Mor Adria

Eus Wikipedia

Ul lodenn eus ar Mor Kreizdouar eo Mor Adria, pe ar Mor Adriatek, lec’hiet etre ledenez Italia, er C’hornaoueg, ha ledenez ar Balkanoù, er Reter. En em astenn a ra eus pleg-mor Venezia en Norzh da ganol Otranto er Su. Drezañ eo digor war ar peurrest eus ar Mor Kreizdouar.

En-dro da Vor Adria e kaver ar broioù-mañ : Italia, Slovenia, Kroatia, Bosnia-Herzegovina, Montenegro hag Albania.

En-dro da Vor Adria e kaver porzhioù-mor pouezus, en o zouez :

Gorread : 160 000 km2
Donder brasañ : 1460 m
Donder keitat : 240 m