Hesiodos
Hesiodos (Ἡσίοδος, Hêsíodos e henc'hresianeg, Hesiodus e latin) a oa ur barzh hellazat eus an VIIIvet kantved kt JK. Ganet e vije Hesiodos en Askra, ur vourc'hadenn eus Boiotia.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar fedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tra ne ouzer diwar e benn nemet pezh a skriv en e varzhonegoù. Dre deir gwech e-barzh Al Labourioù hag an Deizioù e ro un dornad munudoù diwar-benn e vuhez. Un draig a lavar ivez en e Dheogonia.
E dad a deue eus Kyme en Aiolis, ur vro eus Azia-Vihanañ etre Ionia ha Troas. Pe anv e oa, n'ouzer ket. Dios e vije bet, hervez an hengoun, met kement-se a deuje eus treuzkompren ur rannbennad «Πέρση, δῖος γένος / Pérsê, dĩos génos » (Labourioù, gwrz. 299), komprenet evel « Perses, mab da z-Dios » e-lec'h « Perses, mab hael ». Perc'henn e oa d'ur seurt embregerezh aocherezh a voe rivinet gantañ.
Treuziñ ar mor a reas neuze, ha mont da chom da Askra ma prenas un tamm douar e-harz ar Menez Helikon. Eno e timezas gant Pykimede, ha daou vab o doe: Hesiodos ha Perses.
Ul lec'h paour e oa Askra. Hervez Hesiodos e oa ur « bourk milliget, drouk d'ar goañv, kriz d'an hañv, morse ne veze plijus » (Labourioù, gwrz. 640). Pa zeuas ar c'houlz da rannañ hêrezh e dad e savas bec'h etre e vreur Perses hag eñ, hag ur prosez e voe etreze. Gant rouaned Askra e voe lavaret edo ar gwir gant Perses. Hemañ a gasas goude se e stal da Gernetra, hag ez eas war-lerc'h da c'houlenn arc'hant digant e vreur a gasas anezhañ da sutal. Ha Perses, droug ennañ, a c'hourdrouzas Hesiodos, prest d'ober ur posez all d'e vreur. Hiroc'h n'ouzer ket.
Evit reiñ un tamm skiant d'e vreur hag e skoazellañ da gaout ur vuhez yac'h ha da verañ e beadra evel a zo dleet e savas Hesiodos ar varzhoneg Al Labourioù hag an Deizioù.
Al Labourioù hag an Deizioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazezet eo an oberenn war an div wirionez-mañ:
- al labour eo lezenn ar vuhez;
- an neb a labour en devez peadra da vevañ atav.
Skrivet e voe pa oa al labour-douar o vont da fall, ha Hellaziz o tivroañ da glask douaroù nevez da drevadenniñ.
Ouzhpenn labourat an douar e oa un aoidos anezhañ, da lavarout eo ur barzh hag a save barzhonegoù evit o reiñ da glevet d'an dud. E C'halkis en Euboia, e kemeras perzh en ur genstrivadeg barzhoniezh aozet gant mibien ar roue Amfidamas da lidañ obidoù o zad. Trec'h e voe war ar genstriverien all gant ur varzhoneg a gane enni talvoudegezh al labour-douar hag ar peoc'h. Un trebez a voe roet dezhañ evel gopr ha dediet e voe gantañ da Vuzezed menez Helikon.
Mervel a eure en Askra. Pa voe distrujet ar gêriadenn gant tud Thespiai, e tec'has an annezidi da Orc'homenos. Hervez testeni Aristoteles en e v-Bonreizh Orc'homenos e voe dastumet ludu korf ar barzh, war-lerc'h un orakl, gant tud ar gêr-se, ha lakaet e-kreiz o agora, e-kichenik bez Minyas, haroz ar geoded en-eeun. E-giz-se e voe lakaet Hesiodos gant an annezidi da ziazezer o c'hêr (οἰκιστής / oikistês e gregach).
Komz anezhañ e-unan en deus graet Hesiodos en e oberenn: karout a ra ar vuhez sioul war ar maez, an dilontegezh hag ar reizhded, doujañ ouzh ar relijion betek bout kredus, hep klask plijout d'ar roue, trawalc'h dezhañ reiñ skoazell d'e genvroiz, a brezege dezho ar vuhezegezh vat gant gwerzennoù brav. Gantañ eo bet ijinet ar varzhoniezh didaktek. Delwennoù a voe savet dezhañ war-lerc'h e varv e Thespiai, Olympia ha war menez Helikon.
Kanet e voe e varzhonegoù gant ar rapsoded ha brud vras a deuas dezho evel-se. Kalzik a varzhed a zo bet awenet gant Hesiodos, hag en o zouez
- Vergilius (en e Georgica),
- Caton an Henañ (en e De agri cultura)
- Lucretius.
Ar mojennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E skridoù kozh e kaver munudoù diwar-benn Hesiodos:
- an Ἀγών / Agốn, pe Disput etre Homeros ha Hesiodos, kenstrivadeg barzhonegañ etre an daou varzh, e gregach;
- Buhez Hesiodos, gant ar gramadegour bizantat Ioannes Tzetzes.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mard eo anavet anv Hesiodos eo abalamour m'en deus skrivet diwar-benn ar mojennoù kozh en e oberennoù, ha dreist-holl Theogonia hag Al Labourioù hag an Deizioù.
- Theogonia (Θεογονία / Theogonía) a zo diwar-benn lignezoù an doueed ma kinnig enni ar bernioù doueed a zo meneg anezho er mojennoù, gant an tri remziad anezho: hini Ouranos, hini Kronos, hini Zeus a voe trec'h warno holl. Koshañ barzhoneg relijiel Hellaz eo. Ouzhpenn kontañ lignezoù an doueed ez eus el levr ur c'hosmogonia a grog gant krouidigezh ar bed hag ar C'haos.
- Al Labourioù hag an Deizioù (Ἔργα καὶ Ἡμέραι / Erga kaì Hêmérai) ;
- Skoed Herakles (Ἀσπὶς Ἡρακλέους / Aspìs Hêrakléous), awenet gant deskrivadur skoed Ac'hilleüs en Ilias.
Oberennoù all lakaet war e gont
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Koulskoude ez eus bet lakaet e-leizh a oberennoù all war e gont, en un doare faltazius:
- Katalog ar Maouezed, pe Ἢ οἷαι / Ê hoiai , « pe hevelep maouez... », formulenn glasel en un danevell, a zo tennet anezho 54 gwerzenn gentañ ar Skoed ;
Pennadoù kar dre o ster
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Marcel Détienne, « Crise agraire et attitude religieuse chez Hésiode », Revue d'études latines, coll. « Latomus 68 » Bruxelles, 1963 ;
- (en) Richard Janko, Homer, Hesiod and the Hymns. Diachronic Development in Epic Diction, Cambridge University Press, 1982 (ISBN 0521238692) ;
- (fr) Marie-Christine Leclerc, La Parole chez Hésiode, Les Belles Lettres, Paris, 1993 ;
- (fr) Paul Mazon, introduction à l'édition de Théogonie. Les Travaux et les Jours. Le Bouclier aux éditions des Belles Lettres, Paris, 2002 (1añ embannadur: 1928) ;
- Jean-Pierre Vernant :
- (fr) Mythe et pensée chez les Grecs, La Découverte, Paris, 1996,
- (fr) Mythe et société en Grèce antique, Paris, 1974 (emb. kentañ).