Mont d’an endalc’had

Demetae

Eus Wikipedia
Meuriadoù keltiek e Kembre, diasur eo an harzoù.

An Demetae, pe Demeted, a oa ur bobl geltiek eus Oadvezh an houarn en Enez Vreizh, hag a oa o chom er pezh a zo Sir Benfro hag e Sir Gaerfyrddin e gevred Kembre bremañ. Eus o anv e teu hini kontelezh Dyfed a-vremañ.

Meneget ez int e Geographia Ptolemaios a lavar e oa ar Silures a-reter dezho. Anavezout a reer div eus o c'hêrioù, Moridunum, deuet da vout Caerfyrddin, ha Luentinum.

Ne oant ket brezelgar, ha ne voe ket enebet ganto ouzh ar Romaned, er c'hontrol d'ar pezh a reas o amezeien Silured hag Ordovices. Ne voe ket nemeur a greñvlec'hioù roman en o bro eta, met klask aour a reas an alouberien e mengleuzioù Luentinum.

Rivet & Smith, p. 333

  • Ptol. II, 3, 12 : DEMATAE / DEMECETAE
  • Gweltaz, 31 : Demetarum

Talvoudegezh : "None can be suggested" = n'ez eus kinnig ebet.

Anv ebet anezho avat gant Tacitus pa zanevell brezel ar Romaned e Kembre.