Mont d’an endalc’had

Homeros

Eus Wikipedia
Homeros
den a c'hallfe bezañ faltaziet
Rann eusMitologiezh Henc'hres Kemmañ
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhIonian League Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denὍμηρος Kemmañ
Anv ganedigezhὍμηρος Kemmañ
Anv-bihanHomer Kemmañ
Deiziad ganedigezh9vet kantved kt JK Kemmañ
Lec'h ganedigezhtalvoud dianav Kemmañ
Deiziad ar marv8vet kantved kt JK Kemmañ
Lec'h ar marvIos Kemmañ
MammKretheis Kemmañ
Yezh vammhenc'hresianeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivethenc'hresianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridhenc'hresianeg Kemmañ
Micherbarzh, oberour, skrivagner Kemmañ
Tachenn labourGreek literature Kemmañ
Floruit8vet kantved kt JK Kemmañ
Strollad etnekGreeks Kemmañ
Kleñveddallentez Kemmañ
Oberenn heverkIlias, Odysseia, Homeric epics Kemmañ
TachennMeurgan Kemmañ
Present in workDivina Commedia Kemmañ
Attested inMare Magnum volume 82 Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMinneapolis Institute of Art, National Gallery of Art, Stedelijk Museum Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Ur poltred faltaziet eus Homeros, lavaret "Homeros Caetani" anezhañ, kopiet en eil kantved goude JK, diwar ur c'hizelladur gresian eus an eil kantved kent J.K. Emañ bremañ e-barzh mirdi al Louvre.

Homeros (Ὅμηρος : Hómēros e henc'hresianeg) a lavarer war e zivout e oa ur barzh gresianek eus penn diwezhañ an VIIIvet kantved kent J.K. Eñ eo ar barzh koshañ eus Henc'hres a zo deuet e oberennoù betek ennomp : an Ilias hag an Odysseia. Koulskoude e c'hallfed lavaret eo ken kozh all skridoù Hesiodos.

Didro-kaer e veze graet "ar Barzh" anezhañ gant ar tud an Henamzer. Skrivañ a reas Victor Hugo diwar e benn en e skrid William Shakespeare : "Ganet eo ar bed, Homeros a gan. Evn sklêrijenn an deiz eo hennezh".

Ha daoust hag-eñ e voe anezhañ ? Pe daoust ha n'eo ket meur a varzh a zo bodet dindan an anv-se? Diaes ober ur soñj.

Petra e oa e vuhez ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Homeros hag e heñcher gant William Adolphe Bouguereau (1874)

.

Dicunt Homerum caecum fuisse, a veze desket er yezhadurioù latin: lavaret e vez e oa dall Homeros. War div elfenn a gaver en e skridoù eo harpet ar soñj-se.

  • Da gentañ eo dall ar barzh Demodokos a zo meneg anezhañ en Odysseia a-benn kanañ danevelloù eus brezel Troia.
  • Da c'houde, diwar e benn e lavar, oberer kan Homeros da Apollon Delos (Kanoù Homeros a voe kanoù deroet da Homeros) : "Un den dall eo, a zo o chom e C'hios roc'hellek".

Koulskoude en deus merket Martin P. Nilsson, e-barzh Homer and Mycenæ (1933), e veze graet "tud dall" da gustum eus ar varzhed, e broioù zo eus ar Slaved. Kollet ar gwelet : broudet an eñvor sañset. E kevredigezhoù gwezhall ivez e veze un den dall evel un arouez : an hini a wel an disgwel dreist, ne wel ket hemañ drezañ e-unan. Evel korf un doue eo. Skouerioù zo : lakaomp Tiresias pe Oedipus. An hini kentañ skoet dall abalamour d'ur vallozh, roet dezhañ avat galloud an divinour evit kempouezañ. An eil zo skoet dall pa krog da welet ar wirioniez : pezh a zigas anezhañ d'ur seurt santelezh. Marteze eo dallentez Homeros eus ar seurt-se.

Eus a C'hios, Smirna, Kyme pe eus a Kolofon e vefe Homeros hervez tabutoù bet etre tud ar c'hêrioù-se en Ionia. Lukian eus a Samosata (tro-dro120–goude 180), e-barzh e skrid Istor gwir (II, 20), a rae ur babilonian eus Homeros, kaset evel un ostaj (e gresianeg homêros) e-touez ar C'hresianed, setu deuet e anv. Proklus, prederour ha den gouieziek (412485), a echuas ar c'haozioù en e skrik Buhez Homeros, gant al lavarenn : hemañ a voe ur sitoian d'ar bed da gentañ.

A-benn ar fin n'ouzomp ket kalz a draoù diwar-benn Homeros nag e vuhez. Deuet eo eizh skrid war e vuhez betek ennomp, deroet e gaou da bPlutarc'hos, da Herodotos. Evit gwir e vefent eus an oad kristen ha n'heller ket krediñ enno.

Petra eo e oberennoù ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet e vez war e gont da vezañ kompozet an Ilias hag an Odysseia. Savet en dije an hanez farsus Batrachomyomachia (emgann etre raned ha logod, An Ilias luadennet) ha Kanoù Homeros daoust ma vezont gwelet evel pezhioù deveret goude ma varvas.

E-pad an Henamzer, dre vras e klote an anv Homeros gant ar varzhoniezh hanez en he fezh.

Adalek Platon hag Aristoteles e voe harzet d'an daou hanez kentañ.

Lakaet eo da dad an Ilias hag an Odysseia.

Ar meurgan fentus Batrachomyomachia (emgann ar raned hag al logod), savet war batrom an Ilias, hag an Himnoù Homerek a vez lakaet war e anv, goude ma vez lavaret int bet skrivet un tamm diwezhatoc'h.

Dre vras e c'haller lavarout e talveze anv Homeros kement ha barzhoniezh meurganel penn-da-benn, evel ma talveze hini Hesiodos kement ha barzhoniezh didaktek.

Se zo kaoz e vez staget e anv ouzh titloù ar meurganoù ar C'helc'hiad Troian. Gant Homeros, gouez da Arc'hilokos Paros, e oa bet skrivet ar Margites, ur skrid fentus.

Penaos e savas e oberennoù ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Penaos int deuet betek ennomp ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Petra eo yezh Homeros ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hag un istorour eo Homeros ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aristoteles e-tal hanter skeudenn Homeros, gant Rembrandt (1653), Metropolitan Museum of Art

Soñjal a rae ar skriverien en Henamzer e kane Homeros pezh a zegouezhe en gwir, hag e voe eus Brezel Troia. Lavaret e veze ganto ivez pezh a lavaras Odysseüs (Ulis) d'ar barzh Demodekos (Od., VII, 489–491) :

« Kanañ a rez brav-kaer planedenn ar C'hresianed,
Kement hag a voe graet, anduret ha gouzañvet gant Tud Argos,
Evel un den en defe bevet o istor, desket digant unan bennak all d'an nebeutañ ! »

En XIX vet kantved c'hoazh, a-benn kavout al lec'hioù diskrivet e-barzh an hanez, setu Heinrich Schliemann da gregiñ e furcherezh en Azia Vihanañ. Pa zizoloas dismantroù ur gêr anvet Troia, ha re unan all Mikenai e soñjed degas prouiñ komzoù Homeros : ha setu e vije bet adkavet maskl aour Agamemnon, skoued Ajaks, hanaf Nestor ha kemend-all. Hevelebiñ a rejont ar gevredigezh kanet gant ar barzh ouzh ar sevenadur Mikenae.

Mont da welet ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù nesañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Troet eo ar pennad diwar ar bajenn c'hallek eus an 11 a viz Mezheven 2006, pennad enoret evit e dro d'an 18 a viz Gwengolo 2004. Aet eo bet diouti a-wezhioù : Pennad Homeros e galleg

Skridoù diwar e benn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Danvez dre vras

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pierre Carlier, Homère, Fayard, 1999 [e galleg].
  • Jacqueline de Romilly, Homère, PUF, dast. « Que sais-je ? » n° 2218, 1999 (pevare embann) [e galleg].
  • Monique Trédé-Boulmer, La littérature grecque d'Homère à Aristote, PUF, dast. « Que sais-je ? » n° 227, 1992 (eil embann) [e galleg].

Ar bed pa oa bev Homeros

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

* « La Méditerranée d'Homère. De la guerre de Troie au retour d'Ulysse », Les collections de L'Histoire, n° 24, Gouhere-Gwengolo 2004 [e galleg].

  • Moses Finley, Le monde d'Ulysse, Maspéro, 1969 [e galleg].
  • Pierre Vidal-Naquet, Le monde d'Homère, Perrin, 2000 [e galleg].

Studioù arbennik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Louis Bardollet, Les Mythes, les dieux et l'homme. Essai sur la poésie homérique, Belles Lettres, dast. « Vérité des mythes », 1997 [e galleg].
  • Pierre Chantraine, Grammaire homérique, Klincksieck, dast. « Tradition de l'humanisme », levren. I ha II, 2002 [e galleg].
  • Geoffrey S. Kirk, The Songs of Homer, Cambridge University Press, Cambridge, 2005 (embann kentañ e 1962) [e saozneg].
  • Gregory Nagy [e saozneg] :
    • Homer's Text And Language, University of Illinois Press, 2004
    • Homeric Responses, University of Texas Press, 2004
  • Adam Parry (embanner), The Making of Homeric Verse: The Collected Papers of Milman Parry, Oxford University Press, 1971 [e saozneg].
  • Jacqueline de Romilly, Les Perspectives actuelles de l'épopée homérique, PUF, dast. « Essais et conférences », 1983 (kentel kelennet er C'holej Frañs) [e galleg].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.