Banniel
Iskevrennad eus | banniel pe ardamezioù, banner |
---|---|
Implij | signalling device |
Danvez implijet | gwiad |
Studiet gant | bannielouriezh |
Staget ouzh | gwern vanniel |
Stumm | skouergorneg, tric'horn, karrez |
Arouezenn Unicode | 🏴 |
Ur banniel zo un tamm lien, skouergonek peurvuiañ, a dalvez da arouez d’ur vro, d'ur stad, d’ur strollad tud, d’un aozadur...
Bannielouriezh a reer eus studi ar bannieloù. E Breizh ez eus ur gevredigezh anvet Bannieloù Breizh a studi bannieloù Breizh, re he broioù, he c’hêrioù...
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bannieloù kentañ a oa gwiadoù a-liv a veze lakaet er vann e-pad an emgannoù, da ziskouez ardamezioù mistri an armeoù, en Europa, e Japan, e Sina. Ar Romaned ne raent ket gant bannieloù, met gant arouezioù metal bihan, gwintet war gwernioù (loened evel an erered, an arzhed...). Hiziv an deiz e kaver bannieloù graet gant paper pe gant plastik, met peurvuiañ e vezont graet gant lien c’hoazh.
Ar bannieloù koshañ a anavezer hag a vije c’hoazh en implij hiziv a gaver en Europa. Bez e oa warno livioù aes da welet ha lunioù aes da anavezout a bell, evel banniel Danmark, ruz ha warnañ ur groaz wenn. Ar ruz zo ul liv splann a weler mat hag aes da ober (graet e veze gant gwad alies gwechall). Skouerioù all eus bannieloù kozh, warno al liv ruz, a gaver en Europa, evel hini Aostria (ruz ha gwenn) pe hini Katalonia (ruz ha melen). Er Grennamzer, ha betek hiziv, e veze graet kalz gant "livioù" klasel an ardamezouriezh (ruz ha glas, ha gwer er broioù muzulman ; ha kalz nebeutoc’h gell) mesket gant an daou "vetal" (gwenn/arc’hant ha melen/aour). Nevesoc’h zo, ne vez ket heuliet ar reolennoù kozh kement, ha livioù divoasoc’h a gaver evel an orañjez, da skouer war banniel India) ha lunioù divoaz ivez (kelc'hioù, tric'hornioù…) pe un niver brazik a livioù disheñvel (da skouer bannieloù Bangladesh, Sechelez, Kreizafrika…)
Gwechall e talveze ar bannieloù da aroueziañ pennoù armeoù. Pa greskas pouez ar stadoù kreizennet, diwar-goust an aotrouien, e talvezas mui-ouzh-mui ar bannieloù da aroueziañ ar stadoù-se. Hiziv an deiz eo anavezet mat ar bannieloù broadel, met bannieloù zo a dalvez ivez da aroueziañ strolladoù tud, aozadurioù, mennozhioù…
War ar bannieloù modern o devez al livioù talvoudegezhioù anavezet : Ar ruz eo arouez ar gomunourien hag ar sokialourien alies. Stadoù komunour, pe bet komunour, a implij bannieloù ruz (Unaniezh soviedel, Sina) hag e broioù muzulman zo e kaver al liv-se ivez (Aljeria, Turkia, Maroko). E Reter Europa e kaver alies livioù "hollslavek" en implij : ruz, glas, gwenn. Hag en Afrika e kaver livioù anvet "hollafrikan" : ruz, melen, gwer. Er broioù arab e vez implijet alies al livioù gwer, gwenn, du ha ruz. Broioù Skandinavia o deus implijet arouez ar groaz, tra ma kaver alies ur greskenn loar hag ur steredenn war bannieloù stadoù turkek pe ar re zo bet dindan beli an Durked.
Ral eo e vefe div stad o defe bannieloù heñvel, met c’hoarvezout a ra a-wechoù, da skouer Monako hag Indonezia.
Banniel Bro-C'hall (lesanvet an Triliv) hag hini ar Stadoù-Unanet o deus awenet kalz tud e broioù all da dresañ bannieloù diwar o skouer.
Seurtoù bannieloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bannieloù broioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bannieloù Stadoù ar bed
- Bannieloù pobloù ar bed
- Bannieloù tiriadoù emren ar bed
- Banniel Breizh (Gwenn-ha-Du)
- Banniel Danmark
- Banniel Kembre
- Banniel Tamil Eelam
- Banniel Montenegro
- Banniel Bro-C'hall
Bannieloù aozadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bannieloù strolladoù tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bannieloù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bannieloù renket hervez o livioù hag o lunioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Les drapeaux bretons de 1188 à nos jours, Philippe Rault, Coop Breizh, 1998, 2000, 2006