Caius Julius Caesar

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Gaius Julius Caesar

Caius Julius Caesar, pe verroc’h Julius Caesar (Kezar pe Kaezar e brezhoneg alies), a oa ur politikour, jeneral ha skrivagner roman, ganet e Roma d’an 13 a viz Gouhere 101 pe 100 kent Jezuz Krist, ha marvet d’ar 15 a viz Meurzh eus ar bloaz 44 kent Jezuz Krist. Lazhet e voe gant e vab advugelet Brutus, e teatr Pompeius ma oa bodet ar Sened, war-lerc’h un irienn aozet gant senedourien just a-walc'h.

Ar gerioù diwezhañ distaget gantañ a voe lavaret d’ar mab-se : « Kaï sù, tèknon ? » (καὶ σύ, τέκνον;) e gregach, hag e latin « Tu quoque, mi fili ? », da lavarout eo : "Te ivez, ma mab ?".

Anvet e voe da ziktatour a-hed buhez, lakaet da zoue. Gant e varv e teu fin ar Republik roman, ha gant e warlerc’hiad Aogust, a voe trec’het gantañ Marcus Antonius e-pad an eil brezel diabarzh, e krog an Impalaeriezh roman.

E orin[kemmañ]

Caesar a lavare e tiskenne eus Iul (pe Askagn), mab da Aeneas ha Kreüs, deuet gant e dad da Italia goude faezhidigezh Troia. Gantañ e vije bet savet kêr Alba ha gwelet e oa evel tad al lignez kozh Iulia. Dre-se e lavare Caesar diskenn eus an doueez Gwener.

Darn o deus bet lavaret e teue anv Caesar eus e c’hanidigezh dre skej-kof e vamm (caesar, aris, o talvezout kement ha bugel ganet dre skej-kof). Kement-se n’haller ket krediñ pa anavezer istor Roma un disterig, rak an anv Caesar a oa bet douget gant tud all eus ar gens Julia, unan anezho konsul er bloavezh 91 kent JK.

Dre levezon bras e voereb Julia, intañvez ar c’honsul Marius, e oa dre ret Julius Caesar, hervez ar c’hoari politikel e Roma, e kostezenn ar populares.

Pa oa yaouank e oa bet harluet gant an diktatour Sylla, ha panevet skoazell tud uhel e vije bet lazhet. Repu a gavas e lez ar roue Nikomedes ar Pevarvet, roue Bithynia. War-lerc’h marv Sylla e teuas en-dro da Roma, hag e labouras war an helavarded. Gouzout a reas kavout an tu da blijout d’ar bobl dre adsevel delwennoù Marius (diskaret gant Sylla) war un dro gant galloud tribuned ar plebs. Hag eñ pretor da vare irienn Catilina e 63 kent JK ne reas netra evit mirout outi, ma savas diskred ha disfiz warnañ, pa soñje da galz e oa emglev etre an daou zen.

E 60 kent JK e voe kaset da brobretor da Hispania Baetica (Andalouzia a-vremañ dre vras), hag un nebeud aloubadennoù a reas eno. Pa voe distro da Roma en em glevas gant Pompeius ha Crassus, hag e savas ganto un driumvirelezh kuzh. Gant arc’hant Crassus e c’hallas mont da gabaliñ hag e voe anvet da gonsul e 59 goude JK. Gant e gengonsul Marcus Calpurnius Bibulus ne laoskas ket nemeur a c’halloud. Echu gantañ e vloavezh, e 58 goude JK eta, e voe anvet da brokonsul Galia e-pad pemp bloaz. A-benn ar pemp bloaz-se e reas e seizh gwellañ evit bezañ adanvet e-pad pemp bloaz all. E-kerzh an dek vloaz-se e kasas aloubidigezh Galia da benn-vat hag e tilestras e Britannia (Enez Vreizh).

Pompeius hag ar brezel diabarzh[kemmañ]

Pompeius, savet gwarizi ennañ gant trec’hioù Caesar, a enebas ouzh e anvidigezh evel prokonsul adarre hag a lakaas embann un urzh da ober dezhañ reiñ e zilez. Neuze e klaskas Caesar ober e vad eus ar vrud en doa gonezet e-kerzh brezel Galia hag eus marv Crassus, bet lazhet o vrezeliañ ouzh ar Barthed. Sevel a reas a-enep Pompeius evit tapout ar galloud ha bezañ e-unan e penn ar Stad.

Pa deuas Caesar gant e arme, trec’het ganto ar C’halianed, da dremen an Alpoù ha da vont etrezek Roma, e c’hoantaas ar Sened herzel outañ da zont e kêr gant e soudarded da zibunañ evit an trec’hlid. Mont a reas neuze dreist e wir ha treuziñ a reas ar stêr Rubico a oa an harz etre Italia hag ar proviñsoù, harzoù ha ne oa ket aotreet ar gonsuled e karg da dreuziñ evit mont da Roma. Neuze en dije distaget ar bomm « Alea jacta est » (kentoc’h moarvat e gregach "Anerrifthô Kubos", « Taolet eo ar blanedenn »), a dalvez edo o kemer ur riskl politikel hag e konte war e blanedenn vat.

Brezel a savas etre tud kostezenn Caesar ha mignoned Pompeius, a oa tec'het kuit. Goude da Julius treuziñ Italia evel un trec'hour ez eas war-lerc'h armeoù e enebour, renet gant letananted dezhañ, betek Spagn d'o distruj. Neuze ez eas en arbenn dezhañ betek Tesalia, e Bro-Hellaz, hag e voe trec'h warnañ da vat en emgann Pharsalus er bloavezh 48 kent JK, ma rankas Pompeius tec'hel betek Egipt e-lec'h ma voe lazhet. Pa erruas Caesar war e lerc'h un toullad deizioù goude e tougas kañv d'e enebour hag e kemeras e zial o tistroadañ ar roue yaouank Ptolomeos XIII en doa roet urzh da lazhañ Pompeius hag e lakaas ar gurunenn war benn Kleopatra ar Seizhvet, a oa c'hoar ha gwreg ar roue war un dro. E penn-kentañ ar brezel-se e teuas Caesar a-benn da lakaat ar Sened d'e envel da ziktatour, pep galloud gantañ etre e zaouarn. Roet e voe dezhañ ivez ar prænomen a Imperator, un titl a vo roet da gement hini a vo e penn ar Stad war e lerc'h.

Eus Egipt e redas da Azia, e 47 kent JK, hag e voe faezhet gantañ roue Pont, Farnas, mab da v-Mithridates, a oa savet a-enep da Roma. En dro-se eo e tistagas e vomm brudet: Veni vidi vici). Ac'hano ez eas da Afrika ma tistrujas an arme republikan renet gant Metellus Scipio ha Cato Utika (pe Cato Yaouank) en emgann Thapsus e 46 kent JK. Ac'hano neuze ez eas da Spagn da drec'hiñ war arme ar Pompeius yaouank e Munda, ma voe echu neuze gant kostezenn Pompeius.

Anvet da ziktatour[kemmañ]

E 45 kent JK, pa voe distro e Roma, e voe graet un trec'hlid dezhañ hag e voe lakaet da ziktatour e-pad dek vloaz. Pa voe pep galloud etre e zaouarn e klaskas bezañ dellezek eus an enor-se: pardoniñ a eure d'e enebourien, kaeraat kêr Roma, lakaat ober ur porzh en aber an Tibr, adsevel Korinthia ha Kartago, ober lezennoù nevez, sevel un deiziadur nevez ha krouiñ aozadurioù talvoudus a bep seurt.

Marv Caesar[kemmañ]

Ar republikaned avat a damalle dezhañ klask bezañ lakaet da roue, a steuas un irienn en e enep, hag en lazhas e-kreiz ar Sened da-geñver Idoù Meurzh (15 a viz Meurzh 44 kent JK). Teir c'hontellad warn-ugent a voe roet dezhañ, eme Suetonius (Buhez Caesar, LXXXII). E-touez an iriennerien edo Marcus Junius Brutus, en devoa bet madoù ha skoazell gantañ.

War-lerc'h e varv[kemmañ]

Tro wenn avat o doa graet an iriennerien, rak war-lerc'h marv Caesar e voe 15 bloavezh a vrezel diabarzh. Ha goude an eil triumvirelezh, e lezvab Oktav (ur gourniz dezhañ) o vezañ unan eus an tri-se, e teuas ar Stad roman da vout un Impalaeriezh er bloavezh 31 kent JK. Oktav neuze, deuet da vout Aogust, eo a voe ar c'hentañ impalaer, ha ne voe ket adkavet gant ar Sened ar gwirioù a oa bet lamet gant Caesar digantañ, daoust ma ne voe ket ken dibleg Aogust. Lakaet e voe Caesar da zoue war-lerc'h e varv, ha kemend-all a voe graet gant Aogust hag an holl impalaerien all war e lerc'h.

Gwragez ha karantezioù[kemmañ]

Sed an anvioù roet gant an istorour Suetonius.

Ouzhpenn e wragez e vije bet gant maouezi all, ha doganet meur a ozhac'h, hervez an istorour Suetonius:

Ouzhpenn-se e oa troet Caesar gant ar baotred ivez. E Bitinia e oa bet serc'heg ar roue Nicomedes, ma veze lavaret e Roma e oa deuet Caesar da vezañ "rouanez Bitinia".

E vugale[kemmañ]

  • Digant Kleopatra, en devoa bet ur mab e-maez ar briedelezh, Ptolemeios XV, anvet ivez Cesarion. Dre ma n'en devoa mab ebet hervez al lezenn eo ec'h advabas e c'hourniz Oktav.

Skridoù Caesar.[kemmañ]

Ouzhpenn ur jeneral hag ur politikour meur e oa Caesar ur skrivagner mat, tro en e bluenn. Eus e oberoù e chom ganimp Commentarii rerum gestarum a vez rannet e daou:

a zo skouerioù eus eñvorennoù istorel, a zo bet heuliet gant tud evel Napoléon Bonaparte pe Charles de Gaulle.

A-wechoù e vez meneget Brezelioù Alexandria hag Afrika ouzhpenn, met diwar zorn Aulus Hirtius e vefent. Levrioù Caesar zo bet moullet dizehan, ha meur a embannadur gallek zo war ar marc’had.

Levrioù diwar e benn[kemmañ]

Skrivet eo bet buhez Caesar :

  • gant Suetonius, en e levr Buhez an Daouzek Caesar;
  • gant Ploutarc’hos (pe Plutark) en e levr Buhez Caesar (meneget adarre izeloc'h).

Ur vuhez all a zo bet lakaet war gont ar skrivagner Julius Celsus a zo bet skrivet gant ar skrivagner italian Petrarca.

Komzoù Caesar[kemmañ]

  • Gwelloc’h din bezañ kentañ en ur gêriadenn eget an eil e Roma.
  • An dud a gred er pezh a c’hoantaont.
  • Arabat e vije diskred war Gwreg Caesar.
  • « Alea jacta est ». Taolet eo an diñsoù.
  • « Veni vidi vici ». Deuet on, gwelet em eus, ha trec’het em eus.
  • « Tu quoque mi fili ». Te ivez ma mab.

Gerioù[kemmañ]

Diwar anv Caesar eo deuet

  • anv ar miz "July, Julio, Juillet", a zo Gouhere e brezhoneg, a zo deuet diwar e anv diegezh; lakaet en doa kemm an deiziadur evit ma vije 365 deiz ha kard en ur bloaz;
  • an anv Kaiser en alamaneg, roet da impalaerien Alamagn
  • an anv « Tsar » pe « Czar » roet da impalaer Rusia.

Hêrezh Caesar[kemmañ]

Kemeret e oa bet an anv Caesar gant e lezvab Oktav. Un anv a enor e teuas da vezañ, douget gant an holl impalaerien war e lerc'h, hag ar briñsed roman ivez, goude ma ne vezent ket eus tiegezh Caesar. Roet e voe an anv goude da hêr an impalaer, hag ur reolenn e teuas ar boaz-se da vout adalek amzervezh Diokletian. Diwar neuze e voe kemeret an anv Aogust gant an impalaer ouzhpenn hini Caesar, ha roet an anv Caesar d'an hini a oa da ren war o lerc'h.

Pennadoù damdost[kemmañ]

Levrioù all da lenn[kemmañ]

  • Ploutarc'hos, Vie de César, troet gant Dominique Ricard, a zo bet lakaet en-linenn war al lec’hienn Nimispauci'
  • Julius Caesar gant William Shakespeare zo ur pezh-c'hoari brudet
  • Napoleon ar C’hentañ pa oa prizoniad en enez Santez-Helena, en doa roet dre gomz da skrivañ ur Précis des guerres de César, Paris, 1836
  • Napoleon Tri en deus skrivet ur Vie de César, 1865.
  • Jérôme Carcopino, Jules César
  • Luciano Canfora, Jules César
  • Max Gallo, Cesar Imperator
  • Yann Le Bohec, César chef de Guerre