Mont d’an endalc’had

Koriosolited

Eus Wikipedia
Kartenn ar pobloù galian a oa o vevañ e tachennad Breizh a vremañ:
  • ██ Osismied
  • ██ Weneted
  • ██ Koriosolited
  • ██ Riedoned
  • ██ Namneted
  • Ar Goriosolited[1] - e latin Coriosilitae - a zo ur bobl c'halian en Arvorig kozh.

    E Kersaout e oa o c'hêr-benn, hag a voe kaset goude da Aled (Aletum, hiziv Sant-Servan), tostoc'h d'an aod.

    Hervez Léon Fleuriot e teufe an anv eus ar c'heltieg kor (a adkaver er ger brezhonek "koskor", hag en anv "Tregor" hag en deus roet ar brezhoneg a-vremañ Treger), mui un elfenn "sol", hag a dalvezje "evezh, ged"[2].

    Levrlennadur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • Loïc Langouet, Les Coriosolites, un peuple armoricain de la période gauloise à l'époque gallo-romaine, édition Centre régional d'archéologie d'Alet, 1987, 279 pages, (ISBN 03996662)

    Notennoù ha daveoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. Louis Élégoët, Istor Breizh, TES, 1999, p.30.
    2. L. Fleuriot, "Du gaulois au breton ancien en Armorique", BSAF CIX, 1981, p.182-183.