Divina Commedia

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Dante o lenn an Divina Commedia, 1465
Comencia la Comedia, 1472
Dante en Ifern, Kan I, gant Gustave Doré, 1861

An Divina Commedia, La Commedia he zitl orin italianek, zo ur varzhoneg hir italianek savet gant Dante Alighieri hervez doare an terza rima, krouet gantañ en oberenn-se. E-pad triwec'h vloaz e voe ar barzh o skrivañ e bennoberenn betek e varv e 1321.

Ar skrid meur italianek kentañ eo. Awenet eo gant an tabut gwadek a oa etre ar Welfed (Guelfi) hag ar C'hibelined (Ghibellini) (1125-1300). Dave a ra Dante d'an Eneis ha da Ziskuliadur Paol Tars.
Rannet eo ar varzhoneg e teir lodenn, a zo graet cantiche (liester an anv cantica) anezho : Inferno (Ifern), Purgatorio (Purgator) ha Paradiso (Baradoz), ha tri c'han ha tregont e pep hini (war-bouez an Ifern ma c'haver ur rakkan).
Kaoz zo en Divina Commedia eus pirc'hirinded ar barzh dre an teir ren usdouarel en kaso da welout an Drinded kristen.

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]