Robinson Crusoe

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Robinson zo ivez.
Kentañ embannadur Robinson Crusoe
Enezenn Robinson Crusoe
Robinson Crusoe and Man Friday Offterdinger.jpg
Robinson Crusoe hervez Walter Paget

Robinson Crusoe (/ˌrɒbɪnsən ˈkruːsoʊ/ hervez an distagadur saoznek) zo ur romant saoznek gant ar skrivagner saoz Daniel Defoe (~1660-1731), embannet e 1719.
Savet eo diwar buhez ar moraer skosat Alexander Selkirk. Skrivet eo er c'hentañ gour unan. C'hoarvezout a ra en un enezenn didud ma chom Robinson e-pad 28 vloaz. Anaoudegezh a ra gant un den anvet Friday ("Gwener"), a-wechoù Man Friday, hag o-daou e vevont meur a vloaz hep gallout kuitaat an enez.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an embannadur kentañ e 1719 e oa skrivet al levr gant Robinson Crusoe e-unan, ma kredas al lennerien e oa gwir ar fedoù. Hemañ e oa an titl en e hed : The Life and Strange Surprizing Adventures of Robinson Crusoe, Of York, Mariner: Who lived Eight and Twenty Years, all alone in an un-inhabited Island on the Coast of America, near the Mouth of the Great River of Oroonoque; Having been cast on Shore by Shipwreck, wherein all the Men perished but himself. With An Account how he was at last as strangely deliver'd by Pyrates .

Robinson Kreutznaer e oa anv ar moraer a dremenas 30 vloaz en un enez distro ha didud, nepell diouzh Enez Trinidad, ma kavas debrerien-tud, prizonidi, moraerien emsavet, a-raok bout tennet aleshont.

Savet e vefe bet an istor diwar buhez Alexander Selkirk, ur moraer hag a vevas gant e gi war un enezenn er Meurvor Habask anvet "Más a Tierra", er-maez da Chile, hiziv Enez Robinson Crusoe abaoe 1966, met mammennoù all zo bet kinniget ivez.

Ar romant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1651 e kuitaas Robinson Crusoe kêr Evrog (York e saozneg), en Bro-Saoz, da vont da borzh Hull, da lestrañ enep d'e dud a felle dezho ez aje da alvokad. Peñse a reas. Ne vern, adlestrañ a reas. Arsailhet e voe al lestr gant morlaeron eus Sallee (ar Sallee Rovers) ha setu Crusoe o sklaviñ e ti ur Maour. Dont a reas a-benn da dec'hel en ur vag, ha gantañ ur paotr anvet Xury. Sikouret e voeo gant ul lestr portugalat o tremen er-maez da aod kornôk Afrika, hag o vont da Vrazil. Erru e Brazil, e werzhas Crusoe ar paotr Xury d'ar c'habiten, ha kregiñ da labourat, kement ha ken bihan ma teuas da vout perc'henn ur blantadeg.

En 1659, da 28 vloaz, ez eas gant ur bagad tud da vorianeta ...

Heuliad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un heuliad nebeut anavezet zo bet : The Farther Adventures of Robinson Crusoe e 1719. Darn diwezhañ troioù Robinson e oa da vezañ, met un darn all a voe ouzhpennet e 1720, Serious Reflections During the Life & Surprising Adventures of Robinson Crusoe, With His Vision of the Angelic World.

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet eo bet an istor e brezhoneg dindan an talbenn Abrobin gant Yeun ar Gow (Al Liamm, Brest, 1964) ; n'eo ket bet troet skrid Defoe avat, met un doare berraet, gallek, evit ar yaouankiz. Adembannet gant Al Liamm e 2005 e-giz : Daniel Defoe, Robinson Crusoe, Brezhoneg gant Yeun ar Gow.

E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a droidigezh c'hallek zo bet :

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (cy) Pennad db an troidigezhioù kembraek eus ar romant : [1]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Skrid klok, troet gant Pétrus Borel.
  2. Robinson Crusoé. enrichi de La vie de Daniel de Foé. d'une Notice sur le matelot Selkirk, sur Saint-Hyacinthe, sur l'île de Juan-Fernandez, sur les Caraïbes et les Puelches. et d'une Dissertation religieuse. par Daniel de Foé ; trad. de Petrus Borelpar Tome I et II el lec'hienn Gallica
  3. http://www.gallimard.fr/Catalogue/GALLIMARD/Folio/Folio-classique/Robinson-Crusoe



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.