Barzh
Barzh eo an den a skriv barzhoniezh pe barzhonegoù.
Ar ger barzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gant ar ger-se e vez graet e brezhoneg evel er yezhoù keltiek all. E yezhoù all e vez graet gant ur ger o tont eus ar gregach: poet e saozneg, poête e galleg, poeta e spagnoleg.
Ar ger "barde"[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E galleg evel e saozneg ec'h implijer ar ger "barde", deuet eus ar ger latin kar d'ar ger galianek bardos, evit envel barzhed kelt a-hervez.
Diwar-gement-se e weler daou dra:
- un dalvoudegezh romantel ha krennamzerel gant ar ger saoznek, evel ma oa gant ar ger gallek en XIXvet kantved,
- un dalvoudegezh folklorel ha disprizus gant ar ger gallek en amzer vremañ.
An emdroadur-se a vez kavet heverk eus sell ar bed gall war an disheñvelded sevenadurel gant lod.
Ur savboent all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kavet e vez barzhed un tamm e pep lec'h e-barzh ar bed kelt: bardos evit ar C'halianed, bard e gouezeleg, bardd e kembraeg, ha barth e Kerneveureg. E-barzh sevenadur keltiek an Henamzer, e oa ar barzh ur c'haner ivez, a-bouez-bras e-barzh ar gevredigezh peogwir e lakae-eñ an hengoun dre gomz da beurbadoud. Beleion e oa ar varzhed, e-giz an drouized.
Dibaoe ar XVvet kantved pe war-dro eo deuet ar varzhoniezh da vout personel, hag ar varzhed vrasañ a zo bed taolet er-maez eus ar gevredigezh.