Paol Tars
Paol Tars (pe Pol a Darsus), hervez e anv kristen, pe Saul hervez e anv kentañ, pe Sant Paol evel ma vez graet anezhañ gant ar gristenien, a zo unan eus kristenien illur ar Iañ kantved goude JK, ganet war-dro ar bloavezh 10 ha marvet war-dro 65 e Roma.
Lidet e vez div wech er bloaz: d'ar 25 a viz Genver, deiz e droadur gant ar gristeniezh, ha d'an 29 a viz Mezheven, deiz e verzherinti a-gevret gant an abostol Pêr.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo Paol e Tarsos, e Cilicia, proviñs roman en Azia Vihanañ. Ur Yuzev eus an diaspora e oa, gregach e yezh kentañ avat. Keodedour roman dre hêrezh e oa, rak e dad en devoa bet ar brient da gaout ar vroadelezh roman.
Deskadurezh.
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Jeruzalem e pakas Paol e zeskadurezh, ur stummadur peurlipet hellennek, roman ha gresian met yuzev ivez. Farisian e oa Paol. Ober a reas studioù rabbinek ( ar rabbined a zo kelennerien war al lezennoù ). Goude ar studioù-se e teuas Paol da benn-bras e kêr Tarsos.
A yuzev da gristen.
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enepkristen penn-kil-ha-troad e oa Paol Tarsos. En em ginnig a rae memes evel un heskiner. Levr Oberoù an Ebestel a gont en deus bet Saul (Paol er Bibl) ur weledigezh. Sant Lukaz a zispleg ez eas un deiz betek Damask a-benn stourm enep ar gristenien. War an hent e c’hoarvezas un dra bennak hag a lakaas anezhañ da cheñch e vennozhioù a-grenn. Gwelet en deus "ur sklêrijenn o tont eus an neñv" ha klevet ur vouezh o c'houlenn "Saul, Saul, perak am heskinez ?". "Me eo Jezuz an hini a heskinez, sav ha kae e kêr hag e vo lavaret dit ar pezh ac'h eus da ober". Ar soudarded a gleve met ne weljont ket ar sklêrijenn (ob. 9, 1-9). En em dreiñ a reas Paol ouzh ar relijion gristen er bloavezh 35. Goude dezhañ bezañ aet da gristen ez eo anavezet mat e vuhez a-drugarez da levr Sant Lukaz hag ivez diwar studiañ pizh e lizhiri niverus : adalek ar bloaz 37 e krogas d'ober beajoù e-pad 16 vloaz.
Beajoù Paol.
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Beajiñ a reas Paol e-pad 30 vloaz hep termal na damantiñ d’e boan na d’e amzer, etre Azia-vihan ha Gres, Makedonia, Jeruzalem ha Roma. Kerzhet a rae evit prezegenniñ “ar c’heloù mat” (an holl a vo saveteet hag a yelo d’ar baradoz m’o devez ar feiz e Doue). Baleet en deus Paol tro 4 000 kilometrad a-dreuz Palestina hag he zrowardroioù.
Degemer Paol er c'hêrioù.
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Paol ne veze ket degemeret mat gant ar Yuzevien, bamet e oant o welet ur Yuzev a orin eveltañ oc'h enebiñ ouzh o lezennoù. " Alies eo bet va buhez en arvar, pemp gwech em eus resevet gant ar yuzevien daou-ugent taol skourjez, teir gwech on bet skoet gant gwial, ur wech on bet peñsead, un devezh hag un nozvezh em eus tremenet en un islonk (...) Bet on bet el labour hag o poaniañ, o chom alies tre hep kousket, en naonegezh hag er sec'hed, er yenijenn hag en noazh. Hag hep komz eus traoù all ez on argadet bemdez gant ar c'hudennoù a gas an holl Ilizoù din (...)" Paol a zisklêr pegen poanius eo e garg dre ar skrid-se.
Skuizhus, taer, feuls eo beajoù Paol. Alies-tre e pak e begement. Mont a ra koulskoude dibleg, asur anezhañ. Kenderc'hel a ra keit ha ma c'hell e gorf, balc'h e spered.
Dibenn e vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un den eeun, habask, pasiant, nerzhus a spered, mennet-kenañ, leun a fiziañs ha kalonek eo bet Paol. Met e 58 goude Jezuz-Krist e voe paket e Jeruzalem ha kaset da Roma evel prizoniad. Eno ec'h erruas e 60, da vezañ toullbac'het. Gervel a reas an Impalaer a-benn bezañ barnet rak ar brient-se en devoa evel pep keodedour roman. Lezet e voe da vont da neuze.
Tro 67 e voe tapet evit an eil gwech, ha neuze dibennet.
Perzhioù ur sant dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kontet eo buhez Paol en e lizhiri hag en "Oberoù an Ebestel" gant pluenn Sant Lukaz. An hini kentañ eo o komz ouzh ar baganed, ar re "jentil". Ha dont a raio da vezañ o abostol.
Gantañ eo ganet ar gristeniezh hollvedel ha n'eo ket diazezet war ar re dilennet met war ar re a gred, ar re o deus ar feiz. Eñ eo a zistago da vat ar gristeniezh eus akomodoù ar yuzeverezh evit ober ur relijion nevez. Evit Paol ez eo kannad ar C'hrist hollvedel. Bez en deus ur wezhiad bec'hus-tre, o klask avieliñ an holl. Koulskoude n'eo bet lakaet da sant nemet da c'houde e varv, evel e vignoned Pêr ha Barnabas.
Paol a oa un ijineg relijiel, an energiezh savadurel. Merkañ don a reas ar gristeniezh.
Poltredoù Paol Tars
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pierre et Paul aux origines de l'Église de Rome gant Paul Poupard, Clio.fr.
- Sarkofagenn sant Paol, sur le site L'Antiquite tardive et paléochretienne.
- Paul, anarchiste éclairé ha Controverse sur le paulinisme gant Yves Maris, lec'hienn Chemins cathares.
- Peut-on être chrétien sans l'apôtre Paul ?
- Patrom:Mp3 Enrolladenn lennadenn un arroudenn vrudet eus al « Lizher kentañ da Corintiz »
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aux origines du christianisme, Folio histoire, Gallimard, 2000.
- Les Premiers temps de l'Église : de saint Paul à saint Augustin, Folio histoire, Gallimard, 2004.
- Alain Badiou, Saint Paul : La Fondation de l'universalisme, Presses universitaires de France, coll. « Essais du Collège international de philosophie », 1998.
- Marie-Françoise Baslez, Saint Paul, Fayard, Paris, 1991.
- Daniel-Rops, Saint Paul, éd. France-Empire, Paris, 1959 ;
- Alain Decaux, L'avorton de dieu, une vie de saint paul, Perrin/Desclée de Brouwer, 2003.
- Yves Maris, En Quête de Paul, Presses universitaires du Septentrion. 2002.
- Étienne Trocmé, Saint Paul, PUF, Paris, 2003.
- Claude Tresmontant, Schaoul qui s'appelle aussi Paulus. La théorie de la métamorphose, O.E.I.L., coll. « Bible », 1988.