Brigantes
Ar pobloù kelt en Iwerzhon hervez Ptolemaios, gant Brigantes er c'hreisteiz.
Brigantes zo anv latin ur bobl vrezhon c'halloudus a oa o chom en hanternoz Enez Vreizh, er vro zo North Yorkshire ha West Yorkshire hiriv, hag a oa dezho an douaroù brasañ eus an enez. Isurium Brigantum (Aldborough hiriv) e oa o c'hêr-benn en amzer ar Romaned.[1]
N'ouzer ket hag un darempred zo etre Brigantes ha Brigantii an Alpoù, war-dro Bregenz.[2]
Keñveriañ a c'haller ivez gant Briançon (Brigantia, Brigantium) ha gant Bragança, e Portugal.[3][4]
Brigantes a oa ivez e gevred Iwerzhon hervez Klaudios Ptolemaios.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diwar ar wrizienn c'halianek *bhregh- = uhel.[4]
- Seneca, Apocol. XII, 3 : BRIGANTES
- Juvenal, Sat. XIV, 196 : BRIGANTIUM
- Tacitus, Agricola, 17, 2 & 31, 5; Annal, XII, 32, 36, 40; Historiae, III, 45 : BRIGANTES
- Ptol. II, 3, 10 : BRIGANTES
- A.I 4761 (Iter V) : BRIGANTUM
- Stephanus Byzantium : BRIGANTAS
Tiriad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gant Ptolemaios eo bet roet anvioù ar poleis, pe kêrioù, a oa d'ar bobl-mañ :
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ A.L.F. Rivet & Colin Smith, The Place-Names of Roman Britain, B.T. Batsford Ltd, London, 1979 - 1982
- ↑ Jones's Celtic Encyclopeia
- ↑ M.-N. Bouillet, Dictionnaire universel d'histoire et de géographie, L. Hachette et Cie, Paris, 1863
- ↑ 4,0 ha4,1 Xavier Delamarre, Dictionnaire de la langue gauloise, Éditions Errance, Paris, 2003, p. 87