2 Gwengolo
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- -31 : Emgann Actium war vor.
- 1192 : gant un emglev etre ar Sultan Saladin ha Richarzh Kalon Leon ez eus lakaet fin d’an Trede kroaziadeg.
- 1666 : Tan-gwall bras Londrez a bad tri devezh ha distrujet ez eus 10 000 savadur e kêr-benn Bro-Saoz.
- 1807 : morlu Breizh-Veur a dag Kopenhagen evit mirout ouzh Danmark da godianañ gant Napoléon Bonaparte.
- 1866 : emsavadeg e Kreta a-enep yev an Durked.
- 1870 : en Emgann Sedan eo trec’h ar Brusianed ha prizoniet eo an impalaer gall Napoleon III gant 100 000 eus e soudarded.
- 1903 : Emgann El-Moungar e Maroko.
- 1944 : dieubet eo Sezambr, un enezenn e-tal Sant-Maloù, diouzh an alamaned.
- 1945 :
- 1981 : digoradur kentañ kendalc’h Solidarność e Polonia.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1661 : Georg Böhm, soner alaman.
- 1838 : Liliʻuokalani, rouanez diwezhañ Hawaii (1891-1893).
- 1853 : Wilhelm Ostwald, kimiour alaman, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1909.
- 1877 : Frederick Soddy, skingimiour saoz, tapet Priz Nobel ar Gimiezh gantañ e 1921.
- 1898 : Pietro Ferrero, pennembreger italian.
- 1900 : René Gaveau, filmaozer, produour, rener ar skeudenniñ ha saver senario gall.
- 1923 : Rene Thom, jedoniour gall.
- 1933 : Mathieu Kérékou, prezidant Benin.
- 1939 : Jack Lang, politikour gall.
- 1952 : Jimmy Connors (lesanvet Jimbo), tennisour stadunanat.
- 1953 : Ahmad Shah Massoud, unan eus pennoù an harzherezh e-eneb an dTalibaned en Afghanistan.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1820 : Jiaqing, Impalaer Sina adalek 1796 betek e varv.
- 1857 : Martin Lichtenstein, ergerzher, loenoniour ha mezeg alaman.
- 1865 : William Rowan Hamilton, matematikour ha fizikour iwerzhonat.
- 1872 : Nikolai Grundtvig, skrivagner ha prederour danat.
- 1891 : August von Pelzeln, evnoniour aostrian.
- 1910 : Henri Rousseau (lesanvet Ar maltouter Rousseau), livour gall.
- 1926 : Jeanne Malivel, arzourez vreizhat.
- 1937 : Pierre de Coubertin, istorour ha pedagogour gall, adsaver ar C'hoarioù Olimpek arnevez.
- 1946 : Yann-Loeiz Rozeg, skrivagner brezhonek.
- 1968 : Ernest Claes, skrivagner flandrezat.
- 1969 : Hô Chi Minh, prezidant Viêt Nam.
- 1973 : J. R. R. Tolkien, skrivagner saoznek.
- 2001 : Christiaan Barnard, surjian suafrikan.
- 2021 : Mikis Theodorakis, sonaozour gresian.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- er Relijion gatolik :
- Vietnam : Devezh ar vro (dizalc’hidigezh diouzh Bro-C'hall e 1945)