Suffren (morreder gall)
Neuz
Ar Suffren a oa ur morreder ponner (rummad Suffren[1]) hag a voe implijet gant ar morlu gall adalek ar 1añ a viz Genver 1930 betek ar 1añ a viz Here 1947. Anvet e oa bet, evel meur a vag all en e raok, diwar anv ar besamiral Pierre André de Suffren (1729-1788).
Tamallet e voe ar vag-brezel da vezañ kemeret perzh e Bombezadeg Hải Phòng (ur gêrig porzh hag a oa en Indez-Sina c'hall d'an ampoent) a c'hoarvezas d'an 23 a viz Du 1946. Evit doare e oa bet tamallet e gaou ha diouzh testenioù all[2],[3],[4] embannet n'eus ket pell amzer e voe kaset ar vombezadeg da benn gant an tri lestr-avizer Chevreuil, Dumont d'Urville ha Savorgnan de Brazza.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Tri morreder ponner all ennañ — Colbert (1931-1942), Dupleix (1932-1942) ha Foch (1931-1942) — savet en Arsanailh Brest e dibenn ar bloavezhioù 1920.
- ↑ Xavier et Marie-Christine Guillaume, La Terre du Dragon Tome 1, Editions Publibook, 2004, pajenn 299.
- ↑ PREMIÈRES CONFRONTATIONS GRAVES À HÀI-PHÒNG ET LANGSON
- ↑ L'AFFAIRE DE HAIPHONG