Bombezadeg Hải Phòng

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Lec'hiadur Hải Phòng

Bombezadeg Hải Phòng pe l'incident de Haiphong[1] a vez graet eus bombezadeg porzh kêr Hải Phòng gant teir bag-brezel eus ar morlu gall d'an 23 a viz Du 1946[2]. 6 000 den a vije bet lazhet, trevourien an darn vrasañ anezho. Hervez istorourien Viêt Nam e vefe tost da 20 000 den hag a oa bet lazhet, enno tud ar gêriadenn hag an dud a guitae ar gêr ha ne oant ket annezidi al lec'h. Tabut a sav hiziv an deiz c'hoazh e-keñver an niver a reuzidi, lod o lavarout ne oant nemet war-dro 300[3].

Dre ar vombezadeg-se e voe roet nerzh hag harp d'ar Việt Minh evit kregiñ gant argadennoù lec'hel a voe mammenn da Emgann Hanoï d'an 19 a viz Kerzu 1946 o kregiñ gant Brezel Indez-Sina a bado seizh vloaz hanter.

Kartenn eus Hải Phòng e 1920

Bombezadeg ar morlu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tabut a zo evit gouzout peseurt bigi o devoa bombezet ar gêr. Tri bag eus ar Marine nationale a voe.

Ar morreder Suffren a vefe bet ar vag pennañ er vombezadeg [4], harpet gant ar vag ambrouger (ez aviso) Le Chevreuil [5] hag Émile Bertin.

Kaoz a vez a-wechoù eus ar Savorgnan de Brazza [6]

An niver a dennoù hervez pep bag [7]:

  • 348 tenn O.E.A. 138 mm - gant ar Savorgnan de Brazza
  • 206 tenn O.E.A. 138 mm - gant ar Dumont d'Urville
  • 297 tenn O.E.A. 102 mm - gant arChevreuil
  • 69 tenn O.E.A. 203 mm - gant ar Le Suffren

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]