Daniel Defoe
Daniel Defoe | |
---|---|
![]() Daniel Defoe | |
Anv ofisiel | Daniel Foe |
Ganedigezh | 1659, 1660 pe 1661 e Stoke Newington |
Marv | 24 a viz Ebrel 1731 e Moorfields |
Yezh skrivañ | saozneg |
Oberennoù pennañ | |
kemmañ ![]() |
Daniel Defoe ( distaget /ˌdænjəl dᵻˈfoʊ/ e saozneg), met Daniel Foe e anv gwir, a oa ur reder-bro, kenwerzher, oberer politikel ha skrivagner saoznek, hag ur spier, ganet e Stoke Newington e 1659, 1660 pe 1661, ha marvet d'ar 24 a viz Ebrel 1731 e Ropemaker’s Alley, Moorfields. Brudet eo abalamour da zaou romant dreist-holl, Robinson Crusoe ha Moll Flanders, ha gwelet eo evel krouer ar romant saoznek. Kement e skrivas ma lavarer en devoa savet pemp kant levr a bet seurt,flemmskridoù, ha skridoù diwar-benn politikerezh, torfedoù relijion, dimeziñ, psikologiezh, ekonomiezh, ha darvoudoù dreistnaturel.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eus Flandrez e oa e familh. E dad a oa perc'henn war ur stal gouloù-koar e karter Cripplegate. Kas a reas e vab da vezañ desket gant ar reverant Charles Morton, hag a oa e penn un ensavadur deskadurezh prevez e Newington Green, e-kichen Londrez. Dedennet-bras e oa Defoe gant ar politikerezh hag al lennegezh. Ezel e oa eus ar strollad Whig hag eus hini ar re nanngempelgourien, ha meur a skrid flemmus a savas a-enep gouarnamant ar roue katolik Jakez II (Bro-Saoz). Gwelet mat e oa gant Gwilhom III Bro-Saoz, a roas meur a garg gopret mat dezhañ. Kinnig a reas da Robert Harley, a oa kont Oxford ha prezidant Ti ar C'humunioù, ur raktres aozañ ur polis politikel en dije kelaouet ar gouarnamant war soñjoù ar boblañs.
Met da vare ren Anne Stuart e voe kondaonet da bost ar vezh d'an 31 a viz Gouere 1703 peogwir en doa savet skridoù a-enep an Iliz anglikan ha goude tri devezh e post ar vezh e voe kaset da doull-bac'h Newgate. E-keit ha ma oa bac'het e lakaas embann ar Review, etre 1704 ha 1713. Pa voe dieubet e voe kaset da bourmen e Bro-Saoz a-bezh gant Harley gant an anv Alexander Goldsmith. Daou vloaz goude e c'houlennas Harley digantañ labourat war unvaniñ Skos ha Bro-Saoz. Mont a reas neuze Defoe da Dinedin ma aozas ar c'henvreutaerezhioù etre dilennidi Bro-Saoz ha re Skos. Goude-se e kasas meur a gefridi da benn evel spier : silañ a reas ar Jakobited a stourme evit ar re Stuart. E 1717 e kelaouas ar ministr Charles Townshend e oa tud o prientiñ un emsavadeg ma kemere perzh Sveden enni. Met abalamour d'e flemmskridoù en doe kudennoù en-dro hag e pellaas diouzh ar politikerezh.
Robinson Crusoe (1719), eo e oberenn vrudetañ, ha war a lenner e vefe bet ar romant saoznek kentañ. Ennañ e kont penaos e treuzvev ur peñsead war un enezenn didud. Soñjal a reer ez eo diazezet ar romant war ar pezh a c'hoarvezas da Alexandre Selkirk, ur martolod skosat a dreuzvevas en enezenn didud Más a Tierra (enezeg Juan Fernández) etre 1704 ha 1709.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An Essay upon Projects, 1695 pe 1697
- The True-born Englishman, 1701
- The History of the Kentish Petition, 1701
- The Shortest Way with the Dissenters, 1702
- Hymn to pilori, 1703
- « Review » , 1704
- History of the Union, 1709
- Robinson Crusoe - The Life and Strange Surprizing Adventures of Robinson Crusoe, of York, Mariner (Robinson Crusoe), 1719
- The Farther Adventures of Robinson Crusoe
- Memoirs of a Cavalier, 1720
- Captain Singleton, 1720
- The Fortunes and Misfortunes of Moll Flanders (Moll Flanders), 1722 pe 1724
- A Journal of the Plague Year, 1722
- Colonel Jack, 1722
- Roxana, 1724
- A Tour Through the Whole Island of Great Britain, 1724-1727
- A General History of the Pyrates, 1724-1728.
- The Complete English Tradesman, 1725-1727
E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Abrobin, troet gant Yeun ar Gow, embannet gant Al Liamm, e 1964.
- Adembannet gant Al Liamm e 2005 e-giz : Daniel Defoe, Robinson Crusoe, Brezhoneg gant Yeun ar Gow.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Romantoù Daniel Defoe e saozneg
- E oberennoù e saozneg, alamaneg ha galleg - eLibrary Projekt (eLib)