an 29 a viz Gwengolo 1940, pa gouezhas e garr-nij (Beaufort Mk I marilhet W6493 ha kodet N1149) er mor[10], ar re arall e 1943. Douaret e voe Barbara Bertrand en o c'hichen. Homañ, ur Saozez-C'hallez, a gemeras perzh er Rezistañs e Bro-Fouenant[11].

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E distro-skol 2016 a oa bet krouet ur c'hlas divyezhek er skol Itron Varia.
  • E distro-skol 2022, 92 skoliad o doa lakaet o anv en hentad-se (13,2 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[12]

Darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gouel ar gwez-avaloù.
  • Tournamantoù echedoù.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arthur,

Aotrounez ar Stang, ha Kestel, e Lokamand[13]

En glazur e greskenn en argant heuliet gant teir rodig-kentr ivez en argant
Michel

Aotrounez Trovenneg

Palefarzhet ː ouzh 1 ha 4, en sabel e nav mailhenn en argant; ouzh 2 h 3, en aour e gregilhenn en gul

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Kêr Abaoe
(Alamagn, Nordrhein-Westfalen) Meerbusch 1966

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
  • Albert Dauzat & Charles Rostaing : Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse, 1963. Guénégaud, 1978
  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Tiegezh Fouenant, XIIIvet kantved.
  3. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  4. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 50
  5. Memorial Genweb
  6. Pertes Luftwaffe Finistère
  7. Memorial Genweb
  8. Memorial Genweb
  9. Université de Lille
  10. Pertes RAF Finistère
  11. Commonwealth War Graves Commission
  12. Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019
  13. Lokamand, skrivet dre fazi Locamaud gant Potier de Courcy. Loc-Amand e oa ur barrezeus beli Konk-Kerne. Bet staget ouzh Fouenant (cf. Ogée)