York

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Iliz-veur York, anvet York-Minster

York zo ur gêr en hanternoz Bro-Saoz hiziv hag unan eus re goshañ ar vro.

Savet eo bet kêr York e kember ar stêrioù Ouse ha Foss.

137 505 annezad zo e kêr, 184 900 er veurgêr.

Kêr-benn gozh kontelezh York (Yorkshire) eo.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evrog e oa hec'h anv brezhonek kozh (diwar ar wrizienn keltiek *ebor, brezhoneg evor, kembraeg efwr, iwerzhoneg iubhar, stumm latinaet ibor > Eburacum), a veze roet da gêr Eboracon. *Evoreg e vije e brezhoneg hiziv.

  • Ptol. : II, 3, 10 : EBORACUM, LEGIO VI VICTRIX, ur gêr ar vBriganted; VIII, 3, 7 : EBORACUM
  • I.A 4661 (Iter 1) : EBURACUM leug. vi Victrix: 4684 (Iter II) : EBURACUM; 4757 (Iter V) : EBURACO; 4786 (Iter VIII) : ab EBURACO
  • Ravenna 10714 : EBURACUM
  • N.D XL3 (tresadenn) : SEXTAE; XL18 (testenn) : Praefectus legionis sextae
  • Rivet & Smith : Eburacum [1]

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

York City Council.png
En argant e groaz en gul karget gant pemp leonparzh en aour.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet, a-hervez, er bloavezh 71 kent JK, e bro ar bobl vrezhon Brigantes.

Gant se n'eo ket ur gêr roman a orin, pa ne c'hoarvezas dilestradeg armeoù Julius Caesar nemet e 55 kent JK e kreisteiz an enez. (??????????????????????????????) Mann da welout gant Julius Caesar, ha n'eo ket bet pelloc'h eget Camulodunum / Colchester, e -54. Aloubadeg Enez Vreizh a zo bet kroget e +43, dindan Klaod. Petilius Cerialis, gouarnour adalek 70, a zo erruet gant Legio IX, en Eburacum er bloaz +74. Meur a lec'h savet gant ar Romaned en Enez Vreizh a zoug añvioù diwar keltieg. Gwelloc'h e vefe lemel al lavar-groñs mañ.

Eus an tremened brezhon ne chom netra avat, ha pinvidik eo istor roman ha viking kêr, ma teu touristed a-leizh d'he gwelout.

Ur skol-veur zo enni.

Brudet eo da vezañ ar gêr europat hentet ar muiañ gant tasmantoù ; ijinet eo bet ar vojenn-se da sachañ touristed, eme lod tud avat.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) RIVET, A. L. F. & SMITH, Colin (1979) : The Place-Names of Roman Britain, p. 355, (ISBN 978-0-7134-2077-7).