Mont d’an endalc’had

Atrebated

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Atrebates)
Kartenn eus pobloù Galia er c'hentañ kantved kent J.K.

An Atrebates[1] (e latin), pe Atrebated[2] (e brezhoneg), a oa unan eus pobloù Gallia Belgica. Ul lodenn anezho a oa aet da vevañ da greisteiz Enez Vreizh.

Diazezet e oant er vro etre ar Somme hag an Escaut, er pezh a zo aet d'ober Artez diwezhatoc'h, en-dro da gêr Arras. Nemetocenna pe Nemetacon e oa o c'hêr-benn (Arras hiziv).

Talvoudegezh an anv e vefe, en ur stumm stambouc'het : Ar re hag a zo o chom e-barzh ar vro, da lavarout : ar re hag a zo mistri, perc'henned, war ar vro.

E -57 en em gannas an Atrebates a-enep un armead 15 000 den renet gant Julius Caesar ha flastret e voent, asambles gant an Nervii, en emgann ar Sabis[3]. Anvet e voe ur roue nevez en o fenn, gant Caesar, Commios e anv, ha kaset e voe hennezh da Enez Vreizh gant ar Romaned a-raok aloubiñ an enezenn, da gomz en o anv. Dre ma chomas feal Commios da Julius Caesar e-pad emsavadegoù enep-roman 54-53 kent J.K., ne voe ket lakaet tailhoù war an Atrebated. Diwezhatoc'h avat e kemerjont perzh en arme a yeas war sikour Verkingetoriks e -52. Flastret e voent avat ha kodianañ a reas Commios gant Marcus Antonius.

Atrebated Enez Vreizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pobloù keltiek kreisteiz Enez Vreizh

Kerkent hag an Eil kantved kent JK e voe Atrebated oc'h ober o annez e kreisteiz Enez Vreizh, er pezh a zo bremañ Hampshire, West Sussex ha Berkshire, en-dro da gêr Calleva Atrebatum (Silchester hiziv).

Goude bezañ faezhet war an douar-bras e tec'has Commios da Enez Vreizh hag eno e teuas da vezañ roue Atrebated an enezenn. Diskouez a ra ar pezhioù moneiz kognet e Calleva Atrebatum e oa e penn un tammig rouantelezh eno, war-dro ar bloavezh -40. Goude e ren e voe rannet domani an Atrebated etre e vibien hag aloubet e voe gant o amezeien, ar c'h-Catuvellauni.

  • Kezar, BG II, 4, ... : ATREBATES (eus Galia)
  • Ptol. II, 3, 12 : ATREBATII
  • AI 4783 (Iter VII : CALLEVA ATREBATUM
  • Ravenna 10632 : CALEBA ATREBAIUM
  1. Commios, -57 - c. -20 kent JK
  2. Tincomarus, c. -20 - 7, mab da Commios
  3. Eppillus, 8 - 15, breur da Tincomarus
  4. Verica, 15 - 40, breur da Eppillus
  1. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 430
  2. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 344, p. 182
  3. Julius Caesar, De bello gallico II, 18-28