Douar-bras

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An douar-bras eo an douar ha n'eo ket un enezenn, ha n'eo ket gronnet gant ar mor. Pa reer gant ar ger-se e weler an enezenn evel un douar bihan e-skoaz an hini bras.

E gwirionez e vez lavaret "douar-bras" eus douar un enezenn vras ivez : Enez Mon eo an douar-bras pa vezer en Ynys Badrig, Kembre an douar-bras pa vezer e Mon.

Kevandir[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kevandir a vez lavaret ivez, met en un doare skiantel, ur ger deuet eus ar c'hembraeg cyfandir dre SADED e dibenn an XXvet kantved, hag implijet el levrioù-skol a-vremañ.