Caledonii

Eus Wikipedia
Pobladoù Preden an Norzh hervez Ptolemaios. Lec'hiet eo ar Caledonii a-hed ar Gleann Mòr.
Menez Sìdh Chailleann

Ar g-Caledonii (anv latinekaet, ivez Caledones; gregach: Καληδῶνες, Kalēdōnes) a oa ur bobl pe ur c'hevredad pobloù eus hanternoz Enez Vreizh hag a roas o anv d'ar vro anvet Kaledonia. Gwelet int bet evel Brezhoned, goude evel Pikted, hag a gomze ur yezh predenek kar. Enebourien e oant d'an impalaeriezh roman he devoa kaset hec'h armeoù da aloubiñ an darn eus an enez a oa aet d'ober proviñs Britannia.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tacitus ne ra ket anv eus ar bobl, ne veneg nemet ar vro, Kaledonia.

E Rivet & Smith e kaver[1] :

  • Lukan, VI, 68 : CALEDONII
  • Martial, X, xliv, 1 : CALEDONII
  • Ptol. II, 3, 8 : CALEDONI
  • Dizanv Ravenna 1086 : LODONE (evit (Ca)ledones ?
  • Xiphilinus 321 / Cassius Dio LXXVI : CALEDONII
  • Panegyricy Latini VI (VII), 7, 2 (c. 310) : CALIDONES
  • Nomina Provinciarum Omnium (Listenn Verona), 13 : CALEDONII / CALIDONI
  • Apollinaris Sidonius, VII, 89 : CALEDONII / CALIDONII
  • Jordanes, 2, 14 (heuliañ Cassius Dio) : CALYDONII

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet eo an anv diwar ar wrizienn bredenek caled. O anv a gaver ivez e Dùn Chailleann, anv gouezelek kêr "Dunkeld", a dalvez kement ha "kreñvlec'h pobl ar g-Caledonii", hag en anv ar menez Sìdh Chailleann (saozneg: "Schiehallion"), "Tuchenn hud ar g-Caledonii". Hervez Moffat (2005) e teu an anv eus caled. Marteze abalamour d'ar vro kalet ha roc'hellek, pe marteze bro an dud kalet[2]. Keay ha Keay (1994) avat a soñj gante eo un anv rakkeltiek[3].

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982
  2. Moffat, Alistair (2005). Before Scotland: The Story of Scotland Before History. London: Thames & Hudson. p. 22.
  3. Keay, John; Keay, Julia (1994). Collins Encyclopaedia of Scotland. London: HarperCollins. p. 123.