Kentañ brezel Indez-Sina

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Brezel Indez-Sina)
Mont da : merdeiñ, klask
First Indochina War COLLAGE.jpg
Kentañ brezel Indez-Sina 1946-1954

Kentañ brezel Indez-Sina a voe ur brezel etre Bro-C'hall ha Republik Demokratel Viêt Nam, bet embannet d'an 2 a viz Gwengolo 1945 gant broadelourien gomunour ar Việt Minh, en Indez-Sina c'hall. Kregiñ a reas e 1946 hag echuiñ a reas e 1954.

Disoc'h ar brezel a voe divod ar c'hevredad, lorc'h ar broioù nevez krouet eus an Impalaeriezh trevadennel c'hall ha rannadur an div Stad war an tiriad vietnamian. Bez e oa bet 500 000 Lazhet.

Miz Eost 1945: ar Việt Minh, luskad dizalc'hour vietnamian komunour, a denn gounid eus dalc'hidigezh Indez-Sina gant ar Japaniz pemp miz en a-raok (kennaroud brezel ar Meurvor Habask), a gemeras ar galloud en drevadenn c'hall. Gouarnamant da c'hortoz ar Republik C'hall a gasas prim ur c'horfad soudarded ergerzhad evit adkemer an tiriad kollet. Buan a-walc'h e drenkas an darvoudoù goude miz Du 1946 betek degouezhout d'ur brezel etre nerzhioù ar Viêt Minh hag ar C'hallaoued.

Red an darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Việt Minh e 1945, Võ Nguyên Giáp gant ar vrec'h kleiz savet e-pad un adwel
Skritell emezeliñ evit strolladoù harzlammerien lu Viet Nam