Damask
| Rann eus | Hauran |
|---|---|
| Anv ofisiel | دمشق |
| Anv er yezh a orin | دمشق |
| Yezh ofisiel | arabeg |
| Stad | Siria |
| Kêr-benn eus | Siria |
| E tiriad | Damascus Governorate |
| Gwerzhid-eur | UTC+03:00 |
| War ribl | Barada |
| Daveennoù douaroniel | 33°30′47″N 36°17′31″E |
| Penn an aotrouniezh | Maher Marwan |
| Ezel eus | Organization of World Heritage Cities |
| Kod-post | 0100 |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.damascus.gov.sy/ |
| Istor | timeline of Damascus history |
| Time of earliest written record | 2500 BCE |
| Kod pellgomz an takad | 011 |
| Category for the view of the item | Category:Views of Damascus |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Damascus |

Kêr-benn ha kêr vrasañ Siria eo Damask ( دمشق الشام Dimashq ash-Shām en arabeg). Diazezet e oa bet war-dro -3500 ken e vez kredet e c'hellfe bezañ ar gêr annezet dibaouez koshañ er bed, koshoc'h eget kêrioù Al Fayyoum ha Gaziantep. Poblañs brasjedet : war-dro 4,5 milion a annezidi.
Orin an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En arabeg e vez graet دمشق الشام Dimashq ash-Shām eus ar gêr, berraet e Dimashq, met peurliesañ e vez lavaret ash-Shām hepken gant Sirianed hag Arabed ar broioù nes. Ash-Shām a dalvez an Norzh en arabeg hag anvet e vez Siria ha dreist-holl Siria Veur Bilād ash-Shām — بلاد الشام, “bro an Norzh” — en arabeg. Damask a zeu eus ar gresianeg Δαμασκός, dre al latin diwar ur stumm aramaek דרמשק Darmeśeq, da lavaret eo “lec'h ar puñsoù”. Koulskoude e voe kavet en Ebla tablezennoù kentaramaek gant an anv Damaski evit ur gêr er Su. [1]. Damask a zo bet e-barzh proviñs Amurru, ul lodenn eus rouantelezh an Hiksosed eus -1720 da -1570.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War-hed 80 km eus ribl ar Mor Kreizdouar, e goudor Menezioù Anti-Liban ha war un uhelgompezenn 680 metr uhelded emañ Damask.