Enezenn

Un enez pe un enezenn zo un douar gronnet gant dour, gant ar mor peurvuiañ ; enezennoù zo ivez er stêrioù hag el lennoù. Bihanoc'h eget ur c'hevandir ha brasoc'h eget ur garreg eo.
- Ent-strizh, inizi eo al liester hollek, enezennoù an hini resis : inizi zo er Meurvor Atlantel, m'emañ an enezennoù Ascension Island ha Saint Helena. Meur a enezenn zo en un enezeg : 6 852 enezenn zo e Japan ; enezegi, enezegoù eo liestrer
enezeg
, n'eo ket enezeier, a zo un adliester dainizi
.
Kavet e vez meur a seurt inizi hervez o stumm, o ment, o saviad hag o orin : inizi bras hag iniziigoù, atolloù, inizi kevandirel hag inizi tanveneziek. Inizi kalvezel zo ivez. Alies e vez an enezenn a-dal d'an douar-bras, met inizi zo zo e-kreiz ar mor pe ar meurvor. 300 000 enez a vije war an Douar.
Inizi kevandirel ha driv ar c'hevandirioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pa vez bras-divent an enezenn e vez graet enez kevandirel anezhi. Div enez kevandirel a zo war ar blanedenn Douar: Aostralia ha Greunland. Sellet e vez Aostralia evel ur c'hevandir en hec'h-unan zoken, ar pezh n'eo ket gwir evit enezennoù bras all a zo ul lodenn eus ur blakenn litosferek roget gant driv ar c'hevandirioù : Madagaskar hag Afrika, Ginea Nevez hag Okeania, Borneo hag Azia, Korsika ha Sardigna hag Europa, etc.
Inizi er stêrioù hag al lennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Enez Sant-Kadoù e stêr an Intel
- Enez Kergelenn hag Enez Naoned el Liger
- Manhattan e New York
- Enez Manitoulin eo brasañ enezenn dour dous ar bed, lenn Huron, e proviñs Ontario e Kanada.
Inizi tanveneziek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An inizi tanveneziek pe volkanek a zo graet gant lava ur menez-tan pe meur a hini. Ar mor tro-dro dezho a c'hall bezañ don-tre, miliadoù a vetroù. An inizi tanveneziek e-kreiz ar meurvor n'int ket stag ouzh kevandir ebet. Enez ar Skorn, an Inizi Kanariez hag Hawaii zo skouerioù inizi tanveneziek.
Inizi n'int ket atav inizi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Inizi zo a c'hall bezañ stag ouzh an douar-bras pe un enezenn all pa eo izelvor, ha/pe gant ur pont, ur chaoser pe ur riboul, evel Menez-Mikael-ar-Mor ha Nervouster. Met ma eo gant ur strizh-douar, un tombolo pe dre izostaziezh ne c'haller ket komz eus un enezenn ken, ur c'hourenez ne lavarer ket.
Inizi kalvezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Japan, en Izelvroioù hag en Emirelezhioù Arab Unanet. Da skouer emañ aerborzh etrebroadel Kansai war un enezenn galvezel, e Bae Osaka, a-vaez da enez Honshū (enezenn vrasañ Japan).
An inizi er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E mojennoù kozh ar Gelted eo Enez Avalon paradoz an dud. War un enezenn emañ paradoz Doueed ar C'hresianed kozh ivez.
Kaoz zo eus un enezenn e romantoù brudet evel "Enez an Teñzor" gant Robert Louis Stevenson, "An Enezenn gevrinus" gant Jules Verne ha "Robinson Crusoe" gant Daniel Defoe, istor un den en e-unan war un enezenn. Enez ar Rod zo ur romant brezhonek skiant-faltazi gant Zavier Langleiz.
Er sinema e c'haller mennegiñ "Cast Away" gant Robert Zemeckis (aktour : Tom Hanks) hag er stiradoù skinwel "Lost", tud kouezhet o c'harr-nij war un enezenn iskis ha galen.
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]